An dalc’h e miz Here 2024 diwar-benn heñchañ ar budjed berr-ha-berr
21 Here 2024
1 munut evit lenn
E-kerzh dalc’h an 9, 10 hag 11 a viz Here e oa bet degemeret gant an dilennidi heñchadurioù pennañ budjed 2025, a vo kendivizet diwar o fenn ha votet e miz Kerzu.
Heñchadurioù ar budjed 2025 : delc’her da lakaat arc’hant
Diasur eo an traoù e Frañs evit a sell ouzh an arc’hant hag an ensavadurioù, rak-se e fell d’ar Rannvro sammañ he c’hefridioù diouzh ar gwellañ evit gwellaat buhez pemdez ar Bretonezed hag ar Vretoned. E-mesk ar prederioù-se ez eus tachennoù hag a rank tremen da gentañ, evel ar servijoù publik-nes, an doareoù monedonea en o zouez.
Ar C’huzul-rannvro eo gwarant ar reizhded e Breizh hag emañ e-sell da zelc’her da lakaat sammadoù arc’hant bras evit prientiñ an amzer-da-zont, skoazellañ diorren an embregerezhioù ha buanaat an treuzkemmoù ekologel.
Abalamour da vastañ da ezhommoù pemdez an implijerien ha d’ar red m’eo digarbonañ an doareoù monedonea e vez lakaet sammadoù arc’hant bras gant ar Rannvro evit an treuzdougen.
En em aozañ a ra ar Rannvro asambles gant an etrekumunelezhioù e Breizh evit sevel, ac’hann da 2025, ur sindikad kemmesk, Breizh Fiñvusted, evit unvaniñ nerzhioù ar strollegezhioù abalamour da ziorren ar c’hinnig treuzdougen a-stroll liesvod (trenioù, kirri-boutin, bigi, fiñvusted doujus…) hag ar servijoù liammet outo, evel ar gartenn KorriGo. Un ostilh boutin etre an dud e vo evit kreñvaat ar c’hinnig treuzdougen publik a-stroll e Breizh a-bezh.
20 vloaz zo eo engouestlet ar Rannvro evit ar gevatalded maouezed-gwazed en hec’h holl gefridioù. Embann a ra un danevell vloaziek diouzh lezenn ma vez graet ar bilañs eus an oberoù hag an araokadennoù a zo bet graet. Ma chom digevatalderioù c’hoazh e talc’ho ar Rannvro gant he strivoù. En teul-mañ ez eus bet termenet palioù, da skouer lakaat ar feulsventer e-kerz an holl gevelerien d’ar Rannvro. War hiroc’h termen e vo savet ur steuñv oberoù ma vo kemeret muioc’h a dachennoù emellañ e kont, evel ar porzhioù, ar c’hanolioù, an touristerezh…
Ar Rannvro a ro bec’h evit sikour ar gevredigezh Diwan hag he rouedad skolioù brezhonek, laik ha digoust, da dalañ ouzh o diaesterioù arc’hant. Gant ar c’hendivizad a-ziforc’h kensinet gant ar Stad e miz Meurzh 2022 lakaet e pleustr ec’h embann adarre he c’hoant da welet ar Stad o labourat evit yezhoù Breizh.
Ar Rannvro he deus embannet en un doare sklaer e fell dezhi kreskiñ he budjed gouestlet da yezhoù Breizh. E 2027 e vo gouestlet tost da 13 M€ dezho dre ar Steuñv Adperc’hennañ yezhoù Breizh, a oa bet votet a-unvouezh e miz Kerzu 2023. Rannvro Breizh eo ar strollegezh e Frañs a laka ar muiañ a arc’hant evit an dachenn-se.
Krog eo ar Rannvro, asambles gant ar Stad hag ar strollegezhioù lec’hel, d’ober gant rummad kevratoù kêr nevez, evit 31 c’harter ma vev 90 000 a dud, familhoù bras pe unkar peurvuiañ, ganto nebeud a arc’hant.
An hevelep dalc’h eo abaoe ma oa bet lañset ar politikerezh publik-se e 2015 : gwellaat an doareoù bevañ ha lojañ a vez gant ar boblañs yaouank-se, dre 24 ober hag a vez kaset da benn war dachenn ar stummañ, al lojeiz pe c’hoazh ar sevenadur hag ar fiñvusted. Ac’hann da 2030 e vo gouestlet ur budjed 24 M€ d’ar programm-se e-stern ar gevrat Stad-Rannvro. Labourioù fetis ha liesseurt a vez douget gant ar Rannvro war an dachenn-se : lakaat ostilhoù titouriñ e plas diwar-benn an treuzdougen BreizhGo, kinnig ober anaoudegezh gant micherioù, dreist-holl dre stajoù, kinnig plasoù evit mont da abadennoù zo, pe aozañ oberoù evit kreñvaat al liammoù a vez etre al liseoù hag ar c’harterioù.
E Frañs n’eus ket par d’ar raktres-se m’en em gav ar Stad asambles gant ar Rannvro, ar strollegezhioù empleget hag ar 4 skol-veur a zo e Breizh evit ur sammad 71 M€ ac’hann da 2029 evit labourioù hollek – en o zouez 16,2 M€ a-berzh ar Rannvro. Diazezet eo war ur soñj nevez : kenlodenniñ hag hollekaat ar studiadennoù hag ar chanterioù evit reiñ lañs d’al labourioù neveziñ termek mallus war ar savadurioù kelenn, savet er bloavezhioù 1960-70.
Ouzhpenn 147 000 a studierien ha tost da 10 000 kelenner, enklasker hag implijad melestradurel a labour bep bloaz e-barzh ar 4 skol-veur e Breizh, rak-se ez eus bet soñjet en ur raktres daou bal dezhañ : espern energiezh ha degemer implijerien ar c’hampusoù e doareoù gwelloc’h. Implijet e vo danvezioù a orin bio hag adimplijet danvezioù diwar chanterioù disevel evit degas un dalvoudegezh ekologel ouzhpenn d’ar programm.
An teuliadoù all :
- “Ober evit hol liseoù publik – Brastres-ren savadurioù al liseoù publik Bilañs ar steuñv oberoù 2022-2024 – Ar poent war stad an traoù e hanter 2024
- Danevell obererezh ha diorren padus 2023
- Danevell vloaziek ar skoazelloù arc’hant gant ar Rannvro
- Divizad daskemm niv. 3 war budjed 2024
- Nomenkladur strategel dre brogramm (NSP)
- Lañsañ an argerzh evit adrummañ Park naturel rannvroel ar Mor Bihan ha bevennañ an dachenn studiañ
- Divodañ Sindikad kemmesk al Lec’hienn veur e Beg ar Raz er C’hab
- Eil daskemm ar BRTDPKT evit Breizh
- An danevell diwar-benn holl berzhioù ar Rannvro – Embregvezh 2023
Rannañ :