Gant Ecowatt e vevezan gant furnezh !
12 December 2022
3 minutes de lecture
Beveziñ e koulz hag en amzer, digreskiñ ar riskloù a droc’hoù tredan e Frañs hag arboellañ arc’hant : greomp ar jestroù mat gant Ecowatt er goañv-mañ, evit ma vo pourvezet tredan d’an holl dud.
Ecowatt zo ur stignad renet gant RTT hag an AAEME, hag harpet gant Rannvro Breizh.
Pep hini ac’hanomp a c’hell digreskiñ bevezerezh an tredan. Penaos ober ? Gant jestroù simpl hag a c’hell kaout un efed warnañ evit gwir. Ma vez graet an ekojestroù-se dres d’ar mare ma vez kemennoù ruz gant Ecowatt e c’heller diarbenn an troc’hoù pe o berraat.
Pa vez barroù beveziñ, er goañv, an efedusañ tra eo reoliñ an tommerezioù, ar gouleier hag implij an ardivinkoù-ti, en ur izelaat pe en ur ampellañ o bevezerezh pa c’heller.
- Sinal gwer : ordin eo ar bevezerezh
Energiezh a-walc’h zo, rak ar produadur tredan da vezañ evit an deiz zo brasoc’h eget ar c’hementad tredan bevezet.
- Sinal orañjez : tenn eo ar sistem tredan
Bihan eo ar c’hementad tredan miret a c’hell bezañ implijet. RTT a laka « ar steuziañ industriel » da dalvezout : embregerezhioù zo a vez paeet evit digreskiñ pe kas da netra o bevezerezh en ur chom a-sav gant o labour. Degemeret mat e vez an ekojestroù sitoian.
- Sinal ruz : tenn-tenn eo ar sistem tredan
N’hellomp ket tremen e-biou d’an troc’hoù ma ne vevezomp ket nebeutoc’h a dredan. Mall eo ober ekojestroù !
Ober traoù e koulz hag en amzer
Bemdez e-pad ar goañv e vez daou vare pennañ ma kresk kalz ar bevezerezh : etre 8e hag 1e pa gomañs an dud gant o devezh ha pa gresk an obererezhioù ekonomikel, hag etre 6e hag 8e pa zistro an dud d’ar gêr ha pa vez enaouet ar sklêrijennañ foran. Dav eo ober traoù e-pad an daou vare-se eta !
Gant peseurt ekojestroù ober ?
Ma vez ur sinal ruz pe orañjez :
- Izelaat ar muiañ ma c’heller gwrez an tommerezioù,
- Lazhañ ar gouleier didalvoud pe digreskiñ ar sklêrijennañ,
- Ampellañ lod tammoù labour en ti (mekanikoù skaotañ pe kannañ …),
- Implijout nebeut an ostilhoù poazhañ (chom hep poazhañ pell, da skouer),
- Diwall da adkargañ ar c’hirri tredan pa vez tenn an traoù.
Beveziñ d’ar c’houlz mat hag arboellañ energiezh :
- Lakaat an tommer-dour da vont en-dro e-pad an eurioù dibrez,
- Izelaat gwrez an tommerezioù e 19°C,
- Staliañ gouleier gant LED e pep pezh en ti,
- Goleiñ ar c’hastelodennoù hag ar paelonoù evit poazhañ buanoc’h ar boued,
- Implijout nebeutoc’h a zour tomm,
- Lakaat harz da wrez an dour tomm produet (da sk. da 55°C).
Partager :