An tiriadoù o neveziñ evit kreizoù bev er c’hêrioù #4 : an natur e kêr
8 March 2021
4 minutes de lecture
Dalc’het e vo nav emgav a-bell, unan bep miz betek miz Mezheven 2021, war « Doareoù nevez en tiriadoù evit kreiz ar c’hêrioù bev » evit en em soñjal war ar mod da gempenn kreiz ar bourkoù hag ar c’hêrioù e Breizh. War-lerc’h an emgav #1 diwar-benn ar c’hêrioù-porzhioù, #2 diwar-benn lañs ar c’henwerzh, #3 diwar-benn ar glad, komzomp eus an emgav #4 diwar-benn plas an natur e kêr.
Penaos degas an natur e kêr ?
A-wechoù e weler kreiz ar bourkoù hag ar c’hêrioù evel lec’hioù meinek stank ar savadurioù enno. Penaos lakaat an natur da zont pe da zistreiñ e kêr ? E-kerzh ar 4e emgav eus An Tiriadoù o neveziñ, d’an 10 a viz C’hwevrer, e oa bet kaoz eus ar pezh a zo e dalc’h evit kempenn takadoù glas ha naturel en ur glask gwareziñ liesseurted ar vuhez ha war un dro kinnig takadoù foran evit en em zidual e kêr. Un tamm sell war an traoù gant skouerioù ostilhoù talvoudus ha testenioù fetis diwar-benn oberoù ijinus evit staliañ takadoù naturel pa vez kempennet ar c’hêrioù.
Peseurt liorzh e kreiz-kêr ? Raktres an danvez liorzhawour·ien·ezed e Merdrigneg
Peseurt liorzhoù evit kreiz hor bourkoù ha kreiz hor c’hêrioù ? Evit respont d’ar goulenn-se ha kas he raktres da benn evit kreiz he bourk eo bet gouest kumun Merdrigneg (Aodoù-an-Arvor) da ober gant ar perzhioù mat a zo enni : an danvez liorzhawour·ien·ezed a zo er CFA (kreizenn stummañ an deskarded) e Merdrigneg, hag o chemet. Aesaat an traoù evit an dud nammet, hentoù, arrebeuri… : implijet o deus diazezoù pennañ al liorzhaouiñ evit empentañ ul lec’h da vodañ an holl remziadoù tud e kalon kreiz-kêr. E-touez o c’hinnigoù he deus dibabet ar strollegezh ul liorzh digustum a vo kavet meur a dakad disheñvel enni (diskuizhañ, piknikañ, tachenn-c’hoari evit an holl, un takad dizro) e-kreiz plant ha gwez stank.
An natur d’ho heñchañ : baleadennoù en natur dre Loudieg
Eno emañ ar roudenn c’hlas a yeer ganti war e bouezig eus kreiz-kêr betek ur park e-maez kêr, en tu all d’an hent-tro. Bez’ ez eus ur fraost industriel lec’h ma vo lezet an natur d’en em staliañ adarre a-raok lakaat un hent-houarn dilaosket da vezañ hentoù dous hag un ti-gar kozh da vezañ ur c’harter nevez. Bez’ ez eus ivez ur c’hoad bihan e-kichen ur c’harter annezioù sokial emeur oc’h adkempenn, hag a yay betek kreiz-kêr e stumm ur wenodenn : e Loudieg (Aodoù-an-Arvor) e vezer o prederiañ da vat evit lezel an natur da gemer he flas en ur « gêr war ar maez » ha reiñ plas d’an dud da vont war droad pe war varc’h-houarn
Nature en ville à Loudéac
Penaos lakaat an dud da gemer perzh : liorzh ar Mil stêr e Brezhiel
Penaos lakaat an dud da gemer perzh en ur raktres evit kempenn ul liorzh e kêr ? Sed aze an dalc’h a zo e-kreiz al labour a-stroll kaset da benn e Brezhiel (Il-ha-Gwilen). Ur raktres a-stroll, ekologel ha desavadurel, ma’z eo bet lakaet servijoù teknikel an Ti-kêr, an annezidi, ar vugale hag ar c’hevredigezhioù. Diwar se eo savet liorzh ar Mil stêr a zo un takad naturel 5 000 m², kempennet evit hag asambles gant ar vugale gant danvezioù adimplijet. Un doare a-feson da zeskiñ diouzh an endro.
En images
Ar font Breizh biodiv evit ho raktresoù glas
Breizh Biodiv, petra eo se ? Ar font postañ glas nevez-krouet ganeomp asambles gant Diazezadur Nicolas Hulot eo : graet eo evit skoazellañ an oberoù evit gwareziñ an endro douget gant ar strollegezhioù hag ar c’hevredigezhioù, abalamour d’ober an treuzkemm ekologel e Breizh. Gant ar benveg-mañ e c’haller sikour ur raktres natur e kêr. Lañset ez eus ur galv kentañ da raktresoù !
Un appel à projets pour la forêt et la biodiversité
Ar rummad « An tiriadoù o neveziñ evit kreizoù bev er c’hêrioù »
Evit degas nerzh e kreiz ar bourkoù hag ar c’hêrioù hon eus skoazellet tost da 120 raktres kempenn e pep lec’h e Breizh (gant hor c’hevelerien : ar Stad, diazezadur publik ar font ha Bank an tiriadoù) : stag int ouzh ul lusk nevez da gempenn ma vez dalc’het kont eus al lojeiz, ar c’henwerzh, ar monedone, ar sevenadur, an endro, ha lakaet e vez an dud da gemer perzh. Gant 9 emgav a ya d’ober ar rummad « An tiriadoù o neveziñ evit kreizoù bev er c’hêrioù » e vez pedet an holl da ginnig o skiant-prenet hag o ostilhoù talvoudus diwar-benn 9 zem disheñvel, abalamour da ziskouez skouerioù d’ar strollegezhioù a fell dezho adkempenn kreiz o c’hêrioù !
-
- 7 a viz Here – An etrefasoù kêrioù-porzhioù, en Oriant
- 13 a viz Du – Kreñvaat nerzh ar c’henwerzh e kreiz hor c’hêrioù
- 26 a viz Du – Anaout gwelloc’h glad ur gêr evit kempenn gwelloc’h he c’hreiz
- 10 a viz C’hwevrer 2021 – Reiñ muioc’h a blas d’an natur e kreiz-kêr
- 11 a viz Meurzh 2021 – Implijout an ostilhoù lezennel evit addegas nerzh e kreiz-kêr
- 6 a viz Ebrel 2021 – Evit kreiz-kêr stag ouzh ar vuhez : bevañ a-stroll war un takad, asambles gant an holl
- 11 a viz Mae 2021 – Adperc’hennañ hor stêrioù e kreiz-kêr
- 29 a viz Mezheven 2021 – Labourat war lec’hioù luziet ha dedennañ penngaserien ha terkourien
- 8 a viz Gouere 2021 – Lakaat ar c’hrouiñ war an dachenn sevenadurel da vont war un dro gant diorren kreiz-kêr – Ar rummad emgavioù « An tiriadoù o neveziñ » zo ivez rummad 5 emgav war sujed ar font
Pellgargañ ar programm klok e traoñ ar bajenn
En pratique
Partager :