Dalc’h ar 26, 27 hag 28 a viz Meurzh berr-ha-berr

E miz Kerzu e oa bet votet ur budjed kentañ 1,93 miliard a euroioù evit 2025 gant Rannvro Breizh, a-raok gouzout peseurt cheñchamantoù a vefe degaset gant ar Stad a-fet arc’hant. E-kerzh an dalc’h-mañ o deus asantet an dilennidi d’un digresk 43 milion a eurioù, da lavaret eo 2,1 % eus ar budjed, da-heul al lezenn arc’hant. War ar roll-labour e oa ivez : un dibab teuliadoù strategel evit an ekonomiezh, ar fiñvusted hag ar c’has uhel-kenañ. Gwelet an divizadoù pennañ hag enrolladennoù video ar c’hendivizoù e-barzh bretagne.bzh.

Emmanuel Pain

Divizad daskemm

Rankout a ra ar Rannvro cheñch he budjed evit 2025 (-43 M€) abalamour d’ar redioù lakaet gant ar Stad, ar pezh a oa bet embannet pa oa bet votet ar budjed kentañ e miz Kerzu tremenet. Gant-se e vo postet arc’hant pazenn-ha-pazenn hag adwelet skoaziadennoù zo, met dalc’het e vo gant an oberoù priorek :

  • postañ un tamm mat a arc’hant,
  • delc’her gant budjedoù ar sevenadur, ar sportoù hag ar yezhoù,
  • kalite ar servijoù publik (liseoù, fiñvusted),
  • sikour an ekonomiezh,
  • reiñ muioc’h a lañs d’an treuzkemmoù ha d’an aferioù mor,
  • delc’her ar glad kempenn a-raok prenañ aveadurioù nevez.

Evit a sell ouzh ar gounidoù e c’hall ar Rannvro implijout un dell nevez (TFR, tell fiñvusted rannvroel) evit arc’hantaouiñ ar fiñvusted, met divizet he deus chom hep en ober a-raok 2026, da c’hortoz ur c’hendiviz hollek diwar-benn an delladurezh, abalamour ma kav dezhi ez eus mankoù en TFR. Berr an arc’hant ganeomp bepred, daoust ma vezont meret en un doare aketus, pa n’eo ket uhel a-walc’h hor gounidoù na kempouezet mat hon dispignoù liammet ouzh hor c’hefridioù, pa n’eo ket aet an digreizennañ betek penn, ha gwashoc’h an traoù c’hoazh pa’z a ar Stad war-zu an adkreizennañ. Kement-se zo kaoz e c’houlenn Loïg Chesnais-Girard e vefe roet lañs d’an digreizennañ en holl diriadoù.

Ar wienn evit an holl : al labour staliañ a ya war-raok

An danevell « Ar wienn evit an holl e Breizh : Breizh Kas Uhel-Kenañ, un astenn lusket mat gant kenskoazell »zo bet roet da lenn d’an dilennidi. Al labourioù evit sevel ar rouedad rannvroel-mañ, ha n’he deus ket he far e Frañs, zo bet meret penn-da-benn gant ar galloudoù publik, evit tizhout ur pal uhel : kenstagañ 100 % eus oaledoù Breizh ouzh ar wienn optikel hag ouzh ar c’has uhel-kenañ e takad Mégalis. Ar rouedad publik Mégalis a oa aet en tu all d’an 800 000 kenstagadur e fin 2024. Bemdez, abaoe penn-kentañ 2025, e vez etre 800 ha 1 000 a oaledoù hag a embregerezhioù nevez hag a c’hall bezañ kenstaget. Diouzh al lusk-se e vo graet al labour ac’hann da fin 2026, da lavaret eo pevar bloaz abretoc’h e-keñver ar pezh a oa bet termenet da gentañ.

Deskiñ ar Vretoned yaouank war traoù ar mor

Breizh zo ur rannvro troet war-zu ar mor da vat hag en em harpañ a ra war he ferzhioù mat evit plediñ gant dalc’hoù an amzer-da-zont. Skignañ hag eskemmañ ar gouiziegezhioù war metoù ar mor zo pouezus-bras, evit diorren ostilhoù nevez da skouer ha brudañ gwelloc’h ar sevenadur-se a zo boutin etrezomp. Ur sujed eo hag a sell dreist-holl ouzh ar re yaouank, pa vo aozet muioc’h a glasoù-mor a-hed o hentad er skol. Fellout a ra d’ar Rannvro e vefe aozet muioc’h a chomadennoù dizoleiñ a bep seurt hag aesaet d’an holl kemer perzh enno.

An eil pazenn eus ar Steuñv Belo

Ar Rannvro zo o vont betek penn he steuñv belo, goude ar bazenn engouestl kentañ (2021-2024) evit reiñ lañs d’ar velo e-barzh an holl bolitikerezhioù publik (treuzdougen, terkañ an tiriad, touristerezh, liseoù…). Delc’her a ray da lakaat 9,8 M€ ar bloaz evit reiñ lañs d’ar mod fiñval doujus-se. E-touez al labourioù priorek e vo lañset ar servij Beloioù BreizhGo e miz Gwengolo 2026, ouzhpenn ar c’hinnig trenioù, kirri-boutin ha bigi.

Evit mont pelloc’h ganti

Partager :