Desketa : ha ma teskfemp brezhoneg eta ?
20 Mezheven 2024
1 munut evit lenn
Ur savenn nevez eo evit deskiñ brezhoneg en un doare digoust, ha savet eo bet gant Ofis publik ar brezhoneg ! Deomp dezhi ?
Desketa, bet empennet ha savet e Breizh penn-da-benn, a oa bet lañset d’ar 7 a viz Mezheven. Al lec’hienn dave-se evit ar c’hentelioù brezhoneg enlinenn zo bet diorroet gant OPAB war goulenn ar Rannvro.
Digoust, dre c’hoari… met sirius bepred !
Soñjet e oa bet sevel Desketa goude bet gwelet ur sifr : hiziv ez eus 200 000 den hag a gomz brezhoneg, met e gwirionez ez eus 1,6 milion a dud hag a fellfe dezho deskiñ. Koulskoude n’eus nemet etre 3 000 ha 4 000 den hag en em laka bep bloaz da zeskiñ brezhoneg. Un gwir ezhomm bras a oa da gaout ur c’hinnig stummadur evit klokaat ar c’hentelioù sizhuniek (ar c’hentelioù noz da skouer). Diwar vremañ e c’haller deskiñ brezhoneg en ur mod simpl ha digoust, gant kentelioù graet evit kinnig ar brezhoneg evel ma vez komzet er gevredigezh a vremañ.
Evit peseurt live ?
Er savenn e kaver kentelioù aozet dre liveoù ha kinniget e 6 yezh : galleg, brezhoneg, saozneg, alamaneg, spagnoleg ha kembraeg.
Skouerioù :
Live 1 : ober anaoudegezh gant al lizherennoù, ar c’hensonennoù, ar bogalennoù, ar mod da zistagañ, ar reolennoù ereadurezh…
Niveau suivant : apprendre à se présenter, à parler de ses loisirs, utiliser des phrases Al live da-heul : deskiñ en em ginnig, komz diwar-benn dudioù, gant frazennoù dre ya ha dre nac’h, gant goulennoù, ober anaoudegezh gant ar sifroù, ha kement zo.
Ur sell a-dost ouzh ar steuñv rannvroel evit adperc’hennañ ar yezhoù 2024 – 2027
Lañset e oa bet ar savenn un nebeud sizhunioù goude ma oa bet embannet ar steuñv bras evit adperc’hennañ yezhoù Breizh (bet votet e 2023), diwar c’hoant ar Rannvro. Rak daoust d’ar politikerezhioù yezhel youlek e talc’h an niver a vrezhonegerien hag a c’hallaouegerien da vont war zigreskiñ. Evit paouez gant an emdroadur-se ez eus bet sevenet ur steuñv dibar : ac’hann da 2027 e vo lakaet tost da 13 M€ en afer, da lavaret eo 3,6 M€ muioc’h eget e 2023.
Div dachenn labour talvoudus-bras zo : treuzkas yezhoù Breizh dre ar c’helenn hag ar stummañ ha reiñ muioc’h a blas dezho er vuhez pemdez.
Rannañ :