Hervez ar pezh hon eus grataet gant Breizh Cop ha peogwir omp karget eus ar predoù el liseoù publik e Breizh ez eomp pelloc’h gant hon oberoù evit an Debriñ mat el liseoù e 2020. Hor pal eo implijout produioù bio, eus ar mare hag eus an trowardroioù en holl bretioù, abalamour da warantiñ e vo boued a galite.
-
98a bretioù el liseoù publik e Breizh
-
+ de 10Ma bredoù servijet bep bloaz
-
8€eo priz ur pred, a vez paeet an hanter gant ar Rannvro
Krog omp gant an traoù e liseoù publik Breizh dija
Hervez al lezenn Egalim e vez kinniget ur pred vejetarian 100% bep sizhun e pretioù an holl liseoù publik e Breizh abaoe ar 1añ a viz Du 2019. Evit sikour anezho da sevel ur programm evit liesaat ar proteinoù e vez stummet skipailhoù ar pretioù da aozañ sekredoù keginañ gant produioù estreget kig evel leguminegi pe edoù.
Gant hor politikerzh prenañ a-skiant vat a-fet ekonomiezh ez eomp pelloc’h ganti pa lakaomp ar c’hinnig hag ar goulenn da dostaat an eil ouzh egile (gweladenniñ koc’huioù-pesked, stalioù labour-douar…) en ur sikour, war ar memes tro, frammañ ar filierennoù produiñ e Breizh : moc’h, kig-bevin, yer-kig, laezh, vioù, pesketaerezh, legumaj, frouezh. Hor pal eo sikour ar brenerien bublik (tud karget eus prenadennoù a-stroll, merourien ha keginerien al liseoù) evit ar boued er pretioù stroll da wellaat a-fet kalite hag a-fet nested.
Sinet eo bet hor c’harta war galite ar pretioù gant al liseoù publik eus Breizh, rak-se e labouront evit digreskiñ ar pezh a sell ouzh dismantrañ ar boued, implijout plastik hag endalc’herioù a vez taolet, ha war ar memes tro gwellaat ar pezh a sell ouzh diveskañ hag adimplijout al lastez. Kontant eo skipailhoù al liseoù da reiñ bec’h evit an Debriñ mat, rak-se e reont gant muioc’h a broduioù fresk (pesked, frouezh, legumaj, bara…) hag a broduioù prientet war al lec’h, hag ivez muioc’h a draoù produet gant al labour-douar bio pe diouzh labeloù a galite.
Mont pelloc’h ganti e 14 lise skouer
Evit tizhout ar palioù lakaet gant sturfollenn ar Rannvro « Debriñ mat el liseoù » ec’h arnodomp meur a obererezh e 14 lise skouer, a gaver en o mesk an holl seurtoù liseoù publik (deskadurezh hollek, teknikel, labour-douar, mor, letierezh) a zo e Breizh, 115 lise enni. E-pad ar bloavezh 2020 e vo labouret gant al liseoù-se war dri danvez :
- Sikour teknikel ha war ar gwir evit ar brenerien bublik er pretioù stroll evit a sell ouzh ar boued : diazezañ un Help Line « prenadennoù publik », meizant Easilys, nomenkladur prenadennoù ha roadennoù, skrivañ ar galvoù marc’hadoù publik, fichennoù war ar filierennoù…
- Brudañ an « Debriñ mat » el liseoù ha sachañ evezh al liseidi war an deskiñ diouzh ar boued (blaz, mezhur, yec’hed…) : skoazellañ al liseoù da dermeniñ raktresoù framm hag a lakay ar skipailhoù kelenn ha ren, skipailhoù ar pretioù hag al liseidi da labourat asambles, gant sikour pennadurezhioù an Akademiezh.
- Broudañ skipailhoù ar pretioù hag al liseidi da stourm ouzh an dismantr boued
Arnodet e vo an oberoù-se e 14 lise da gentañ, goude-se e vint lakaet e pleustr er 115 lise a zo e Breizh.