Bodadenn Breizh an dour evit ober asambles
2 February 2022
1 minute de lecture
Bodadenn Breizh an dour zo bet staliet ez-ofisiel er sizhun-mañ. Ul lec’h evit titouriñ, kaozeal ha kendivizout eo an ensav-mañ, diwar-benn an holl gudennoù a zo gant an dour. En em vodañ a raio abalamour da labourat war meur a dachenn evit gwareziñ ha gwarañtiñ en hor rannvro ar galloud kaout dour a galite.
Abaoe tregont vloaz eo oberiant Breizh evit gwareziñ ha gwarantiñ he fourvezioù dour, goude ma oa c’hoarvezet gwastadur an dour abretoc’h eno evit e rannvroioù all. Gwellaennoù zo bet degaset, evel digresk an nitratoù, abalamour d’an oberoù da vezañ kaset kevret gant holl obererien an dour (strollegezhioù, kevredigezhioù, labourerien ha labourerezed douar, servijoù ar Stad, Ajañs an dour, Departamantoù ha Rannvro).
Met traoù zo d’ober c’hoazh evit talañ ouzh dae an dour, gant 400 000 a annezidi ouzhpenn gortozet e Breizh ac’hann da 2040. Obererien nevez an dour a vez lakaet muioc’h er jeu gant bodadenn Breizh an dour : dilennidi lec’hel an etrekumunelezhioù, obererien hag obererezed ekonomikel, dileuridi kevredigezhel.
Ar vodadenn zo anezhi evit kaozeal eus sujedoù strategel tro-dro d’an dour, evit rannañ ar skiant bet prenet gant pep hini, hag evit sevel ostilhoù oberatael. Dav e vo dezhi degas pouez en-dro da bolitikerezh an dour e Breizh, en ur labourat war meur a dachenn evit plediñ gant an dalc’hoù
Penaos e kaso an traoù da benn ? Hetoù a voto evit lakaat politikerezh an dour da cheñch (telloù endro, da skouer), ha war un dro e kinnigo ostilhoù nevez da enframmañ an dour er politikerezhioù hag er raktresoù lec’hel
En pratique
Partager :