Aller au contenu

.bzh zo dek vloaz

Dek vloaz zo bet ezhomm evit krouiñ an domani internet .bzh. Un arouez evit sevenadur Breizh er genrouedad eo, koulz hag ur sapre istor gant e lod a esperañs, a labourioù melestradurel hag a daolioù-kaer. E 2004 e oa bet boulc’het al labour, e 2014 e oa deuet da wir, hag e 2024 eo an astenn rannvroel kentañ e Frañs.

Ul labour skoazellet gant Rannvro Breizh evit lakaat hec’h identelezh niverel war wel.

Kammedoù kentañ ar .bzh

Kregiñ a reas pep tra er bloazioù 2000 war bankoù ar Vodadenn Vroadel, pa oa bet Christian Menard o soñjal en un doare da lakaat Breizh muioc’h war wel er broioù all, dre Internet dreist-holl. Asambles gant e skoazeller-parlamant Jean-François ar Gov e klaskas mont pelloc’h ganti ha kinnig a reas neuze lakaat krouiñ un astenn dibar evit Breizh, evel ma voe graet un tamm diwezhatoc’h e 2006 e Katalonia gant .cat.

Buan a-walc’h ez eas ar soñj-se war-raok hag e 2007 e voe skignet ur sinadeg enlinenn hag a reas berzh bras. Muioc’h-mui a dud a lavare e oa mat ar c’hinnig-se dezho, ha darn eus ar strollegezhioù e Breizh a embannas gouestloù da vont a-du gant ar soñj-se, Kuzul-rannvro Breizh en o zouez. Da-heul souten an dud e voe roet lañs bras d’ar .bzh.

Ar Rannvro o vont e-barzh ar jeu

E 2007 e voe kemeret penn an traoù ez ofisiel gant Rannvro Breizh pa lañsas ur studiadenn greadusted. Bloaz war-lerc’h, e 2008, e oa bet savet ur framm nevez evit kinnig anv Breizh d’an ICANN, an Aotrouniezh bedel evit reoliñ an anvioù domani war Internet. Dav e oa d’ar gevredigezh nevez-se reiñ da welet, gant sikour ar Rannvro, pegen dedennet e oa an dud e Breizh ha prouiñ e oa ur raktres yac’h ha padus a-fet ekonomiezh ha sevenadur Ur c’hinnig solut a oa gant Breizh, diazezet ma oa war an istor hag ar glad sevenadurel a ya d’ober anezhi, ha harpet gant ur bern obererien ha rouedadoù lec’hel.

Ul labour kaset da bennvat

D’an 28 a viz C’hwevrer 2014 e oa bet asantet da c’houlenn ar Vretoned gant an ICANN, goude bloavezhioù a labour melestradurel. Diwar neuze e teuas ar .bzh da vezañ un astenn ofisiel nevez, an hini kentañ evit ur rannvro e Frañs. Estreget un arouez eo an taol-kaer-mañ : un doare eo da anaout un identelezh sevenadurel kreñv en ur rannvro e Frañs, un identelezh hag a ray d’an embregerezhioù, ar c’hevredigezhioù ha d’ar Vretoned bezañ lakaet war wel war ar genrouedad.

Bremañ n’eo ket ar .bzh un astenn evel ar re all, deuet eo da vezañ ur merk eus un identelezh hag un ostilh e servij Breizh, evit sellet war-zu an amzer-da-zont en ur gemer lorc’h eus hon hêrezh hag hor sevenadur.

Merañ ha diorren ar .bzh

Hiziv eo ar gevredigezh www.bzh , he doa roet lañs d’an traoù da gentañ, a ra war-dro an astenn .bzh. Dileuriet eo gant an ICANN evit merañ ha brudañ an domani niverel-se a zo gouestlet da Vreizh, d’he sevenadur ha d’he yezhoù.

Merañ an astenn war ar pemdez zo unan eus he labourioù pennañ. Da lavaret eo gwiriañ an enskrivadurioù, brudañ an domani e-touez an embregerezhioù hag an ensavadurioù, ha diorren an astenn evit respont d’an ezhommoù a vez muioc’h-mui anezho gant an implijerien.  Estreget al labour-se zo avat. Evit reiñ lañs da implij ar web e Breizh e kinnig ostilhoù ha servijoù d’an obererien e Breizh, war dachenn ar c’henwerzh enlinenn dreist-holl. Savet he deus Postel, a zo ur servij postelerezh suraet en domani .bzh ha levezonet gant identelezh niverel Breizh, evit kinnig d’an dud ha d’an embregerezhioù kaout pep a chomlec’h postel personelaet.

Lakaat Breizh war wel er web

Engouestlet eo evit kas Breizh war-raok war dachenn an niverel hag er c’heñver-se e ra war-dro ar font debarzhañ Breizh Niverel, evit sikour lakaat Breizh muioc’h war wel er web. Unan eus al labourioù pennañ a zo bet graet war an dachenn-se eo kinnig d’ar c’hevuniad Unicode, a ra war-dro an emojioù implijet war ar savennoù niverel dre ar bed, enskrivañ an emoji banniel Breizh, ar Gwenn-ha-Du.

Ur gumuniezh oberiant ha padus

E 2024 e oa enrollet tost da 13 000 anv domani e .bzh. Gant an niver-se e weler e vez muioc’h-mui a ensavadurioù, a embregerezhioù, a gevredigezhioù hag a dud oc’h implijout an astenn.  Ur gumuniezh oberiant-tre eo, m’eo kreñv ar santimant da vezañ Breton, ha mennet da gas sevenadur Breizh war-raok war an dachenn niverel.

An darn vrasañ eus an DPKE (Diazezadurioù publik a genlabour etrekumunel) e Breizh o deus ul lec’hienn gant an astenn .bzh, gant-se e weler mat pegen engouestlet eo ar galloudoù lec’hel evit lakaat identelezh Breizh war wel. Ha hiziv an deiz eo 20% eus ar c’humunioù e Breizh a implij an astenn .bzh e-barzh o anv domani, ar pezh a ziskouez eo degemeret ha staliet mat e rouedad an ensavadurioù e Breizh.

Penaos e vo an amzer-da-zont evit .bzh ?

La Bretagne sur le Web

Abaoe m’eo bet krouet an domani .bzh ez a an implij anezhañ war greskiñ da vat, ober a ra berzh evit brasañ plijadur an holl dud a gemer perzh en afer. Bremañ e renabler muioc’h a enskrivadurioù en domani .bzh eget en domani .wales evit Bro-Gembre, hag emaint war-nes tremen dreist an astenn .scot a vez implijet e Bro-Skos. Ar pal evit 2025 : kaout 15 000 anv domani enrollet.

Kinnig servijoù nevez evit delc’her gant ar c’hresk

Ar sibersurentez zo krog da vezañ ur brederi pouezus-bras evit an embregerezhioù hag an ensavadurioù. Evit respont d’an ezhomm-se e kinnig .bzh un dibab bras a servijoù surentez niverel. Ar gevredigezh a ginnig un ostilh evezhiañ digoust d’an dud o deus un anv domani e .bzh evit gwareziñ o brud vat hag evit o surentez elektronek. Gant an ostilh-se, anvet Secure.bzh, e vez evezhiet ar genrouedad evit diskoachañ an drougimplijoù ha kelaouiñ perc’henn an anv domani, ar gevredigezh .bzh hag ar burev enskrivañ.

Labourat a ra ivez warinternet.bzh, savet diwar batrom internet.nl, hag a vo lakaet enlinenn e-kerzh trimiziad 1añ 2025, abalamour da sikur kefluniañ ha suraat an anvioù domani ha servijoù postelerezh elekronek.

Evit gouzout hiroc’h : www.pik.bzh

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter