Dalc’h ar budjed er Rannvro evit 2025 : prientiñ an amzer-da-zont en ur zelc’her gant ar memes hent
14 January 2025
3 minutes de lecture
Etre an 11 hag an 13 a viz Kerzu e oa en em gavet an 83 dilennad-rannvro asambles e dalc’h hollek evit sellet pizh ouzh ar budjed evit 2025, a zo bet savet tra m’edomp en ur blegenn amsklaer. Rak votet e oa bet a-raok ma vije bet embannet gant ar gouarnamant an danvez lezenn arc’hant a vo lakaet da votiñ hag en do, dre ret, un efed bras war budjed ar Rannvro. Merket eo bet ar vot ivez abalamour ma’z eus en em gavet daou zilennad ekologour nevez diwar neuze e-barzh ar muianiver a-du gant ar Prezidant Loïg Chesnais-Girard.
-
1,93 milliards d’€: budjed hollek ar Rannvro e 2025
-
500• 500 milion a eurioù evit ar postañ
Yac’h eo teñzorerezh ar Rannvro ha merañ a ra mat hec’h arc’hant ha gant-se he deus dibabet labourat war un divizad daskemm ac’hann da zibenn miz Meurzh evit lakaat arc’hant en ur pourvezad evit riskloù, abalamour da zizarbenn, en he c’hontoù, efedoù al lezenn arc’hant da zont na anavezer ket c’hoazh an heñchadurioù pennañ a yay d’ober anezhi. Votet eo bet an divizad-se evit gallout azasaat ar budjed hervez an dibaboù a vo graet gant ar Gouarnamant en amzer-da-zont.
E-keit-se e talc’h ar Rannvro da labourat evit kaout mammennoù arc’hant nevez ha drezo gwareziñ ar servijoù publik a zo dleet d’ar Bretonezed ha d’ar Vretoned, evel ar fiñvusted da skouer. Kaset e oa bet ar c’hinnigoù-se d’ar Gouarnamant Barnier ha kaset e vint adarre d’ar Gouarnamant da zont.
Delc’her da bostañ arc’hant ha mont buanoc’h gant an treuzkemmoù
Dibabet he deus ar Rannvro, daoust m’emaomp en ur blegenn amsklaer, delc’her da lakaat un tamm mat a arc’hant (500 M€) evit an trenioù, ar porzhioù, ar wienn, al liseoù, gennad al labour-douar, ar c’hanolioù, an tiriadoù, ha war dachenn an treuzkemmoù ekologel ha kevredigezhel e stern ar budjed glas evit 2025. Delc’her a ray da labourat war dachenn an ekonomiezh, an implij hag ar stummañ : skoazellañ an embregerezhioù, souten al labour-douar, bezañ a-evezh war an dalc’hoù a sell ouzh ar mor… Hag evit ar 4re bloaz da-heul e vo santualet budjedoù ar sevenadur, ar yezhoù hag ar sport peogwir eo pouezus-bras delc’her da harpañ an dud a ya d’ober spered Breizh, a labour evit ar c’henstag sokial hag al lañs ekonomikel e broioù Breizh.
« Graet em eus un dibab politikel evit gwellaat ar c’henstag sokial e Breizh ha delc’her gant servijoù publik rannvroel solut ! »
Loïg Chesnais-Girard
Muzuliañ digresk an dispignoù
Ar Rannvro he deus divizet krouiñ ur pourvezad 56,6 M€ evit riskloù en he budjed evit gallout dizarbenn efedoù al lezenn arc’hant da zont en o brasañ.
« Goulennet em eus digant ar gouarnamant rannvroel espern arc’hant adalek 2025 evit bezañ prest da zizarbenn efedoù al lezenn arc’hant da zont en o brasañ. »
Loïg Chesnais-Girard
Prioriezhioù ar budjed :
- delc’her d’ober war-dro he c’hefridioù hag ar servijoù publik fiziet enni ;
- aozañ da gentañ an oberoù o do al levezon brasañ hag eeunañ war buhez pemdez an dud ;
- kempenn glad ar Rannvro (liseoù, porzhioù…) a-raok arc’hantaouiñ aveadurioù nevez ;
- kemer reuziad an hin e kont e-barzh an holl gefridioù fiziet enni ;
- delc’her da gempouezañ an traoù, etre ar broioù dreist-holl, paneve an dra-se n’eus ket eus ar justis sokial.
An divizadoù all en dalc’h :
- Steuñv ober 2025/2027 : reiñ muioc’h a lusk d’ar stourm ouzh an digevatalderioù merc’hed paotred,
- Kartenn ar stummadurioù kentañ hervez statud ar skolioù en distro skol 2025,
- Izili nevez Kuzul-rannvro Breizh ar Yaouankizoù,
- Krouiñ ar Sindikad Kemmesk Lezenn KAK Breizh Fiñvusted,
- Fiziañ mererezh ar porzhioù-bageal Vauban hag an Traezh e KPL Breizh Bageal
Partager :