Aller au contenu

QUALIF Emploi : ledanaet eo ar c’hinnig pellstummañ e Breizh

Krog e oa ar pellstummañ d’ober e dreuz dija ha ranket ez eus ivez mont diouzh an enkadenn a-fet yec’hed gant Covid-19 emaomp enni ; rak-se eo bet ledanaet ar c’hinnig war an dachenn-se gant an aozadurioù stummañ e Breizh da-geñver ar programm QUALIF Emploi .

  • 16
    stummadur micherelaat evit 11 gennad labourerezh er bloaz-mañ
  • 350
    plas ouzhpenn er pellstummadurioù e 2020

Abaoe miz Genver 2020 e oa ar pellstummañ o vont war-raok e Breizh pa oa bet digoret stummadurioù nevez evit meur a c’hennad ha meur a vicher. Kresket c’hoazh eo ar c’hinnig e Breizh gant ar programm QUALIF Emploi evit mont diouzh ar bandemiezh. Broudañ a reomp an dud da vont war an tu-se evit respont da ezhommoù ar bed a vremañ war hir-amzer hag evit talañ ouzh an enkadenn.

Ar stumadurioù evit pep gennad

En em ober diouzh an enkadenn

Ranket o deus an darn vrasañ eus an aozadurioù stummañ en em ober diouzh an enkadenn yec’hedel abalamour da zelc’her gant ar stummadurioù ; gant se int aet war-zu ar pellstummañ. Pa’z omp karget da sevel ar gartenn ha d’arc’hantaouiñ ar stummadur dibaouez, hon eus cheñchet an doare d’aozañ hor marc’hadoù publik evit mont da-heul an emdroadur-se ha delc’her da arc’hantaouiñ ar stummadurioù-se.

Mont war-zu ar pellstummañ

E miz Genver 2020 e oa cheñchet ar programm QUALIF Emploi dija p’en doa sikouret digeriñ pellstummadurioù nevez gant ur savenn deskiñ enlinenn. Er stummadurioù nevez-se e vez degaset ur sikour pedagogel ha niverel d’an dud ha kinniget e vez mareoù en embregerezhioù a-bep-eil, gant seitek stummadur micherelaat e 10 gennad labourerezh. Roet ez eus arc’hant evit 350 plas nevez e stummadurioù er bloaz-mañ evit an dud eus Breizh a zo o klask labour.

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter