Aller au contenu

Breizh COP : c’hwi ivez, grit un dra bennak evit an hin !

« Breizh a-bezh a ra traoù evit an hin : c’hwi ivez, grit un dra bennak ! » : war-lerc’h bezañ broudet an oberourien publik ha prevez eus Breizh (strollegezhioù, embregerezhioù, kevredigezhioù) da labourat, emañ o kabaliñ gant an dud prevez. Un doare rannvroel eus Cop 21 Pariz eo ar BreizhCOp. Goulenn a ra diganeoc’h-c’hwi ivez ober traoù, gant 26 jestr bihan ha fetis.

Lañset e oa bet ar Breizh COP gant ar Rannvro e 2017 evit lakaat an dud d’ober traoù e Breizh. Da gentañ e oa bet galvet oberourien Breizh da sevel ur mennad treuzkemm e Breizh abalamour d’ar mall a zo a-fet an hin hag an endro. Kantadoù a c’houestloù a oa bet graet evit an treuzdougen, ar vevliesseurted, ober nebeutoc’h a lastez peotramant ar boued : gant ar strollegezhioù (sevel annezioù damantus d’an energiezh, terkañ roudennoù evit ar beloioù, lakaat modoù treuzdougen ha n’int ket ken saotrus da vont en-dro…) peotramant gant an embregerezhioù (raktresoù ekonomiezh kelc’hiek, broudañ an dud pell diouzh o lec’h labour da bellabourat, pe ober evit an troiadoù berr…) Bremañ ez eo tro ar Bretonezed hag ar Vretoned da vont gant an hent-se !

26 pal fetis evit ober traoù bemdez

Penaos ober un dra bennak ? Dav eo choaz ur jestr pe meur a hini e-mesk ar 26 jestr a zo bet renablet : gant ar jestroù bihan-se, er vuhez pemdez pe er raktresoù stroll, e c’hall pep hini, el lec’h m’emañ, sikour da sevel Breizh an amzer da zont.  Mont war velo pe kenweturañ, sed aze ur jestr evit an hin dija ! Evit ober nebeutoc’h a efedoù war tommadur an hin e vo lakaet nebeutoc’h a dommerezh pe lakaet o ardivinkoù da gousket gant darn. Darn all c’hoazh a breno produioù hep pakajoù. Bez’ ez eus meur a hent da vont ganto a-fet an treuzdougen, al lojeiz, ar boued : deoc’h-c’hwi da c’hoari !

Ar galv da engouestl ar geodedourien eo an hini diwezhañ eus un heuliad kuzuliadegoù lañset gant ar Rannvro

Abadenn « Breizh engouestlet evit an hin »

Kinniget e vo an holl engouestloù da-geñver an abadenn « Breizh engouestlet evit an hin » (eus an 3 d’ar 7 a viz Mezheven 2019, Palez ar C’hendalc’hioù e Sant-Brieg) ha dielfennet e vint « d’ar Rannvro da c’hallout harpañ oberoù pep hini », eme ar besprezidant e karg eus an endro, Thierry Burlot.  Ar pezh a fell d’an den ober : « unaniñ nerzhioù an holl oberourien en hon tiriadoù ».


Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter