Ar prizioù marc’hadmatañ, al linennoù dibar ha kinnigoù hentadoù : o c’huzulioù evit beajiñ gant an tren e Breizh
28 Meurzh 2024
8 vunut evit lenn
Penaos beajiñ a-zoare gant an tren ? Gwénaëlle Michels ha Victor Gérard, ur c’houblad eus Roazhon, a ginnig o zroioù mat dre Internet un toullad bloavezhioù zo ha war baper nevez zo. Hiziv e vo kinniget deomp tunioù an daou avanturour-se evit ober anaoudegezh gant Breizh anez dispign re a arc’hant. Poent an atersadenn zo, bec’h dezhi !
Gwénaëlle Michels ha Victor Gérard zo un tregont vloaz bennak, eus Roazhon, ha div verc’hig o deus. Paouezet o doa da vont gant ar c’harr-nij e 2019 met dalc’het o deus da veajiñ bepred.
Pehini eo bet ho peaj bravañ gant an tren e Breizh ?
E-kerzh vakañsoù an Hollsent diwezhañ hor boa graet tro Breizh asambles gant hon div verc’h ha gant ur Pass THR BreizhGo. Aet e oamp kuit eus Roazhon e-pad ur sizhun evit mont war-zu Pempoull, a-raok tremen dre Gwengamp, Montroulez, Brest, Landerne, Kemper, an Oriant ha Redon.
MAT DA C’HOUZOUT 💰 : Gant ar Pass THR BreizhGo e c’haller bezañ betek 5 o veajiñ asambles, diharz war ar rouedad a-bezh. Koustañ a ra 110€ evit ar sizhunvezh ha 55€ evit an daou zevezh. Un afer mat-tre eo evit ar familhoù pa ouzer eo digoust an tren evit ar vugale dindan 12 vloaz.
Petra zo plijet deoc’h ar muiañ e-kerzh ho vakañsoù ?
Bamet e oamp gant al linenn Gwengamp – Pempoull. Ar c’harrdren a ra 50km/h, tremen a ra dre koadeier ha parkeier, ha dibar eo ar gwel diwarnañ ouzh aber an Trev.
Un dra bennak zo farsus : rankout a reer goulenn gant ar blenier chom a-sav evit gallout diskenn en ur gar bennak. Un hent marvailhus eo war 53km…
Pehini eo al linenn hent-houarn souezhusañ ho peus kemeret e Breizh ?
An Tire-Bouchon, abalamour m’eo farsus hec’h anv hag evit abegoù all ivez. Emañ al linenn-se etre Alre ha Kiberen, digor e vez e-pad an hañv hepken, ur must-see !
An tren a ya keñver-ha-keñver gant hent ar c’hirri hag evel-se e tremener hebiou ar stankadegoù (diwar-se hec’h anv, ngas) ar pezh zo plijus, sur. Ur sell dibar zo ac’hano war ar strizh-douar ha ne baouezer ket da sellet ouzh ar mor, gwech a-gleiz, gwech a-zehou. Peadra da vezañ digêret, a-dra-sur !
> Da lenn ivez – Roazhon – Ar Gerveur ha distreiñ : ober anaoudegezh gant implijerien BreizhGo !
Pehini eo an ti-gar bravañ e Breizh hervezoc’h ?
Ti-gar Sant-Brieg zo brav-eston. N’eo ket dre zegouezh ma oa erruet en eil plas e kenstrivadeg an tiez-gar bravañ e Frañs e 2022.
Gant ur stil disheñvel-krenn n’eo ket divalav tamm ebet ti-gar Roazhon a oa bet nevesaet n’eus ket pell zo.
Ur veaj da aliañ evit gweladenniñ Breizh ?
N’eo ket brudet kement-se met un TTB hepken a ya c’hoazh diouzh noz e Frañs. Loc’hañ a ra eus Montparnasse bep Sul da 23e59 hag erruout a ra e Brest da 5e52. Chom a ra a-sav e Sant-Brieg, Gwengamp, Montroulez ha Landerne. Er penn-kentañ e veze implijet gant tud an arme evit distreiñ d’ar gêr evit an dibenn-sizhun.
Emsav eo ar prizioù gant bilhedoù dindan 30€. Met dav eo teuler evezh rak n’eus ket fledoù ha ne c’haller ket urzhiadiñ er vagon-ostaleri.
Pehini eo ar veaj verrañ ho peus graet e Breizh ?
Un dro asambles gant ar familh adalek arsav tren Pontchaillou, e Roazhon, betek Sant-Marzh-an-Il. Dindan 20 munutenn en tren ez aer kuit eus kêr hag en em gaver war ganolioù Breizh.
> Da lenn ivez – 8 kinnig evit mont da bourmen a-hed kanolioù Breizh
Kaset hor boa hon beloioù ganeomp evit pourmen war an halaj betek Mousterel-an-Il, lec’h ma oamp pignet e tren an distro. Un devezh marc’had-mat : bet e oamp e-kerzh ar vakañsoù skol, kemeret hor boa tro eus an distaol 50% war ar beajoù THR.
HA GOUZOUT A OUIEC’H 💡 ? E-pad ar vakañsoù skol, eus ar Meurzh d’ar Yaou e vez hanter briz war an THR BreizhGo, da lavaret eo 2,5€, 5,5€, 8€, 10,50€ pe 14,50€.
Soñj ho peus eus un emgav hag a fellfe deoc’h kontañ deomp ?
Mat eo an tren evit ober anaoudegezh gant tud all. Gwir eo evit ar vugale dreist-holl. Hor merc’hed a gas bepred otoioù bihan ganto, en o sac’h, ha lakaat a reont anezho da riklañ war-zu ar vugale all. Ha peogwir eo c’hoari un dra hollvedel en em ziduellont e pep lec’h, koulz e Frañs hag en Europa.
Kuzulioù ho peus da reiñ evit beajiñ e Breizh, asambles gant ar familh ?
E-kerzh ar vakañsoù skol, hervez oad ho pugale, eo dav jediñ hag-eñ e vefe marc’hadmatoc’h prenañ ar Pass THR pe prenañ monedoneoù simpl 50%. E-giz-se e c’hallit mont d’ar Meurzh ha distreiñ d’ar Yaou ar sizhun war-lerc’h evit hanter briz.
Un afer all zo mat : bep Sul kentañ ar miz e koust 5€ ar mont simpl gant an THR BreizhGo. Asambles gant ar familh, gant bugale yaouank, e c’hallit mont eus Roazhon da Sant-Maloù evit 10€, pe c’hoazh mont eus Brest da Roazhon evit 5€. Dreist eo
Ur c’huzul diwezhañ evit beajiñ evel zo dleet gant an tren ?
Ret eo furchal evit kavout ar prizioù gwellañ hag en ober ouzhpenn el lec’hienn SNCF Connect rak ne gaver ket an holl ginnigoù enni.
Soñjit ivez e kinnigoù ar rannvroioù all. Evit mont eus Roazhon d’ar Roc’hell da skouer e c’haller kregiñ gant ar rouedad BreizhGo, gant kinnigoù Rannvro Breizh. Hag ur wech tremenet Redon e c’haller prenañ bilhedoù betek ar Roc’hell gant ar Pass THR e Broioù-al-Liger. Talvezout a ra e-pad 24 eur ha koustañ a ra 30€ evit 5 den.
Kompren a reer n’eo ket ken ker-se mont gant an tren pa ouzer pelec’h e c’haller ober aferioù mat, kemer a ra just un tamm amzer tra ken.
Da belec’h ez eoc’h kentañ tro gant an tren ?
E miz Ebrel ec’h aimp-ni hor pevar da Sikilia. Tremen a raimp dre Bro-Suis abalamour m’eo stanket tunel Frejus gant labourioù. 48 eurvezh tren dre Strasbourg, Basel, Milano hag ur wech e Villa San Giovanni, e Calabria, e vo treuzkaeet an tren war ul lestr !, diskenn e Catania. Prez zo warnomp bevañ ar veaj-se !
> Da lenn ivez – Treuzdougen : ur politikerezh terkañ youlek gant ar Rannvro
Anavezout o c’huzulioù, an aferioù mat hag an hentoù kinniget ganto !
Penaos paeañ ma bilhed tren er priz marc’hadmatañ ? Da belec’h e c’hallan mont gant an tren diouzh an noz e Frañs ? Da belec’h ez in kentañ tro e vakañsoù ? Penaos aozañ ma hent ?
Gwénaëlle Michels ha Victor Gérard a ginnig respont d’ho koulennoù ha muioc’h c’hoazh war o lec’hienn Internet Voyager en train.fr war o c’hont Instagram pe er stumm paper en o levr Voyager en train en France, gant testenioù ha poltredoù beajourien.
Prest oc’h da vont ?
Rannañ :