Gant ar Rannvro ez eus bet votet ur budjed brasoc’h eget biskoazh evit 2024, e servij kalite buhez ar Vretoned
13 Meurzh 2024
9 vunut evit lenn
Er sizhun dremenet e oa bet degemeret ar budjed evit 2024 gant dilennidi ar Rannvro, ha lakaet evel-se palioù evit ar mizvezhioù hag ar bloavezhioù da zont : implij, stummañ, skoazell d’ar besketaerien ha d’al labourerien-douar, terkañ an tiriad, fiñvusted ha treuzkemm ekologel
E 2024 e sav ar budjed da 1,928 miliard a euroioù (+ 3,6% e-keñver warlene). Gantañ e c’hallo ar Rannvro ober traoù evit buhez pemdez ar Bretonezed hag ar Vretoned. Diwar ar sammad-se e vo postet 800 M€ (42 % eus ar budjed), ar pezh a laka ar Rannvro e renk kentañ an embregerien bublik e Breizh adarre
> Lenn ar gemennadenn war ar budjed evit 2024
An deskadurezh, an implij hag an neveziñ, ar fiñvusted, an endro pe c’hoazh ar genskoazell etre an tiriadoù, ar sport hag an touristerezh : holl ez eont d’ober heñchadurioù pennañ ar strollegezh
« Er budjed evit 2024 e kaver hor promesaoù, ar re a c’hallomp seveniñ, ar re a c’hall ar Bretonezed hag ar Vretoned kontañ warno. Gant ar budjed-mañ ez eus savet ur sturfollenn evit an amzer-da-zont, evit muioc’h a frankiz, muioc’h a emrenerezh evit an dud », eme Loïg Chesnais-Girard, prezidant Rannvro Breizh.
Buhez al liseidi hag ar studierien : sevel amzer-da-zont Breizh
E 2024 emañ ar Rannvro e soñj lakaat 110 M€ adarre e-barzh labourioù e savadurioù al liseoù. Er bloaz-mañ ivez e vo kaset chanterioù bras da benn : servij pretierezh al lise Beltram Argantred, e Gwitreg, ha ti-diabarzhidi al lise Jean Gwehenno, e Gwened. Ouzhpenn-se ez eus lañset ur programm reneveziñ energetek er skolioù-meur, evit ma vo plijusoc’h d’an dud labourat ha bevañ enno.
Evit gwellaat aezamant ar studierien e kendalc’ho ivez ar Rannvro d’ober he seizh gwellañ evit an debriñ mat er pretioù-skol, ha da sikour ar skipailhoù pretierezh da brenañ muioc’h c’hoazh a voued a galite hag eus ar vro.
Implij : pouezañ war ar stummañ hag ar skoazell
Ar feur dilabour e Breizh zo e-touez ar re izelañ e Frañs ; hogen re uhel emañ c’hoazh, evit ar re yaouank dreist-holl. An heñchañ hag an titouriñ zo tachennoù fiziet evit darn er Rannvro. Rak-se e labour a-zevri evit ma vefe dedennusoc’h micherioù zo ha n’int ket gwall anavezet, hag evit ma vefe aesoc’h kavout fred pa vezer re bell diouzh bed al labour.
E-giz-se e vo postet 125 M€ adalek ar bloaz-mañ e hentadoù micherelaat evit an dud a zo ar muiañ e-maez bed al labour.
Adwelet e vo ivez kartenn ar stummadurioù micherel gant ar Rannvro, abalamour da vezañ muioc’h diouzh ezhommoù ha dalc’hoù an amzer-da-zont eus un tu, ha diouzh an diazadoù labour eus an tu all.
Ekonomiezh : sikour an embregerezhioù breizhat ha gwarantiñ ar souvereniezh
E 2024 e lakay ar Rannvro muioc’h a boan c’hoazh evit sachañ obererezhioù ekonomikel da Vreizh, war dachenn ar pakadurezh peurgetket. Gant fontoù postañ e fell dezhi sikour ivez kresk ar « malzennoù » breizhat hag an embregerezhioù a zo danvez enno evit ober berzh bras.
Kreñvaet e vo he skoazell d’ar gennadoù pennañ : ar siber, ar yec’hed, ar boued hag an energiezh.
Dalc’het e vo kont eus dalc’hoù an hin e kement stignad a vo evit skoazellañ ar c’hrouiñ embregerezhioù, an neveziñ hag an ekonomiezh kelc’h.
Labour-douar ha pesketaerezh : respont d’an enkadennoù en ur brientiñ an amzer-da-zont
N’emañ ket ar galloud kreñvañ gant ar Rannvro war an div dachenn-se. Koulskoude e labouro gant he c’hefridioù hag he budjed en o servij, gant ar soñj gwarantiñ souvereniezh hor bro hag hor c’hevandir.
Gant ar stignad nevez Agri Invest e vo barrek labour-douar Breizh da gevezañ bepred, ha war un dro ez ay diouzh ar cheñchamant agroekologel dre an oberoù-mañ : implijout nebeutoc’h a broduioù, produiñ energiezh, digreskiñ ar GET, gwellaat an aozioù labour pe c’hoazh dont da vezañ emrenoc’h a-fet pourveziñ boued.
Evit delc’her da harpañ filierenn ar bio e vo votet ur Steuñv Bio breizhat gant ar Rannvro, evit ar mare 2024-2027.
Evit ar pesketaerezh e talc’ho Breizh da labourat war bevar zra hag a oa bet boulc’het e 2023 :
- Kreñvaat ar pesketaerezh padus,
- Lakaat digreskiñ efedoù ar mekanikoù pesketa abalamour da wareziñ ekoreizhiadoù an dour ha da resteuler o stad orin dezho,
- Sikour an dourc’hounezerezh padus,
- Harpañ ar pezh a sell ouzh gwerzhañ-treuzfurmiñ produioù ar pesketa hag an dourc’hounezerezh.
Endro : buanaat ar cheñchamantoù a-fet ekologiezh hag endro
Evit stourm ouzh ar cheñchamant hin e kendalc’ho ar Rannvro da reiñ bec’h evit steuñviñ hag harpañ an tiriadoù,
gant ur steuñv breizhat evit merañ ha miret an dour, ha diwar kelaouiñ gwelloc’h an dud war ar riskl a zioueriñ dour e Breizh.
Gant ar strategiezh Bevliesseurted 2030 e vo gallet krouiñ 3 mirva natur ouzhpenn hag ar Park natur rannvroel « Traoñienn ar Renk-Aod an Emrodez ».
Evit dileuskel nebeutoc’h a GET ha bezañ emrenoc’h emañ ar Rannvro o vont da greskiñ he c’hemmesk energetek hep karbon, gant tredan produet dreist-holl gant an heol fotovoltaek hag ar rodoù-avel.
Evit al lastez, pouezañ a ray ar strollegezh war ar Vretoned, dezho d’ober gwelloc’h, da lavaret eo bihanaat ar c’hementad anezho hag adimplijout anezho pa c’haller. O vezañ ma vez produet 83 % eus al lastez gant an embregerezhioù e vo sikouret ar re-se da labourat muioc’h hervez an ekonomiezh kelc’h.
Fiñvusted : bastañ gwelloc’h da ezhommoù an implijerien ha digarbonañ
Emañ ar Rannvro o vont da stankaat he c’hinnig treuzdougen e Breizh. Pouezus eo an dalc’h-se : 22 % eus ar budjed a vo gouestlet dezhañ e 2024.
Gant an arc’hant-se e fell d’ar Rannvro delc’her da ginnig doareoù treuzdougen efedus ha diouzh goulenn ar geodedourien (evit mont d’ar skol, war an hentoù-houarn, etre kêrioù, war vor). Da skouer, ne cheñcho ket priz ar c’houmanant-skol (120 € ar bloaz, ur priz digemm abaoe 2018), ha war gresk ez ay an niver a TER, a ya d’ober diazez ar fiñvusted e Breizh : + 20% ac’hann da 2030, + 50 % e 2035 ha + 100 % e 2040 !
Postet e vo kalz arc’hant evit nevesaat an danframmoù hag evit modernaat rouedad an hentoù-houarn.
War ar memes tro e vo un ostilh nevez gant ar raktres « Breizh Fiñvusted », a vo e servij an holl bennadurezhioù a ra war-dro an treuzdougen. Gant ar sindikad kemmesk-se e vo kadarnaet an traoù a zo anezho dija, evel ar gartenn KorriGo, ha gallet e vo respont da dalc’hoù an treuzkemm, er rannvro koulz hag e pep korn-bro.
Ken pouezus all eo plas ar marc’hoù-houarn er fiñvusted doujus. Ac’hann d’an diskar-amzer e vo kinniget ar steuñv rannvroel evit ar velo, a oa bet boulc’het e 2022. Gantañ e fell d’ar Rannvro ma vo Breizh un tiriad dave a-fet fiñvusted war velo, ha liammañ anezhi ouzh ar modoù treuzdougen all, pe e vefent boutin pe kenlodet.
> Lenn ar gemennadenn glok diwar-benn ar budjed evit 2024
Rannañ :