Ur raktres meur
Mégalis Breizh eo a ra war-dro, evit ar strollegezhioù e Breizh, sevel ar rouedad gwienn optikel publik, ha goude-se feurmiñ ar rouedad-se d’an oberataerien. Studiañ dre belec’h lakaat al linennoù da dremen, gwiriañ war an dachenn, kontrolliñ ar pester ma vo staliet ar funioù, cheñch ar pester aet da fall, staliañ ar funioù… Ur pezh mell kefridi eo staliañ 50 000 km a funioù optikel evit burevioù studi hag embregerezhioù labourioù. En holl ez eus bet boulc’het tost da 300 chanter e pep lec’h e Breizh
Pegoulz e viot liammet ouzh ar wienn optikel ?
Skrivit ho chomlec’h-post evit gouzout pegoulz e viot liammet ouzh ar wienn. Evit mont en alc’hwez, klikit war an arlun a-gleiz d’ar gartenn.