Emañ porzh Brest, ur porzh digor-frank war ar mor, e kroashent an takadoù Mor Breizh ha Mor Atlantel, e-kreiz ar rouedadoù treuzdougen europat. Ur porzh-kenwerzh hag ul lec’hienn dresañ listri a bouez bras eo evit ar rannvro hag ar vro, hag ur perzh mat eus ar pouezusañ evit ekonomiezh Breizh.
Pal pennañ programm diorren bras al lec’h, a bado meur a vloaz (2016-2021), eo krouiñ takadoù industriel nevez war an douaroù ec’hon miret er reter d’ar porzh-kenwerzh. Talvezout a raio ar re-se da zegemer obererezhioù en amzer da zont, evel industriezh an energiezhioù mor nevezadus, ha da harpañ diorren ar filierenn-se e Breizh.
E Brest ez eus gallet gant ar raktres-se krouiñ un etrefas nevez kêr-porzh ivez en ur sevel takadoù ardremez foran nevez. Abaoe miz Du 2019 e c’hall an dud mont da bourmen enno.