Evit bastañ da ezhommoù difer filierenn an energiezhioù-mor, an takadoù nevez zo kempennet abalamour da reiñ bod da obererezhioù fardañ, stokañ ha portezal pakadoù pounner-kaer ha bras-bras. Er programm labourioù bras-se ez eus chanterioù eus meur a seurt. Renet ez int war an douar ha war vor war un dro, ha sevenet gant ar c’hoant d’ober gant un ekonomiezh kelc’hiek, o soñjal dalc’hmat en efedoù a zo da vestroniañ a-fet an endro diouzh an dro.
An oberiadennoù war an douar
40 ha a savennoù-douar zo stabilaet, hag o kempenn anezho emeur d’an industriourien gentañ da c’hallout en em staliañ.
4,5 ha a derkadurioù ardremez zo krouet ivez. E miz Du 2019 e oa bet digoret ur voudenn, ur were hag ur wenodenn a-hed an aod. Diwar-vremañ e c’hall ar bourmenerien kaout ur gwel meur war ar vorlenn ha war obererezh an termenva nevez.
An oberiadennoù war vor
Ur c’hloz 14 ha, stummet gant ur chaoser 900 metr hirder hag ur c’hae 400 metr zo bet krouet da-heul ar polder a zo anezhañ dija.
A-hend all e vo graet oberiadennoù ravanelliñ e-pad ar goañv e 2019-2020 hag e 2020-2021 d’ar bagoù da vont aesoc’h d’ar porzh-kenwerzh.
An 930 000 m3 a ouelezennoù ravanellet a vo lakaet er c’hloz nevez abalamour da c’hounit tachadoù nevez war ar mor.