Distro-skol : aezamant al liseidi, pal kentañ ar Rannvro
16 Gwengolo 2024
4 vunut evit lenn
Ar Rannvro a ra war-dro mont en-dro ar 116 lise publik e Breizh, hag ar pep pouezusañ, nebeud a-raok an distro-skol, eo bezañ sur e vo degemeret ar 77 000 skoliad diouzh ar gwellañ.
-
116lise publik evit 77 000 skoliad en distro-skol 2024/2025
-
1 600savadur ha 110 M€ a labourioù bep bloaz
-
9milion a bredoù servijet bep bloaz hag arc’hantaouet evit 70 % gant ar Rannvro
« Ar re yaouank a sav o fersonelezh el liseoù hag eno e reont mignoniezh gant tud nevez, ha dibab a reont o hent en o buhez da zont…, eme ar Prezidant Loïg Chesnais-Girard. Talvoudus-tre eo e vefe kinniget lec’hioù kempenn dezho da studiañ, soñjet evit mont diouzh o stummadurioù, met buhez pemdez ul lisead ne dremen ket hepken etre mogerioù ar salioù klas. Ret eo dezho bevañ traoù all eno, deskiñ an debriñ mat, pleustriñ ar sport, kaout c’hoant eno d’en em ouestlañ d’un dra bennak. »
Il fait bon apprendre en Bretagne, et c’est aussi grâce a nos agents dans nos lycées @regionBretagne.
— Loïg Chesnais-Girard (@LoigCG) August 30, 2024
À quelques heures de la rentrée, nous avons tenu à être avec eux pour préparer cette année. Merci pour le service public que vous assurez avec brio 👏 pic.twitter.com/J1XrTjrp3q
Ar Rannvro a laka arc’hant evit he skolidi
Ar Rannvro a laka 110 M€ bep bloaz evit modernaat ar skolioù, kempenn anezho ha lakaat anezho da vont diouzh cheñchamant an hin, met ivez evit krouiñ lec’hioù bourrus ma c’hall ar skolidi en em gavout gant plijadur.
Ul labour all a dremen da gentañ : magañ mat hor re yaouank evit prizioù dereat ha skoazellañ anezho, en tu all d’ar salioù klas, e-barzh raktresoù desavadurel nevezus.
Ar Rannvro a laka arc’hant evit 5 prioriezh :
Liseoù difuetoc’h ha sklêrijennet gwelloc’h, hag arboellus
- Delc’her da reneveziñ-difuiñ,
- Kemer tro eus labourioù astenn-reneveziñ evit reiñ muioc’h a blas d’ar gouloù naturel.
- Produiñ energiezh heol evit tizhout 15GWh tredan ac’hann da 2027.
📌Lenn ivez : An treuzkemm energetek el liseoù
Diabarzh/diavaez : lec’hioù boutin ma c’haller kemer amzer :
- Muioc’h a blas hag a aezamantoù e KTT, tiez-jiminas, oaled… ezhomm o dez ar re yaouank d’en em gavout asambles e-maez ar c’hentelioù,
- Muioc’h a vevliesseurted er porzhioù-skol, gant gwez evit degas freskter.
Niverel : « perlezennoù » prizius Pearltrees :
- lise, ha d’an danvezioù pedagogel « greunennek » kinniget gant an tiez-embann Bordas ha Nathan.
Ar c’hantin zo gwelloc’h eget ar preti !
- 33,3 % eus ar produioù zo labelaet, en o zouez 21,2 % e bio : efedus eo bet ar steuñv oberoù evit an debriñ mat, lañset 5 bloaz zo. Deuet eo ar Rannvro a-benn da lakaat produioù a-galite, eus ar vro hag eus ar mare-bloaz, ha keginet evel er gêr, war roll-meuzioù ar pretioù emservij, evit koustoù dereat daoust da gresk ar prizioù.
- Krouet eo bet Breizh Prenadennoù asambles gant an departamantoù. Ur greizenn brenañ rannvroel nevez eo abalamour d’an 325 a liseoù ha skolajoù da c’hallout un dibab produioù liesoc’h, eus ar vro, a galite, a gementadoù bras ha war hir dermen.
📌Lenn ivez : Breizh Prenadennoù : ar greizenn brenañ rannvroel nevez
Raktresoù desavadurel : amprouiñ ur budjed-perzhiañ 1añ
Ar bloaz paseet e oa bet amprouet ar stignad-se gant 9 lise war tem an hin. Plantañ gwez pe staliañ dastumerioù dourioù-glav… : da-heul votadeg ar skolidi e oa bet degemeret 40 raktres hag a vo lakaet e pleustr ar bloaz-mañ, gant sikour ar Rannvro (20 000€ d’ar muiañ dre skol).
Ma vez mat an disoc’h e vo kinniget ar budjed-perzhiañ-se da liseoù all e 2025/2026.
📌Lenn ivez : Gouzout hiroc’h diwar-benn ar raktresoù kinniget gant ar skolidi
Rannañ :