Ober eus Breizh ar rannvro er penn a-raok evit an Debriñ-mat en Europa

Crédit photo : Simon Bourcier-CRTB

Ar Rannvro, dre ma oar ez eo mall-bras ober un dra bennak evit an hin ha ma vez goulennet kalz gant ar vevezerien, a gont war an nerzh stroll evit ober eus Breizh ar Rannvro er penn a-raok evit an « Debriñ-mat » en Europa. Evit harpañ treuzkemm ekonomikel hag endroel filierennoù ar boued e pled gant c’hwec’h ahel pennañ :

  1. Kas ar prenañ publik ha keodedel war an tu mat
  2. Skoazellañ da vat ar filierennoù engouestlet
  3. Gouzout nevesaat atav
  4. Produiñ ha treuzfurmiñ ar boued en un doare padus hag atebek
  5. Dasparzhañ ar varc’hadourezh dre ar rouedadoù tost hag atebek
  6. Talvoudekaat ar chemet ha kalite produioù Breizh

Perzhioù mat he deus ar Rannvro da lakaat da dalvezout : anavezet mat eo barregezh he labourerien-douar hag he fesketaerien, dreist eo an heuliadusted hag ar surentez yec’hedel, barrek eo war an neveziñ, efedus eo ar reizhiad stummañ ha solut eo ar rouedad embregerezhioù.

Loïg Chesnais-Girard, Prezidant Rannvro Breizh