E miz Even 2019, daou vloaz goude ma oa bet roet lañs dezhañ, ar Breizh COP a oa erruet en ur poent tu pe du. War-lerc’h 4 devezh a gaozeadennoù, a gendivizoù hag a zistroioù diwar arnodiñ o doa kemeret perzh ouzhpenn 2 600 a dud enno, ar Rannvro he doa kinniget Emglevioù Breizh evit an hin hag ar blanedenn d’an holl oberourien e penn-kont, dirak Nicolas Hulot, paeron ar raktres.
An holl re a sikour sevel Breizh an amzer da zont a oa en em vodet evit embann o engouestloù a-fet mestroniañ ar font, merañ an energiezhioù, adaozañ al lastez… Lusket eo an treuzfurmadur bras-se gant ar Rannvro, ha bremañ e karfe honnezh lakaat war-sav ur raktres tiriad engouestlet en treuzkemmoù, en ur gemer harp war hentenn an torridigezhioù marc’hataet, asambles gant an 59 etrekumunelezh hag ar 1 250 kumun eus Breizh, ar c’hevredigezhioù a bled gant an endro, metoù an ekonomiezh ha hini al labour-douar. Ar raktres-se a vo e-barzh ar BRTDPKT, brastres rannvroel evit an terkañ, an diorren padus ha kevatalder an tiriadoù, a zo kefridi ar Rannvro danzen anezhañ. En deiz hiziv ez eo an hini gentañ eus 13 Rannvro Frañs a zo engouestlet en un argerzh a ya en tu-hont da framm lezennel ar BRTDPKT hag a vod ar c’hevredadoù, ar c’hevredigezhioù hag ar geodedourien.