15vet Trofeoù breizhat an diorren padus : lakait hoc’h anv !
2 February 2021
1 minute de lecture
Emaoc’h o kas un oberenn hag a zo diouzh an treuzkemm padus ha kengret ? Lakait hoc’h anv (a-raok ar 14 a viz Meurzh da hanternoz) evit 15vet Trofeoù breizhat an diorren padus !
Emaoc’h en ur gevredigezh, ur framm publik, un embregerezh pe ur skol ha dougen a rit ur raktres war tachennoù an ekonomiezh sokial ha kengret, an endro, an treuzkemm padus… Deuit e-barzh meuriad ar gwellañ oberoù kaset da benn e Breizh ha kendalc’hit er mod-se gant avantur Trofeoù breizhat an diorren padus : bep bloaz ez a an Trofeoù-se (aozet gant ar Stad, Ajañs Breizh an endro ha mestroniañ ar gremm ha Rannvro Breizh) da c’haredonañ an oberoù nevezusañ a vez kaset da benn en hor bro. Un doare da vont buanoc’h war-raok gant luskad an treuzkemm e Breizh !
Twitter #tropheesddbzh
Facebook : @Trophées bretons du Développement Durable
Eizh trofe a vo
Er bloaz-mañ e vo roet 8 trofe :
- 4 zrofe er rummad obererien : embregerezh, kevredigezh, framm publik, skol
- 4 zrofe tematek : yec’hed-endro, monedone, boued, hag evit ar wezh kentañ, ekonomiezh kelc’h.
Gant an Trofe nevez ekonomiezh kelc’h e vo lakaet war-wel an oberennoù a vroud an dud da cheñch mod produiñ ha beveziñ : merañ lastez, eko-empentañ, beveziñ atebek pe pourvezadur padus…
Perak lakaat e anv ?
An Trofeoù breizhat, harpet gant kalz obererien rannvroel ha douget gant kevelerien engouestlet, zo un dro vrav evit al loreidi :
- Da vezañ skoazellet gant an holl gevelerien ha da zaremprediñ ur rouedad vras a dud a vicher.
- Da gemer perzh e sevenidigezh ur c’hlip video ha da brientiñ ur pitch, evit kinnig o raktresoù
- Da vezañ lakaet war-wel ha da dapout brud dre ma vo diskouezet o raktres dre ar rouedadoù sokial hag ar c’hazetennoù.
- Da gadarnaat int oberourien eus an treuzkemm ha da vrudañ o fleustroù a ziorren padus e Breizh.
- Da eskemm skiant-prenañ ha d’anavezout oberoù all da-geñver an devezh-se er rannvro.
Penaos lakaat e/hec’h anv ?
Gouzout hiroc’h e tropheesdd.bzh !
Partager :