Aller au contenu

Enskrivit ho pugel en ur skol divyezhek galleg-brezhoneg en distro-skol !

E miz Mae ha miz Mezheven eo bodet ar rouedadoù skolioù brezhonek er c’hentañ derez evit ur c’houlzad kelaouiñ e-touez an dud a zo war-nes enskrivañ o bugale er skol. Kavout a reer an holl ditouroù e-barzh ecole.bzh, al lec’hienn nevez diwar-benn ar brezhoneg er skol !


Koulzad brudañ ar c’helenn divyezhek galleg-brezhoneg er c’hentañ derez e 2021 © Yuliia D – Stock

Diskouezet e oa bet gant an enklask sokioyezhoniel diwar-benn yezhoù Breizh e 2018 ez eus 75% eus an dud e Breizh hag a zo ali da lakaat puilhaat kelenn ar brezhoneg ! Evit respont d’ar c’hoant-se a-berzh an dud e vez roet muioc’h-mui a lañs a vloaz da vloaz d’ar c’helenn divyezhek galleg-brezhoneg. Abalamour d’an enkadenn yec’hedel avat n’eo ket aes, er mareoù-mañ, kelaouiñ ar familhoù war-eeun diwar-benn ar pezh a c’haller kinnig dezho.

Brudañ ar c’helenn divyezhek er c’hentañ derez

Kement-se zo kaoz ez eus roet lañs d’ur c’houlzad brudañ ar c’helenn divyezhek e miz Mae ha miz Mezheven gant ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg, gant skoazell Ofis publik ar brezhoneg hag an teir rouedad skolioù brezhonek er c’hentañ derez : kevredigezh tud ar skolidi en hentadoù divyezhek publik (Div Yezh), poellgor akademiezh ar gelennadurezh katolik (CAEC) ha kevredigezh tud ar skolidi en hentadoù divyezhek katolik (Divaskell), rouedad ar skolioù Diwan, hag ivez Kelennomp ! ha Kevre Breizh.

Binvioù kehentiñ hag al lec’hienn Internet ecole.bzh

Diwar vremañ e c’hall kevredigezhioù tud ar skolidi, ar skolioù hag ar c’humunioù kavout skritelloù, plegfollennoù ha gitonoù kelaouiñ da vezañ staliet dirak ar skolioù. Krouet ez eus bet ur porched Internet ivez, ecole.bzh e anv. Eno e e kavo tud ar vugale an holl ditouroù talvoudus war ar perzhioù mat a zo gant ar c’helenn divyezhek hag ur gartenn etroberiat evit gwelet pelec’h emañ ar skolioù a ginnig un hentad divyezhek nepell diouzh o zi.

Lec’hienn : ecole.bzh

Twitter : @EcoleBzh

Facebook/Instagram : @Ecole.bzh

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter