Aller au contenu

Déter : gwelet ar stirad nevez filmet e Breizh !

Stirad pemdeziek nevez France TV eo. Filmet eo bet penn-da-benn e Breizh war tachenn al lise labour-douar prevez kozh e Stredell, e-kichen Gwitreg. Gant Déter omp soubet e-barzh buhez pemdeziek skolidi yaouank er rann labour-douar. Gouzout hiroc’h.

  • 200
    rann hag a bad 7 munut
  • 82%
    a Vretoned er skipailh teknikel
  • 10
    milion a euroioù a-fet budjed

Ur savadur kozh bet adkempennet penn-da-benn, ur c’hraou-deñved, tiez-gwer staliet a-ratozh : donemat war leurenn filmañ ar stirad Déter, a vo skignet adalek an 3 a viz Here war France TV Slash. Abaoe miz Ebrel ha betek miz Du emeur o filmañ ur stirad hag a gaso ac’hanomp d’ober anaoudegezh gant bed al labour-douar da-heul hentad skolidi yaouank. 

An tostañ ouzh bed al labour-douar

“Ur sizhunvezh soubidigezh e-barzh meur a feurm, ur prantad en ul lise labour-douar, ober anaoudegezh gant jestroù ar vicher gant tud a-vicher wirion : an tostañ ouzh bed al labour-douar emañ an aktored yaouank”, a zispleg kenbroduer ar stirad, Augustin Bernard, hon eus gwelet war al leurenn filmañ.

Rak ouzhpenn gwelet tud yaouank etre 17 ha 19 vloaz en o buhez pemdez eo graet ar stirad evit lakaat micherioù al labour-douar war wel war an tu mat ha bezañ an tostañ ouzh ar wirionez war ar memes tro.

En images

1 sur 8
IMG_1194
2 sur 8
IMG_1893
3 sur 8
IMG_2201
4 sur 8
IMG_2204
5 sur 8
IMG_2210
6 sur 8
IMG_2214
7 sur 8
IMG_2224
8 sur 8
IMG_2226

Ur filmañ merket gant Breizh

Dibabet ez eus filmañ ar stirad en un doare lec’hel, da skouer : 82 % eus ar skipailh teknikel zo eus Breizh. Ha gounidoù ur bern zo evit ar vro : graet e vez war-dro ar boued, al lojeiz peotramant an treuzdougen gant stalioù eus ar vro.

Ar produerezh a c’hall ivez kontañ war harp ar strollegezhioù. Eus tu ar Rannvro e tegasomp ur sikour arc’hant 600 000 € ar bloaz evit an daou goulzad kentañ eus Déter. Harpet eo ar raktres ivez gant kumuniezh-kumunioù Gwitreg, gant 200 000 € ouzhpenn evit ur sikour logistik.

Sellet ouzh ar filmig brudañ

Da c’hortoz ma vo skignet adalek an 3 a viz Here e c’hallit gwelet ar skeudennoù kentañ.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ