Aller au contenu

Dalc’h miz Kerzu 2022 war sturiadurioù ar budjed e berr gomzoù

E-pad an dalc’h eus ar 15 hag ar 16 a viz Kerzu ez eo bet degemeret gant 83 dilennad.ez ar Rannvro sturiadurioù bras ar budjed 2023, a vo breutaet ha votet e miz C’hwevrer.

conseil régional en session : vue de haut de l'hémicycle régional de l'hôtel de Courcy à Rennes
Thomas Crabot

Sturiadurioù ar budjed evit 2023

Ar c’huzul-rannvro en deus degemeret sturiadurioù ar budjed 2023 a zeu, eil budjed ar respetad 2021-2028 : ar sturiadurioù-se a gemero korf en oberoù fetis ar budjed 2023 a vo votet e miz C’hwevrer. E-tal ur blegenn evel biskoazh a-fet an arc’hant, abalamour da gresk ar prizioù ha da gresk trumm priz an energiezh he deus adkadarnaet Rannvro Breizh he c’hoant da sikour ar Bretonezed hag ar Vretoned o terc’hel gant ar strivoù evit bastañ d’o ezhommoù ha d’ar pezh emaint o c’hortoz, hep digreskiñ an emell publik, ar pezh a c’hallfe gwashaat ar riskl enkil. Kement-se en ur soñjal dalc’hmat er moder hag en treuzkemmoù e-kreiz an eskemmoù.

Rak-se e tremen kendalc’h ar c’hinnig servijoù publik da gentañ, da skouer :

  • Evit a sell ouzh ar vuhez el liseoù, ar stummañ micherel hag ar fiñvusted, gras d’ur c’hinnig kempouez a-fet ar stummadurioù hag an implijoù, o reiñs lañs da skouer d’un ekonomiezh eus ar wellentez vor, gant ekoreizhiadoù a-feson en aod.
  • O santualaat ar budjedoù sevenadur, sportoù ha yezhoù e Breizh, domanioù pouezus ken-ha-ken hag a warant kenstagded Breizh hag ar bevañ asambles.
  • O wareziñ an tri ahel bras : « Bevañ mat e pep lec’h e Breizh » evit buanaat an treuzkemmoù a denn d’an ekologiezh, d’an energiezh ha d’an hin, « Muioc’h a implijoù ha nebeutoc’h a garbon » diazezet war un ekonomiezh a ziorro an obererezhioù evit an amzer da zont (debriñ mat, sibersurentez peotramant ekonomiezh ar mor) ha « Muioc’h a Vreizh » da lavaret eo kadarnaat un identelezh hag ur patrom breizhat diazezet, e-mesk traoù all, war ar c’hemer perzh, ar c’hengred hag an digonad stroll e servij ur gwel boutin gouest da lakaat an nerzhioù bev war-sav.

An treuzkemmoù e-kreiz an dalc’h :

  • Ar steuñv heol rannvroel, a c’haller gantañ diorren ur gwir filierenn vreizhat, a grou implijoù hag a gresk an emrenerezh energetek.
  • An distro war prantad kentañ ar steuñv belo a-raok ma vo echuet e 2024, a zoug diazezoù aozadur ur « reizhiad velo » e par ar rannvro.
  • Ar sturiadurioù evit politikerezh-mor Rannvro Breizh, en ur blegenn m’eo kreñv ar redioù (hin, gwask ar font, koust an energiezh, ha kement zo).

Heñchet eo sturiadurioù budjed 2023 Rannvro Breizh gant buanadur an treuzkemmoù a-fet an hin hag an ekologiezh. Unan eus he falioù, hardizh, eo diorren ur gwir filierenn-heol er rannvro o tiorren a-vras ar produiñ energiezh gant he glad dezhi (liseoù, porzhioù hag aerborzhioù) dre staliañ panelloù war an toennoù pe an disheoliennoù.

  • Tizhout 8 % a energiezh-heol ac’hann da 2050 e Breizh
  • 40 M€ postet evit produiñ 1/3 eus bevezadur al liseoù

 

A-fet an treuzkemmoù c’hoazh, e fell da Rannvro Breizh lieskementiñ gant tri parzh model ar velo ac’hann da 2030.  Kement-se a dremen gant diskoulmoù liesvod hag a genstroll implij ar velo gant doareoù treuzdougen all (karr-boutin, tren, bag) ha gant diskoulmoù evit prenañ, kempenn, feurmiñ ha parkañ an divrodegoù.

Ur follenn-hent eus ar steuñv belo a vo echuet ha degemeret e 2024.

Sevel ur politikerezh-mor nevez o terc’hel kont eus engouestl ar Rannvro abaoe 20 vloaz zo hag eus ar redioù a vremañ (efedoù cheñchamant an hin, gwask ar font peotramant koust an energiezh). Teir frioriezh vras evit ar bloavezhioù a zeu :

  • Ra chomo Breizh ar rannvro-vor vras-se m’eo en Europa,
  • Kreñvaat sevenadur ar Bretonezed hag ar Vretoned a-fet ar mor,
  • Ober eus ar mor unan eus ar mammennoù implijoù kentañ e Breizh.

 

Ha daou deuliad bras

Al labour-douar gant ar strategiezh rannvroel evit staliañ – treuzkas ar feurmoù :

Evit gwarantiñ emrenerezh Frañs a-fet ar boued e fell da Rannvro Breizh e vefe staliet 1000 feurm ar bloaz ha gallout evel-se saveteiñ gwiad Breizh al labour-douar. Evit kement-se, 4 ober bras :

  • Gwellaat treuzkas ar feurmoù e Breizh. Ul labourer-douar hag en deus treuzkaset e feurm a dalvez en deus graet berzh.
  • Sikour ar raktresoù staliañ ;
  • Gwareziñ, durc’haat implij ar font labour-douar ; da lavaret eo implij an douaroù.
  • Sachañ tud ha stummañ anezho ouzh micherioù al labour-douar ; kalz anezho zo anavezet fall !

Ar Sevenadur gant follenn-hent nevez ar respetad « Eus ar C’hultur d’ar permakultur » :

Stag start eo Rannvro Breizh ouzh ekoreizhiad sevenadurel Breizh en he liesseurted, ha fellout a ra dezhi kenderc’hel da skoazellañ ha souten ar re a ra dezhi bevañ bemdez.

Ar stignadoù o deus diskouezet e oant efedus zo astalvoudekaet hag azasaet ouzh an dalc’hoù a vremañ evit ma vo stabilaet ha kendalc’het ar politikerezhioù sevenadurel kent, gwarezet ar vuhezegezh arzel ha dibarded ar vuhez sevenadurel e pep lec’h e Breizh.

Bez’ ez eus 38 diviz er follenn-hent-mañ, rannet e teir lodenn vras :

  • Souten gennad an arz : kennerzhañ frammadur ha stummadur ar gennad hag ambroug anezhañ war-zu an treuzkemm hollek,
  • An deskadurezh arzel ha sevenadurel evel doareoù bleuniadur ha digaezhadur,
  • Mont a-du gant al luskoù sevenadurel asambles gant an annezidi, reiñ lañs d’ar glad dizanvezel, ober diouzh ma tiorroio ar pleustr gant amatourien.

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter