Ar perzhioù gwellañ

Un danvez energiezhioù naturel dreistordinal

E Breizh emañ an arvor hirañ eus Frañs, 2730 km dezhañ, gant redoù-mor kreñv, avelioù ingal hag ar mareoù brasañ en Europa, rak-se ez eus danvez e Breizh, evel n’eus ket e lec’h all, evit amprouiñ, arnodiñ hag implijout an doareoù energiezhioù mor.

Ur rannvro er penn a-raok war dachenn an energiezhioù mor

Kreñv eo pouez ar mor e Breizh hag abred-tre ez eus bet komprenet e oa danvez enni gant an energiezhoù mor : diwar skouer ar milinoù-mor e oad krog, adalek 1967, da arnodiñ an energiezhioù mor gant ar greizenn vordredan e stankell ar Renk, e-kichen Sant-Maloù, an hini gentañ er bed. Ha delc’her a reer da neveziñ gant raktresoù hag a sell ouzh ar rodoù-avel war neuñv, ar rodoù-dour, an houldredan, sevel ur park rodoù-avel diazezet en donvor…

Enklask hag arnodiñ stank-ha-stank, evel na weler ket e lec’h all en Europa

Mann ebet nemet e Breizh e kaver 50 % eus ar barregezhioù e Frañs a sell ouzh an enklask hag an diorren e teknologiezhioù ar mor. E Breizh emañ an obererien bennañ, koulz ar re bublik hag ar re brevez, war dachenn an enklask, an diorren hag an neveziñ en energiezhioù mor, e Brest dreist-holl : Frañs Energiezh Vor, an ensavadur broadel evit ar c’hemm energiezh gouestlet d’an energiezhioù mor nevezadus, Pol Mor Breizh Atlantel, a zo ur pol kevezusted troet war ar bed a-bezh, Ensavadur europat ar mor, ENSTA Breizh, a zo ur skol ijinourien hag ur greizenn enklask war ar mekanikerezh, Ifremer, Navalgroup…

Lañs gant an industriezh

Emañ Breizh er penn a-raok war dachenn ekonomiezh ar mor, skiant-prenet he deus evit a sell ouzh sevel ha dresañ bigi, hag enni ez eus ur rouedad gant 110 a embregerezhioù kevredet, strolloù bras pe embregerezhioù bihan hag etre, hag a ra war-dro kement tachenn hag a sell ouzh an energiezhioù mor : studiadennoù, servijoù ha skoroù, fardañ, staliañ hag aveerezh, korvoiñ ha delc’her a-ratre… da lavaret eo ouzhpenn 60 gennad labourerezh, eus ar c’hemmeskadoù d’ar mekanikerezh, hag ivez ar smart grids, a zo rouedadoù tredan naouek hag a ranker staliañ evit kemer an energiezhioù nevezadus e kont.

Tud ampart ha donezonet a-leizh

Hiziv an deiz e vez stummet tud e Breizh war an holl vicherioù a sell ouzh ar mor hag an energiezhioù mor, ur gwir vailhoni zo enni war dachenn ar mor, ar bigi hag an industriezh gant merc’hed ha paotred barrek-kenañ : sevel-bigi, moroniezh, delc’her a-ratre… Eus ar CAP da ijinour e kinniger 150 diplom graet diouzh micherioù an energiezhioù mor el liseoù-mor hag er skolioù deskadurezh uhel e Breizh, koulz e stummadur kentañ hag e stummadur dibaouez. Ur gwir reizhiad stummañ troet war-zu ar mor !

Ur youl bolitikel greñv

E Breizh ne vez ket produet 15 % eus an tredan a vez implijet, rak-se eo an emrenerezh energetek un dra hag en deus kalz a bouez enni. Abaoe ma oa bet sinet an emglev tredan evit Breizh e 2010, hag aprouet ganti goude-se ur sturfollenn uhelek e miz Mezheven 2016, e vez lusket ha sevenet ur politikerezh youlek-tre evit diorren an energiezhioù mor, anez ankouaat kendivizout gant holl implijerien ar mor hag obererien ar filierenn. Gant BreizhCop e oa bet kadarnaet ar pal politikel-se e 2018.
Daou dra a ya d’ober ar youl :
• Lakaat digreskiñ an depantiz energiezh e Breizh ha stourm ouzh tommadur an hin
• Aesaat d’ur filierenn industriel greñv, troet war ar bed-holl, dont war wel e Breizh.


Splann e oa ar youl ober-se pa oa bet krouet Bretagne Ocean Power e miz Mae 2018 evit :
• Kenurzhiañ labour an holl obererien e Breizh (KKI, Pol Mor Breizh Atlantel, teknopoloù, Breizh Diorren Neveziñ, Breizh Kenwerzh Etrebroadel ha klusterioù tematek ha tiriadel, ha pa vefent arbennikaet pe ne vefent ket, Breizh EMR) war dachenn an energiezhioù mor, anez emellout en o c’hefridioù pe en o c’hargoù dezho o-unan,
• Mont buanoc’h evit a sell ouzh an diorren industriel war dachenn an Energiezhioù Mor Nevezadus
• Ober evit ma vo krouet implijoù da badout e Breizh da-heul an diorren-se.

Kit da welet al lec’hienn Breizh Ocean Power