BOA : radio an holl Vretoned
24 July 2024
5 minutes de lecture
Gant Breizh on air e vez skignet programmoù e galleg, e gallaoueg hag e brezhoneg savet gant 15 radio all, lec’hiet un tamm e pep lec’h e Breizh. Un dro eo evit an nen da c’houzout petra a c’hoarvez er broioù breton hag er c’hêrioù bras. Greomp anaoudegezh ganti.
Skignañ a ra radio BOA tost bloaz zo diwar laez kêr Kemperle (29), en ul lec’h hag a oa ur stal evit dresañ pellgomzerioù kozh. Lakaet ez eus bet speurennoù e-lec’h stalennoù, ha difuet eo bet evit staliañ daou studio nevez-flamm. Dreist-holl ar studio pennañ gant ur penel « d’al lusker d’ober pep tra e-unan pe hep fiñval diwar e bost » eme Nicolas Milice, kenurzhier stign, gant entan.
Savet e oa bet ar radio kevredigezhel-mañ diwar intrudu Corlab (Kenurzhierezh radioioù lec’hel ha kevredigezhel Breizh), a zo bodet ennañ ar radioioù lec’hel kevredigezhel eus Brest da Roazhon, en ur dremen dre Bondi pe dre Wengamp.
« Ur patrom dibar eo e Frañs, gant ur mont en-dro war-grec’h, diwar ar radioioù lec’hel hag o doa douget ar raktres asambles betek live ar rannvro ».Ha talvoudus-kaer eo abalamour m’eo un doare da skignañ pelloc’h evit ar radioioù lec’hel : « lakaomp, pa vez Timbre FM oc’h ober war-dro festival ar vandenn dreset e Algam (56) e c’hall an holl Vretoned klevet o abadenn war-eeun ».
📖 LENN IVEZ :
Gant ma banniel bepred : perak e vez ur Gwenn-ha-du e malizennoù ar Vretoned atav ?
Roazhon : Canal B, C-Lab
Moñforzh : Fréquence 8
Serent ha Redon : Plum’FM
Langaeg : Radio Activ
Lannarstêr : Radio Balises
Pondi : Radio Bro Gwened
Ar Faou : Radio Évasion
Ploneiz : Radio Kerne
Sant-Ervlan : Radio Naoned
Rostrenn : Radio Kreiz Breizh
Gwizien : Radio Laser
Sant-Maloù : Radio Parole de vie
Brest : Radio U
Algam : Timbre FM
« Lakaat ar gallaoueg da vont betek Brest hag ar brezhoneg betek Roazhon »
Bep pemzektez eo 85 abadenn savet gant 15 radio lec’hel a vez skignet dre BOA. En o mesk e c’haller klevet 3 eur e brezhoneg, 1 eur 20 e gallaoueg – dleout a rafe ar sifroù-se kreskiñ e 2025 peogwir e vo gopret ul lusker a-ratozh -, ha 5 eur e galleg.
« Difenn yezhoù Breizh zo un dra talvoudus-kaer evidomp. Kement ha lakaat ar gallaoueg da vont betek Brest, hag ar brezhoneg betek Roazhon. Just a-walc’h, selaouerien zo o deus pellgomzet deomp dija evit gouzout hag-eñ e vez kaset hon abadennoù e kebekeg ! »
Evit gallout skignañ e rank BOA mont diouzh al lezenn ha produiñ 4 eur programmoù dezhi hec’h-unan bemdez. « Krouet hon eus daou lajad a-ratozh : BOA mintin ha BOA enderv ».
📖 LENN IVEZ :
Ar brezhoneg hag ar gallaoueg, div yezh rannvro e-touez ur bern reoù all en Europa
Ur programmadur youlek
Ar programmoù kemeret er radioioù lec’hel a vez kinniget ha lavaret eus pelec’h e teuont, gant un aouidell sevenet gant skipailh Kemperle, ennañ Nicolas Milice ha daou zen all : Clément Samson, programmour sonerezh ha Noann Tonnerre. E servij keodedel emañ Noann ; sevel a ra un abadenn, da skouer, war an treuzkemmoù ekologel ha sokial e Breizh, Les mondes meilleurs hec’h anv.
Gant an daou bost-se e komprener mat petra eo spered BOA. Da lavaret eo ur programm sonerezh liesseurt, difer, youlek ha soñjet evit lakaat anaout traoù nevez – hag ur perzh dibar all zo gant BOA : kazi 30 % eus ar playlist zo sonerezh gant strolladoù eus Breizh, enno kement a verc’hed hag a baotred. Met kavout a reer ivez abadennoù a live uhel war sujedoù a vremañ, pe war ar gevredigezhel pe ar sevenadur.
Radio BOA a sav programmoù hec’h-unan ivez. « Evit en ober e tremenomp dreist-holl dre ar galvoù da raktresoù. Da skouer hon eus graet 50 abadenn evit ur magazin anvet Biodiversité on air« , asambles gant Ofis Frañs ar Vevliesseurted. »
Harpet gant ar Rannvro hag Europa
Radio BOA a vez harpet gant Rannvro Breizh adal ar penn-kentañ. « Corlab a vez skoazellet gant Rannvro Breizh dija, ha gwelet en deus staliañ an DAB+ e Breizh. An ensavadur hag an dilennidi o doa aliet ac’hanomp d’ober gant an deknologiezh-se evit kaout ur frekañs digant Arcom (Aotrouniezh reoliñ ar c’hehentiñ klewelet ha niverel) ».
Gant ar skoazell digant renerezh ar sevenadur er Rannvro e oa bet gallet, da gentañ-penn, sevel ar media ha klask ul lec’h d’en em staliañ. Goude-se he doa kuzuliet izili ar gevredigezh da vont da glask war-zu ar fontoù europat REACT-EU evit bezañ arc’hantaouet gwelloc’h c’hoazh.
Evit mont war-raok bepred e talc’ho Radio BOA da glask doareoù arc’hantaouiñ, dre ar mesenerezh dreist-holl. « Gant ma kloto an embregerezhioù gant hon talvoudoù », eme Nicolas Milice da glozañ.
.
> Gwelet penaos e ra ar Rannvro evit skoazellañ ar radioioù kevredigezhel
* An DAB+ : petra eo ?
Evel gwechall gant an TNT evit ar skinwel, e tremener bremañ, tamm-ha-tamm, d’an DAB+ (Digital Audio Broadcasting) evit ar radio e Frañs. An deknologiezh-se a implij sinaloù niverel ha n’int ket analogel ken, neuze eo gwelloc’h ar galite, n’eus ket gwrac’hadoù ken na reustladoù.
Perzhioù mat all zo ganti : n’eus ket ezhomm ken da zelc’her soñj eus frekañs ho radio : dibab a rit anv ar radioioù a fell deoc’h kaout en ur roll renket dre urzh al lizherennoù. Hervez ho post e vo skrivet titouroù ouzhpenn, titl ha skeudenn an albom skignet da skouer.
Fin an FM a-raok pell ?
Ne c’hoarvezo ket diouzhtu, met leun-barr eo an FM. Ha se zo kaoz eo ken talvoudus teknologiezh an DAB+, abalamour ma c’haller skignañ muioc’h a radioioù ganti. Delc’her a ra ar radioioù da skignañ war ar vandenn FM hiziv an deiz, ha krog int ivez, tamm-ha-tamm, da skignañ war an DAB+ er memes koulz. An darn vrasañ eus an dud e Frañs n’o deus post ebet a-ratozh evit an DAB+ c’hoazh, neuze e talc’ho ar radioioù da skignañ war an FM e-pad pell amzer c’hoazh. Met embannet eo bet an termen : ar savlec’hioù radio broadel e Bro-Finland ne skignont ket war an FM ken, ha sañset e rankfe bezañ heñvel e Bro-Suis ac’hann da fin ar bloaz.
Penaos staliañ an DAB+ en ho karr ?
Abaoe 2021 eo ret d’ar saverien kirri staliañ an DAB+ e-barzh an otoioù. Bezit dinec’h avat, en eskemm d’un hanter-kant euro bennak e c’hallit staliañ ur c’hit azasaer da lugañ ouzh radio ar c’harr, pe mod-all e c’hallit prenañ ur radio nevez met keroc’h eo… »
Partager :