Aller au contenu

Distro-skol 2022 : bevañ « bloavezhioù lise » a-zoare e Breizh !Distro-skol 2022 : bevañ « bloavezhioù lise » a-zoare e Breizh !

Emañ an 78 0000 a Vretoned yaouank a zo er 115 lise publik meret gant ar Rannvro oc’h adkregiñ ganti d’ar Yaou 1 a viz Gwengolo. Nevesaat ar savadurioù, prizioù reizh ha produioù fresk eus ar vro er c’hantin, espern an dour hag an energiezh, koulz gant perzhioù ar savadurioù ha boazioù an implijerien… : ur sell a-vras war ar pezh a fell dimp ober kentañ-wellañ ha war hor postadurioù er bloaz-mañ evit sikour al liseidi da vevañ « bloavezhioù lise » a-zoare e pep lec’h e Breizh.

élèves pontant quatre à quatre les marches d'un lycée
Martin Boudier

  • 110 M€/bloaz
    Sed aze ar budjed bloaziek evit nevesaat, adkempenn ha kreskiñ al liseoù e Breizh.
  • 10 M€
    Evit ar predoù servijet bep bloaz hag ar 85 skol-lojañ 12 500 diabarzhiad enno.
  • 2 400
    gwazour hag a ra war-dro an degemer, ar c’hempenn hag ar predoù.

Kalite an degemer, digresk ar beveziñ ha reizhded a yay d’ober gerioù alc’hwez an distro-skol 2022-2023, tra m’eo diaes an traoù evit un toullad mat a familhoù war an tachennoù sokial hag ekonomikel. Degemeret e vo ul lodenn eus al lise·idi·adezed e savadurioù, skolioù-lojañ pe kantinoù emservij nevez : bep bloaz e vez graet labourioù nevesaat ganeomp (diouzh ur steuñv labourioù a zo termenet ennañ an traoù d’ober kentañ-wellañ er 115 lise publik evit meur a vloaz). Digor e vo ar c’hantinoù d’an holl lise·idi·adezed gwitibunan gant prizioù reishoc’h (un dra nevez er bloaz-mañ) ha predoù a galite prientet gant produioù fresk hag eus ar vro dreist-holl (ar pezh a vo graet en holl gantinoù goude bezañ arnodet e lec’hioù zo). Tra ma’z a koust an tommerezh hag an tredan war gresk el liseoù e vo sachet evezh an holl implijerien eus al lec’hioù-se (liseidi, kelennerien, gwazourien) ha sikouret e vint evit a sell ouzh kemer boazioù evit espern an dour hag an energiezh (delc’her gant ur gwrezverk 19° er c’hlasoù, da skouer). Ur mod da vroudañ an dud da chom hep koufonañ, ar pezh a zo talvoudus er mareoù-mañ.

Gweladennoù da-geñver an distro-skol el liseoù e Breizh

Etre an 30 a viz Eost hag ar 6 a viz Here ez aimp da weladenniñ al liseoù e Breizh asambles gant Loïg Chesnais-Girard, Prezidant ar Rannvro, hag Isabelle Pellerin, Besprezidantez karget eus al liseoù hag eus buhez al liseidi.

  • Meurzh 30 a viz Eost, en Il-ha-Gwilen e Roazhon – Ur rak-distro-skol gant gwazourien ar Rannvro e lise micherel Bel-Air
  • Yaou 1 a viz Gwengolo en Aodoù-an-Arvor e Sant-Brieg – Lise Eugène Freyssinet
  • Gwener  9 a viz Gwengolo, e Penn-ar-Bed
    E Brest — Kêriad Kerichen – Lid-digeriñ ar skolioù-lojañ kenlodennet
    E Montroulez — Lise Susunioù
  • Yaou 22 a viz Gwengolo, en Il-ha-Gwilen e Felger – Lise Jean Gwehenno
  • Gwener 23 a viz Gwengolo, en Aodoù-an-Arvor e Dinan – Lise Feunteun an Doureier
  • Merc’her 28 a viz Gwengolo, en Il-ha-Gwilen e Roazhon – SRDA Magda Hollander-Lafon
  • Yaou 6 a viz Here, er Mor-Bihan e Gourin – Lise labour-douar prevez Sant-Youenn ha Lise Émile-Zola.

Kalite ar savadurioù : 110 M€ ar bloaz evit nevesaat al liseoù

Pa’z omp perc’henn war ar mogerioù (1500 savadur hag a ya d’ober ur gorread 1,8 milion m²) e savomp hag e nevesaomp, e kreskomp hag e pourchasomp ostilhoù d’ar 115 lise publik a zo e Breizh abalamour dehzo da zegemer, da vagañ ha da lojañ al liseidi evel m’eo dleet. Skolioù-lojañ ha kantinoù, KTT, salioù klas, tiez-jiminas… : lakaat a reomp tost da 110 M€ bep bloaz evit al labourioù-se el liseoù. A-hed ar bloavezh-skol e vez embregerezhioù sevel tiez eus ar vro o labourat war ur 500 chanter bennak. Gant sikour hon 2 400 a wazourien deknikel e reomp war-dro kempenn ar savadurioù hag an takadoù glas, delc’her an aveadurioù hag ar rouedadoù a-ratre ha degemer an implijerien, servijout predoù dezho ha lojañ an diabarzhidi.

Skolioù-lojañ : ur steuñv e 22 lise da gentañ-penn

Pa vez plijus ar skolioù-lojañ e vez ur bern liseidi enno ! Ar pezh a fell deomp : reiñ tro d’an holl ziabarzhidi (12 500 a dud yaouank) da vevañ en un endro a-feson koulz evit labourat ha diskuizhañ war-lerc’h ar c’hentelioù. Betek-henn e vez lakaet hor « Steuñv skolioù-lojañ » e pleustr e 22 lise priorek (diwar 85 en holl) hag adalek miz Gwengolo ez eus bet digoret daou lec’h herberc’hiañ nevez, e Brest hag en Oriant. Disheñvel int diouzh ar re all : enno e vez degemeret skolidi eus meur a lise nepell ac’hano ha kempennet ez eus lec’hioù boutin plijus enno, kement-se evit digreskiñ ar frejoù postañ ha mont en-dro.

Er c’hantin emservij : an debriñ-mat evit an holl gant prizioù dereat ha reizh

Adalek miz Gwengolo e vez graet en holl liseoù gant ar memes prizioù, prizioù reizh hag a felle d’ar Rannvro lakaat (da lenn izeloc’h). War ar memes tro e vo lakaet ar steuñv evit an debriñ-mat, a oa arnodet e c’hwec’h lise-skouer ha tregont, e pleustr er 95 a gantin emservij a zo el liseoù e Breizh, abalamour da galite ar predoù da vont war wellaat enno : 30 % a broduioù labelaet, en o mesk 20 % a broduioù bio, a zleo bezañ servijet enno, da skouer.

Ar memes prizioù en holl liseoù

Plas evit an holl ouzh taol, gant ur priz reizh hag a-hed ar bloaz ! Warlene e oa ur 600 priz disheñvel e Breizh c’hoazh, hag a oa bet lakaet tamm-ha-tamm el liseoù gant o c’huzulioù-merañ. Evit lakaat fin d’an disparelezh-se e oa bet divizet gant ar Rannvro termeniñ, da gentañ-penn, ar skodenn reizh a c’hallfe ar familhoù reiñ. Adalek an distro-skol-mañ ne vo nemet ur gael brizioù abalamour d’an traoù da vezañ digor er memes mod d’an holl, hanter-lojidi ha diabarzhidi, el liseoù publik. Lakaet eo ar memes prizioù e pep lec’h e Breizh neuze, gant prizioù sokial hag a gemer 6 troc’had korvoderioù e kont, diouzh ar rannad tiegezhel termenet gant ar c’hef goproù-tiegezh. Etre 2,70 € ha 4,60 € eo ar priz goulennet evit ur pred hag a goust 8 € en holl.

Sachañ evezh an dud war ar pezh a sell ouzh espern an energiezh

Broudet eo al liseoù da chom hep beveziñ tredan, tommerezh ha dour betek re. Sikouret e vint gant ar Rannvro da sellet a-dostoc’h ouzh o dispignoù a-fet energiezh, ha da reoliñ anezho. Er bloaz-mañ e vo sachet evezh an holl implijerien eus al liseoù (al liseidi, ar gelennerien, ar wazourien) war ar sujed-se, dezho d’ober gant boazioù a-skiant-vat hag espernus.

Savadurioù ha ne lonkont ket kalz energiezh

War un dro gant al labourioù evit kreskiñ ha modernaat ar savadurioù hon doa lañset, e 2019, ur Steuñv Energiezh abalamour da lakaat digreskiñ louc’h karbon hor 115 lise, hag a zo uhel-mat : 20 M€ bep bloaz evit nevesaat ha difuiñ an talbennoù, ar prenestroù hag an toennoù el liseoù a oa bet savet a-leizh anezho er bloavezhioù 50 ha 60, hag ivez lakaat ar boazioù da cheñch ha broudañ al liseidi, ar gelennerien hag ar wazourien da veveziñ nebeutoc’h war ar pemdez. Ar pezh a zo mallus diwar vremañ : sikour an holl liseoù da vestroniañ o dispignoù evit ar mont en-dro a ya 55 % anezho gant an tommerezh.

Ha lakaat an ostilhoù niverel da dremen kentañ-wellañ bepred… hag ar sikourioù evit an aveadurioù micherel ivez

Muioc’h-mui e vez graet gant an ostilhoù niverel pa’z eo puilhoc’h-puilh ar pezh a vez kinniget deskiñ ganto. Karget omp eus aveadurioù al liseoù, gant se e pourchasomp aveadurioù urzhiataerezh dezho hag hor skipailhoù a ra war ar pemdez war-dro merañ ar rouedadoù ha delc’her an tablezennoù hag an ostilhoù niverel all a-ratre (roet e vez ur sikour 15 € dre lisead d’an holl liseoù publik a zo 115 anezho). Sikour a ra ar Rannvro ivez prenañ aveadurioù micherel, hag a goust ker alies, hag a rank al liseidi kaout p’en em gavont e TGM pe e bachelouriezh vicherel. Un taol-lañs d’ar familhoù a vez deuet mat atav er mareoù-mañ !

Intrudu : broudañ ar re yaouank d’embann o soñj ha da vont e-barzh ar jeu

  • Dilenn ur C’huzul-rannvro ar Yaouankizoù nevez en distro-skol E Kuzul-rannvro ar Yaouankizoù (KRY) e ouestl 166 a liseidi pleustriñ ar geodedouriezh evit gwir e-pad 18 miz. E-kerzh o respetad o dez tro d’embann o soñj ha da sevel raktresoù talvoudus evit ar remziadoù nevez. Graet e vo ur galv da vont war ar renk da vare an distro-skol evit dilenn ur vodadenn nevez e miz Du !
  • Ar stignad Karta a ro tro d’al liseidi d’embann o soñj en ur mod all e-maez ar c’hentelioù : broudañ a reomp anezho da sevel raktresoù desavadurel war 5 tachenn pouezus-bras asambles gant o c’helennerien.
  • Budjed perzhiañ : ur bloavezh arnodiñ e-barzh 8 lise – War ar memes tro e vo arnodet ar budjed perzhiañ e-barzh 8 lise er bloaz-mañ evit a sell ouzh mont diouzh an hin.

An Treuzdougen d’ar skol, ur servij publik ha n’haller ket tremen heptañ

Gant ar rouedad rannvroel BreizhGo e kasomp (gant kirri-boutin, an tren pe war vag) ar skolidi (100 000 a dud yaouank, skolajidi ha liseidi dreist-holl) o dez ezhomm eus an treuzdougen boutin evit mont d’ar skol, e-maez ar c’hêrioù : bemdez war ar sizhun e tremen 2 500 a girri-boutin a-ratozh a dremen dre 25 000 lec’h-arsav (en o mesk 22 000 evit an treuzdougen d’ar skol hepken) e-barzh ouzhpenn 1 000 kumun. Pa’z eus diouer eus bleinerien e Frañs a-bezh en distro-skol-mañ e roomp bec’h evit delc’her gant ar servij publik ret-holl-se : ur c’houlzad tuta adalek miz Genver, arc’hantaoui؜ñ stummadurioù evit tremen testeni micherel ar vleinerien en treuzdougen boutin (280 hentad kinniget e 2021-2022), gouestlañ sikour kreskiñ goproù ar vleinerien kirri-boutin (evit en ober, krouiñ un « addigoll dedennañ » 150 € anezhañ, hag un 13vet miziad kerkent ma vezer kemeret).

Prizioù unvan

Ar priz unvan, er pevar departamant, zo 120 € ar bloaz bepred (50 € ar bloaz adalek an 3e bugel a ya gant an treuzdougen ha digoust adalek ar 4e bugel). Hag evit 80 € ouzhpenn bep bloaz (da lavaret eo 200 € ar bloaz en holl) e c’haller kaout ar gartenn Scolaire +, d’ar skolidi a ya gant BreizhGo d’implijout, evel m’o dez c’hoant, an holl girri-boutin hag an holl drenioù THR e-pad ar bloaz, vakañsoù bihan ha dibennoù-sizhun hag all !

Pep tra a gaver e-barzh www.breizhgo.bzh

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter