Breizh Biodiv, an diazezadur breizhat gouestlet da warez an endro
14 January 2021
4 minutes de lecture
D’ar Meurzh 15 a viz Kerzu, Loïg Chesnais-Girard, prezidant Rannvro Breizh, ha Nicolas Hulot, prezidant a enor an Diazezadur evit an Natur hag an Dud (DND) o doa roet lañs d’an diazezadur Breizh Biodiv, dindan gwarez an DND. Graet eo Breizh Biodiv evit buanaat an treuzkemm ekologel e Breizh, ha souten a ray ar raktresoù lec’hel evit mad an holl abalamour da wareziñ ar vevliesseurted ha danvez an natur.
Buanaat ar cheñchamantoù emzalc’h a-hiniennoù hag a-stroll
Gwareziñ ar vevliesseurted war zouar ha war vor, kaout dour mat ha gwareziñ ar meteier anezhañ, adreiñ tachennoù d’an natur pe d’ar c’hoadeier, sachañ evezh an dud war an endro ha deskin anezhañ dezho, labourat asambles gant keodedourien all … niverus eo al luskoù e Breizh, hag ar re o deus raktresoù ivez.
Mennet eo Breizh Biodiv da souten an oberoù hep pal kenwerzhel evit mad an holl, pegen liesseurt bennak e vefent, e-sell da vuanaat treuzkemm an endro e-tal ar prez a denn d’an hin. Bez’ emañ en un argerzh dengarour oberiat.
War-zu ur « mesenerezh evit an endro »
Dibar eo Breizh Biodiv rak kevredañ a ra oberourien publik ha prevez, en o zouez mesened kentañ evel EDF, ENGIE hag ARKÉA, gant tud hag a ren raktresoù evit mad an holl evel ar c’h-KBNE (Kevre Breizhat Natur Endro), ar C’hevre gwareziñ al laboused (KGL), Abibois peotramant un aozadur publik evel an OBK. Bez’ ez eus ken-diazezerien all ouzh ar stern (bankoù, strolladoù industriezh ar boued, tolpadoù kêrioù…) hag emeur ivez o sevel kevelerezhioù barregezhioù gant an OBK (Ofis broadel ar c’hoadeier) hag ar Strollad Ar Post. A-hend-all e peder strollegezhioù Breizh da gemer perzh e Breizh Biodiv.
Klask a reer gwriziennañ en tiriad ur « mesenerezh evit an endro » abalamour da vont diouzh cheñchamant an hin hag ivez da zousaat e efedoù ha da wareziñ ar vevliesseurted hag an danvezioù. An arc’hanterien a c’hallo pe reiñ arc’hant d’an diazezadur nevez dre vras, pe arc’hantañ un tiriad pe ur raktres difer.
Ur benveg arc’hant nevezus
Pa vesk arc’hant publik (45%) hag arc’hant prevez (55%), ar stignad skoazell-se a glask desachañ bed an embregerezhioù, d’an oberourien-se da labourat asambles gant ar Rannvro evit an treuzkemmoù e Breizh, ha gant-se d’ober ma vo-hi neptu a-fet ar c’harbon. Pa oa bet krouet an diazezadur e oa bet roet 200 000 € dezhañ, ha mennet eo da dizhout 600 000 € ac’hann da fin 2021 gras d’un efed « loc’henn ».
Lañset eo bet ar raktres-se gant ar Rannvro, ha divizet ez eus bet lakaat Breizh Biodiv dindan gwarez an Diazezadur evit an Natur hag an Dud e-pad 5 bloaz. Brudet eo hennezh evit e vailhoni a-fet an treuzkemm ekologel hag evit e engouestl e-pad 30 vloaz e-kichen oberourien an dachenn. Karget e vo da verañ an arc’hant a vo dastumet.
5 tachenn briorek
Da gomañs ne vo nemet ar strollegezhioù hag ar c’hevredigezhioù a c’hallo kemer tro eus an diazezadur Breizh Biodiv. Choazet e vo al luskoù dre c’halvoù da raktresoù ha galvoù da ginnigoù. Lañset e vint lerc’h-ouzh-lerc’h er mizioù da zont ha tennañ a raint da zalc’hoù rannvroel :
- Plantañ evit an amzer da zont
- Ober evit ar vevliesseurted
- Ober evit gwareziñ an dour
- En em ober diouzh tommadur an hin
- Bodañ ar geodedourien
Ur galv kentañ da raktresoù diwar-benn ar vevliesseurted hag ar c’hoadeier a vo kinniget adalek miz Genver 2021. Gantañ e c’hallor plantañ 5 milion a wez e Breizh ac’hann da 2025, ha daougementiñ evel-se ar palioù bloaziek lakaet gant ar programm Breizh Forest Koadeier. Gallout a ray an diazezadur kemer perzh e kement-se dre ur c’hevelerezh gant an OBK
Un engouestl Breizh COP
Pa oa bet aprouet gant ar Rannvro e miz Gouere an engouestl « bevliesseurted ha danvezioù », he doa adkadarnaet he frioriezhioù a-fet gwarez ar meteier, kalite an dour hag an danvezioù naturel, hag he skoazell d’ar frammoù ha d’ar stignadoù a sikour an dud da gompren a-stroll e-barzh kement-se.
Pa roer lañs d’an diazezadur Breizh Biodiv en em gaver e lusk Breizh COP, en-dro da dalvoudoù diazez ar genskoazell, an engouestl, skiant an traoù graet a-stroll, an digorded hag an ijin.
Partager :