An aozadurioù dastum ha diveskañ e-kichen du-se

Crédit photo : Thomas Crabot

Karget eo ar Rannvro da ziarbenn al lastez ha da genurzhiañ ar pezh a sell ouzh merañ anezho e Breizh, hag ur bern aozadurioù all zo karget el lec’h-mañ-lec’h da zastum ha da ziveskañ al lastez.

Evit un takad bennak, ur gumuniezh-kumunioù pe un tolpad-kêrioù, e vez meret ar garg-se gant servijoù ar c’humunioù pe ar c’humuniezhoù-kumunioù, pe fiziet e vez en ur SKETLaT. Gant pep aozadur e vez reolennoù disheñvel evit a sell ouzh dastum ha diveskañ ha reiñ a reont kuzulioù hag erbedadennoù d’an dud, kement-se abalamour da glotañ eus ar gwellañ ouzh an ezhommoù el lec’h-mañ-lec’h.

Gwelet an aozadurioù a ver al lastez e-kichen du-se

Enkadenn COVID-19 : ar jestroù mat evit aesaat labour ar wazourien hag ar servijoù

Daoust ma vez dalc’het gant ar servijoù evit dastum al lastez-ti en takadoù e c’hall bezañ diaes-tre evit ar filierennoù adaozañ mont en-dro abalamour d’ar redioù lakaet evit merañ ar c’hCOVID-19. Serret ez eus lastezerezhioù zo abalamour ma ne vez ket kement a dud o labourat ken, ha ne vez ket dastumet an traoù ken e darn eus ar bonnoù (gwer, dilhad…).

Ma kemerit tro eus ar mare m’oc’h klozet er gêr evit diveskañ traoù en ho ti pe kempenn ho liorzh, grit gant ar jestroù a-skiant vat evit aesaat labour ar servijoù :

  • arabat teuler lastez en natur, dirak antre al lastezerezhioù pe e traoñ an endalc’herioù
  • mirit al lastez plant er gêr : al lastez a zeu diwar touzañ al leton ha krennañan treilhoù a c’haller implijoutevit degas temz el liorzh, pe e vefent rotelet pe lakaet da blouzañ (sturlevr pleustrek)
  • dalc’hit da ziveskañ diouzh ar reolennoù boas a-fet diveskañ a-ziforc’h evit ar pakadurioù

Dre vras eo dav deoc’h miret du-se al lastez a zo bet divesket ganeoc’h da c’hortoz gallout kas anezho d’al lastezerezhioù pa vint addigoret, ha da c’hortoz gouzout hiroc’h war an doare ma vint addigoret (mat e vo sellet ouzh ar pezh a vo embannet gant an aozadurioù merañ al lastez en ho kornad).

Evit ar maskloù, ar manegoù hag ar mouchoueroù da vezañ taolet, gallout a reer lakaat anezho e-barzh seier gris serret mat hag a vo dastumet asambles gant al lastez-ti.