Breizh zo daeoù bras dirazi : ar cheñchamant hin, diskar ar vevliesseurted, an digempouezioù tiriadel ha derc’hel d’ar genstagded sokial. Talañ a ra outo gant he zalvoudoù a gengred hag hec’h identelezh kreñv ha gant youl evit :
- ober eus Breizh ar rannvro dreist an holl evit an agroekologiezh hag an « Debriñ mat »,
- paouez da implijout produioù fitoyec’hedel evit gwareziñ ar vevliesseurted,
- treiñ al lastez e danvezioù talvoudus evit ma ne vo douaret tamm lastez ebet ken,
- lakaat un termen da zigresk an tachennoù labour-douar ha natur,
- kreñvaat ar c’hempouez etre an tiriadoù ha kreiz ar bourc’hioù…
An holl e-barzh an taol
Dre ma tegas Breizh COP diskoulmoù da c’houlennoù pleustrek-tre :
- Penaos mirout kalite ar vuhez a-dal da dommadur an hin ?
- Penaos labourat e pep lec’h dre an tiriad ?
- Penaos bevañ e Breizh en un endro yac’h ?
- Penaos digreskiñ an direizhderioù ha kreñvaat ar genstagded sokial ?
- Penaos kas war-raok modoù diblasañ evit an holl ?
Qu’est-ce que la Breizh Cop ?