Aller au contenu

An divizadoù pennañ e dalc’h ar 14 ha 15 a viz Here 2021

Prizioù nevez evit ar pretioù hag al lojañ el liseoù, ar gevrat steuñv Stad-Rannvro evit 2021/2027, an danevell obererezh ha diorren padus… Setu ar sujedoù pennañ a oa bet kaoz anezho e-kerzh dalc’h ar C’huzul-rannvro d’ar 14 ha 15 a viz Here. An divizadoù pennañ a c’haller lenn amañ.

Hémicycle du Conseil régional
Crédit photo : Thomas Crabot

An divizadoù pennañ

Pretioù ha lojañ el liseoù : ar memes prizioù e pep lec’h

Diwar vremañ, abalamour d’ar prizioù da vezañ heñvel ha neuze d’an traoù da vezañ ingal evit an holl e pep lec’h e Breizh, ez eo gant ar Rannvro e vo termenet priz ar predoù hag al lojañ en holl liseoù publik e Breizh. War un dro gant ar prizioù unvanet e vo dalc’het da vroudañ an debriñ-mat el liseoù. Termenet e vo ar prizioù unvan-se hervez ar rannad tiegezhel KGT

Prientiñ ar gevrat steuñv Stad-Rannvro a zeu.

D’an 31 a viz Kerzu 2020 e oamp en em gavet e fin ar gevrat steuñv Stad-Rannvro hag emaomp o varc’hata evit hini ar maread 2021/2027. Pal ar gevrat-se eo reiñ lusk adarre d’al labourioù ha war ar memes tro kadarnaat ar pezh a zo bet graet er c’houlzadoù kentañ evit an temoù-mañ : Deskadurezh uhel, enklask ha neveziñ, Treuzkemm ekologel hag energiezh, Niverel, Implij, Tiriadoù. Fellout a ra d’ar Rannvro ma vo lakaet ar pouez war ar pezh a sell ouzh ar monedone, al labour-douar ha dalc’hoù ar mor.

Adlavaret splann e c’houlenner Breizh adunanet.

Gant ur gouestl votet a-unvouezh he deus adlavaret splann ar Rannvro e fell dezhi ma vefe adunanet Breizh ha goulenn a ra adarre ma vo graet un enklaskadenn geodedel el Liger-Atlantel.

Gwelet ar gouestl

Danevell obererezh ha diorren padus 2020

Evel bep bloaz e vez rentet kont gant ar Rannvro eus hec’h obererezh publik war an holl dachennoù a zo fiziet enni, e-barzh he Danevell obererezh ha diorren padus. Evit 2020 he deus savet roll an oberoù kaset da benn : un ajañs nevez evit liesseurted ar vuhez e Breizh, ar prizioù nevez evit BreizhGo, an diarbennoù dreistordinal abalamour d’ar C’hovid-19, krouiñ ar pass klasoù mor, sikour ar sinema e Breizh, ar Font Covid Herzel evit an EBT, al labourerien dizalc’h hag ar c’hevredigezhioù, paeroniañ ar skipailh CrazyEsport, staliañ skourroù eus servijoù ar Rannvro e meur a lec’h e Breizh ha kement zo.

Fiziañ ar servijoù publik evit deservijout an inizi

Abaoe ar 1añ a viz Genver 2017 eo karget Rannvro Breizh da aozañ an treuzdougen publik ingal war vor, koulz evit an dud hag evit ar varc’hadourezh, etre an douar bras hag an inizi. Fiziet eo bet ar gefridi servij publik-se, da lavaret eo treuzdougen tud ha marc’hadourezh eus un tu betek inizi Penn-ar-Bed, Molenez, Eusa ha Sun, hag eus an tu all betek inizi ar Mor-Bihan, ar Gêrveur, Groe, Houad hag Edig, dre div gevrat disheñvel hag a vo echu a-benn an 31 a viz Kerzu 2022. Divizet en deus ar C’huzul-rannvro delc’her gant an doare merañ dileuriet evit deservijout an inizi-se evit a sell ouzh beajourien ha marc’hadourezh, ha lañsañ an traoù evit adsinañ kevratoù da fiziout ar servijoù publik evit inizi Penn-ar-Bed eus un tu ha re ar Mor-Bihan eus an tu all.

Kenlabour gant Grand’Anse : ur skoazell evit Haiti da-heul ar c’hren-douar

Abaoe 2011 e kenlabour Rannvro Breizh gant kornad Grand’Anse en Haiti dre ur c’hevelerezh gant Amaga (Kevredigezh maered Grand’Anse). Pal kentañ ar c’henlabour-se eo sevel ur programm labour-douar diazezet war ar surentez a-fet boued hag an agroekologiezh evit talañ ouzh an digoadañ hag ouzh krignerezh an douareier. Dispennet e oa bet ul lodenn vras eus ar programm-se gant ar c’hren-douar a oa degouezhet en Haiti e miz Eost. Divizet en deus ar C’huzul-rannvro lakaat 100 000 € evit 2 goulzad oberoù, gant sikour an AMG Acted evit respont d’an ezhommoù a-fet boued da gentañ, ha goude-se gant e gevelerez lec’hel Amaga evit adsevel ur programm labour-douar. Fellout a ra deomp kas un obererezh da benn e Grand’Anse asambles gant an holl obererien a zo war an dachenn.

Hag ivez…

  • Danevell vloaziek 2020 war ar sikourioù ekonomikel d’an embregerezhioù ha war an dispignoù gouestlet d’ar skoazelloù a-berzh Stad gant ar strollegezhioù.
  • Delc’her gant kresk an Taos diabarzh war ar beveziñ produioù energiezh e Breizh.

Evit gouzout hiroc’h

Videoioù eus ar c’hendivizoù

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter