Aller au contenu

Dalc’h an 13 ha 14 a viz Here berr-ha-berr

Bodet e oa an 83 a guzulier·ien·ezed-rannvro d’an 13 ha 14 a viz Here evit un dalc’h hollek. Ul lec’h d’en em guzuliañ ha da gendivizout eo bet an dalc’h-mañ, ha kaozeet ez eus bet ennañ eus meur a sujed : ar bezhin glas, staliañ ar wienn optikel, kempenn ur park natur rannvroel nevez… Gallout a reer gwelet ar c’hendivizoù hag an divizoù pennañ war bretagne.bzh.

conseil régional en session : vue de haut de l'hémicycle régional de l'hôtel de Courcy à Rennes
Thomas Crabot

Ur budjed ouzhpenn abalamour d’an diaezamantoù ekonomikel er mareoù-mañ, da bouez an energiezh ha d’an dispignoù

Pa’z eo kresket ar prizioù war dachenn an energiezh ha stenn an traoù er mareoù-mañ evit pourchas energiezh, hon eus votet evit 136 M€ ouzhpenn e budjed 2022. Ar pal eo delc’her gant ar servijoù publik war ar pemdez :

  • 10 M€ ouzhpenn evit al liseoù, dezho da c’hallout paeañ an tommerezh ha delc’her da servijout produioù a galite er pretioù.
  • 7,6 M€ ouzhpenn abalamour ma kresk priz ar strilheoul ha delc’her gant ar servij treuzdougen foran BreizhGo.
  • Ur skoaziadenn 16M€ evit sikour delc’her gant ar programm « Breizh kas uhel-kenañ » evit staliañ ar wienn optikel.
  • 4 M€ evit sevel ha nevesaat kreizennoù stummañ evit an deskarded e Breizh.
  • 150 000 € ouzhpenn evit kreñvaat ar stignad « Klasoù mor ».

Staliañ ar wienn optikel e Breizh : pelec’h emaomp en em gavet

A-benn pevar bloaz e vo staliet ar wienn war 100 % eus Breizh. Ha pa oa bet lakaet an termen evit al labourioù a-benn 2030, ez eo a-benn 2026 e gwirionez ma vo ar c’has uhel-kenañ evit an holl Vretoned, pelec’h bennak e vefent o chom. E-kerzh an dalc’h-mañ hon eus divizet lakaat 16 M€ evit sikour an araokadenn-se. War an 50 000 km orjalennoù optikel da vezañ staliet e Breizh ac’hann da 2026 ez eus lakaet 17 800 km dija. War ar memes tro emaomp o vont da dizhout an 200 000vet lugell da werzhañ e Breizh ac’hann da fin miz Du.
A-hend-all omp krog da studiañ penaos e c’hallimp liammoù an inizi, Baz, Briad, Glenan, Edig, Houad, Molenez hag Eusa, ouzh ar rouedad optikel. Embannet e vo an disoc’h e miz Kerzu

LaFibrePourTous-SousTitres.mp4

Boulc’hañ an enklask foran a-raok lakaat anaout Park natur rannvroel Traoñienn ar Renk Aod an Emrodez

E-kerzh an dalc’h-mañ e oa bet kinniget stumm diwezhañ ar raktres evit an 3e park natur rannvroel e Breizh. En em astenn a ray PNR Traoñienn ar Renk Aod an Emrodez war 4 etrekumuniezh, etre Beg an Trein ha Kab Frehel en hanternoz, ha ribloù ar Renk er c’hreisteiz. Bremañ eo d’an dilennidi d’aprouiñ ar raktres karta-se hag a vo kinniget d’an dud en un enklask foran eus ar 1añ d’an 31 a viz Kerzu.

PAr steuñv bezhin glas

Peogwir hon eus divizet kensturiañ an 3e steuñv evit stourm enep ar bezhin glas e talc’homp gant hol labour evit sikour al labourerien-douar da cheñch o doareoù d’ober hag evit lakaat ar filierennoù ekonomikel da gemer perzh er steuñv. Ober a raimp ivez gant hor politikerezh a-fet labour-douar e tri doare :

  • modernaat an danframmoù,
  • adwelet ar c’henemglev evit prenañ douaroù da virout ha, war un dro, arnodiñ un arsellva rannvroel war ar font evit al labour-douar en ur bae pe zaou,
  • krouiñ bevennoù gwareziñ en-dro d’an takadoù gleb.

War un dro gant kement-se emañ Rannvro Breizh o c’hortoz ar Stad d’ober he lod da vat eus he zu, dreist-holl diazezañ ur framm reolennoù gant kontrolloù stankoc’h ha pishoc’h da-heul.

Ur gevrat nevez evit inizi ar C’huzh-heol

Gwellaat buhez pemdez an enezidi ha sachañ muioc’h a dud hag a stalioù d’en em staliañ war an inizi e Breizh zo e-touez an traoù a fell deomp ober kentañ-wellañ. Rak-se emaomp o vont da lakaat 1M€ bep bloaz evit an diorren-se, war un dro gant ar Stad a roio 4M€ bep bloaz ivez. Gant ar skoazelloù-se e vo sikouret an dilennidi ha Kevredigezh inizi ar C’huzh-heol evit pevar zra a bouez :

  • Al lojeiz : sikour sevel pe nevesaat lojeiz sokial ha broudañ an dud da sevel lojeiz nevezus,
  • An treuzkemmoù : merañ al lastez hag ar pourvezioù dour en ur mod padusoc’h, mestroniañ ha produiñ energiezh digarbon, merañ an tachennoù foran hag ar font gant skiant-vat…
  • Diorren an ekonomiezh hag an touristerezh : sikour krouiñ obererezhioù da badout, lakaat harzoù d’an niver re uhel a douristed e lec’hioù zo.
  • Ar servijoù nes : sikour an oberoù evit delc’her gant ar c’hinnigoù prederioù pe servijoù war dachenn ar vugaligoù, sikour krouiñ aveadurioù sokiosevenadurel ha sportel, sikour ar pleustroù hag an abadennoù war dachenn an arz hag ar sport.

Fellout a ra d’ar Rannvro ivez adimplijout an dourioù lous ur wech tretet evit industriezh al labour-douar. Evel-se e vefe espernet war-dro 2,5 milion m3 dour bep bloaz, da lavaret eo ar pezh a vez bevezet gant an Oriant bep bloaz.

En pratique

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter