Aller au contenu

Enskrivit ho pugel en ur skol divyezhek galleg-brezhoneg en distro-skol ! Yezhoù

Adalek ar 17 a viz Meurzh, rouedadoù ar c’helenn divyezhek er c’hentañ derez a vo unanet en ur c’houlzad brudañ evit kerent ar skolidi da zont. An holl ditouroù a vo war ecole.bzh, al lec’hienn nevez evit en em ditouriñ war ar brezhoneg er skol !

Visuel de la campagne école bilingue

Skor-gwelet ar c’houlzad skol divyezhek Diskouezet e oa bet gant an enklask sokioyezhoniel diwar-benn yezhoù Breizh e 2018 ez eus 75% eus an dud e Breizh hag a zo ali da lakaat puilhaat kelenn ar brezhoneg ! Holl obererien ar c’helenn – pennadurezh an Akademiezh, rouedadoù kerent ar skolidi, strollegezhioù – a gendalc’h neuze da vezañ oberiant evit diorren ar c’helenn divyezhek a vloaz da vloaz.

Ur c’houlzad boutin d’an holl hentadoù kelenn

Bez’e oa an dorioù digor, betek an enkadenn yec’hedel, an doare hengounel da lakaat kerent ar skolidi da zont d’ober anaoudegezh gant ar c’helenn divyezhek er skolioù ma vez kinniget. Abalamour d’an enkadenn-mañ eo bet bevennet an tu da gelaouiñ ar familhoù war-eeun hag aozet e oa bet ur c’houlzad brudañ kentañ e 2021 evit kelaouiñ ar muiañ ar familhoù a c’haller diwar-benn ar c’helenn divyezhek ha spletoù ar c’helenn dibar-mañ.

Ar c’houlzad brudañ-mañ kendalc’het hag amplaet e 2022 a vod an 3 hentad kelenn ar brezhoneg hag e brezhoneg er c’hentañ derez : ar rouedad kelenn publik gant kevredigezh kerent ar skolidi en hentadoù divyezhek publik (Div Yezh), ar rouedad kelenn katolik ha kevredigezh kerent skolidi an hentad katolik (Divaskell) hag ivez rouedad ar skolioù dre soubidigezh Diwan. Aozet gant Mignoned ar brezhoneg ha skoazellet gant Rannvro Breizh, Ofis publik ar brezhoneg, Kelennomp ! (kevredigezh an hollgelennerien ha stummerien war ar brezhoneg hag e brezhoneg) ha Kevre Breizh (kenurzhierezh kevredigezhioù sevenadurel Breizh) ha koublet eo ar bloaz-mañ gant aozadur dorioù digor er skolioù ha Mizvezh ar brezhoneg aozet gant ar Rannvro.

Ostilhoù kehentiñ hag al lec’hienn ecole.bzh

E 2021 e oa bet krouet ar porched ecole.bzh kevelet gant ar c’hontoù Twitter (@EcoleBzh), Facebook/Instagram (@Ecole.bzh) & Youtube (EcoleBZH). Reiñ a ra an dro d’en em ditouriñ war an divyezhegezh galleg-brezhoneg, da glask ur skol a ginnig ur c’helenn divyezhek tost d’an dud ha da gaout titouroù diwar-benn dorioù digor skolioù divyezhek e Breizh.

Na chomit ket etre daou eta ha profit d’ho pugel ar chañs da zont da vezañ divyezhek oc’h enskrivañ anezhañ en distro-skol 2022 e unan eus an 290 skol a zo e Breizh hag a ginnig ur c’helenn divyezhek pe dre soubidigezh !

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ