Aller au contenu

Filierenn Wellentez ar Redadegoù en donvor : piv e vo ar skiperez Breizh CMB Mor da zont ?

E miz Kerzu ez eus nav maouez yaouank o keveziñ e Porzh ar Forest evit klask dont da vezañ ar skiperez Breizh – CMB Mor da zont. Diskuliet e vo anv al loreadez d’ar 17 a viz Kerzu !

Bateau d'Élodie Bonafous, skipper Bretagne-CMB Océane
Jean-Marie Liot

Setu amañ programm ar sizhunvezh dibab-se karget mat : emzivizoù a-hiniennoù, amprouennoù teknikel ha fizikel ha goude-se merdeiñ e bourzh bigi Figaro Bénéteau 3, kement-se dindan evezh ur strollad mailhed (tud eus Kevread Bageal-dre-lien Frañs, gourdonerien ar Pol ha bageerien anavezet).

Pal ar maouezed eo bezañ dibabet evit lodenn diwezhañ an amprouenn ha kemer ar plas kentañ war-lerc’h Elodie Bonafous, ar skiperez Breizh CMB Mor kentañ, hag evel-se kaout ur vag, ur budjed mont en-dro evit keveziñ diouzh ar gwellañ e Kampionad Frañs Uhel ar Redadegoù en Donvor, ha mont e-barzh Pol Penn-ar-Bed ma vezer stummet war ar vicher ha kelennet en un doare sirius gant ar vageerien wellañ e Frañs

Da-heul ar c’houlzad rakdibab ez eus chomet teir anezho evit al lodenn diwezhañ ma vo choazet an hini a gaso an traoù betek penn evit ar raktres-se gouestlet d’ar maouezed hepken. An hini he do ar chañs da vezañ loreet en em gavo asambles gant Tom Laperche ha Gaston Morvan e Filierenn wellentez ar Redadegoù en donvor.

An 3 jeunes maouez yaouank rakdibabet evit al lodenn diwezhañ :

  • Camille BERTEL
  • Chloé LE BARS
  • Margot RIOU

Pa vez Filierenn Wellentez ar Redadegoù en Donvor oc’h ober berzh er Redadeg treuzatlantel Jacques Vabre !

En images

1 sur 7
François Gabart et Tom Laperche
Crédit : François Gabart et Tom Laperche
François Gabart et Tom Laperche
DR
2 sur 7
Anthony Marchand et Thomas Rouxel
Crédit : Anthony Marchand et Thomas Rouxel
Anthony Marchand et Thomas Rouxel
DR
3 sur 7
Armel Le Cléac’h
Crédit : Armel Le Cléac’h
Armel Le Cléac’h
DR
4 sur 7
Franck Cammas
Crédit : Franck Cammas
Franck Cammas
DR
5 sur 7
Lois Berrehar
Crédit : Lois Berrehar
Lois Berrehar
DR
6 sur 7
Yann Elies et Sébastien Simon
Crédit : Yann Elies et Sébastien Simon
Yann Elies et Sébastien Simon
DR
7 sur 7
Nicolas Troussel
Crédit : Nicolas Troussel
Nicolas Troussel
DR

Hervez an dud a oar diouzh an afer e oa ouzhpenn an dreizhadenn hec’h-unan a rae d’ar Redadeg treuzatlantel Jacques Vabre bezañ dudius da vat, bez’ e oa an dud a gemere perzh enni dreist-holl. En o mesk e oa unnek moraer hag a oa un dra boutin etrezo-holl, un dra a bouez dezho da vezañ er redadeg. Diskoachet e oant bet holl gant an Daeadeg Diwanat a-berzh Filierenn Wellentez ar Redadegoù en Donvor, krouet e 1993 ha harpet abaoe 2008 gant Rannvro Breizh.

Er rummad Ultime, e oa bet Franck Cammas (Maxi Edmond de Rothschild) er plas kentañ e-pad meur a zevezh. François Gabart ha Tom Laperche (ar skiper Breizh-CMB Kur) a oa un daouad solut e bourzh SVR-Lazartigue. Bet e oa Armel Le Cléac’h o verdeiñ evit ar wech kentañ gant e vag nevez Banque Populaire XI, tra ma oa bet choazet Anthony Marchand ha Thomas Rouxel gant Yves Le Blevec (Actual Ultim 3) ha Thomas Coville (Sodebo Ultim 3) da vont ganto evit redadeg pennañ ar bloaz. Er rummad Imoca, e oa an daouadoù Sébastien Simon ha Yann Eliès (Arkea-Paprec) ha Nicolas Troussel ha Sébastien Josse (Corum L’Epargne), 100% Filierenn Wellentez, ha Loïs Berrehar a oa ken-skiper gant Fabrice Amedeo (Nexans-Art et Fenêtres).

Gwelet a reer splann, pa oa kement a dud bet stummet ennañ o kemer perzh er redadeg startañ daou-ha-daou a-dreuz ar meurvor, ez eo Pol Penn-ar-Bed ar Redadegoù en Donvor e Porzh ar Forest, abaoe ma oa bet krouet 24 bloaz zo, ur stignad micherel evit diskoachañ ha stummañ hag en deus sikouret un toullad mat a dud danvez enno d’en em gavout e-mesk ar re wellañ !

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter