Aller au contenu

Gant skoazell ar Rannvro, lakait ar brezhoneg da vezañ ur varregezh vicherel !

Komz brezhoneg hag ober dezhañ bezañ ho yezh labour a c’hallit ! E Breizh, meur a aozadur stummañ a ginnig stummadurioù d’an daoulamm e-pad 6 pe 9 miz evit kaout barregezhioù solut e brezhoneg hag a c’hall bezañ talvoudus evit postoù labour e-leizh. Gallout a ra ar stummadurioù-se bezañ skoazellet gant ar Rannvro

Enseignant de breton avec des enfants dans une classe de primaire en école Diwan à Brest
Franck Betermin

Mestroniañ ar brezhoneg e Breizh zo ur gwir varregezh hag a c’hall digeriñ tachennoù micherel nevez. Ha niverus eo ar c’hinnigoù ! 1 600 post kevatal da implijoù leunamzer zo bet renablet gant Ofis publik ar brezhoneg. E bed ar c’helenn ez eus ezhomm eus brezhonegerien dreist-holl ha postoù zo ivez evit merañ ar frammoù (renerezh, sekretouriezh, kontouriezh…), e bed ar mediaoù, er strollegezhioù lec’hel… War greskiñ ez a an niver a vrezhonegerien war dachenn an degemer bugaligoù abaoe un nebeud bloavezhioù

Stummadurioù d’an daoulamm ha klok

Pemp aozadur stummañ grataet gant ar Rannvro a ginnig stummadurioù d’ar brezhoneg, hag a gas d’un testeni, un tamm e pep lec’h e Breizh (an Oriant, Brest, Gwened, Gwengamp, Karaez, Kemper, Landerne, Lannuon, Naoned, Roazhon, Sant-Brieg…).

Etre 6 ha 9 miz e pad ar stummadurioù-sear pezh a c’hall seblantout bezañ berr. E gwirionez ez a kement-se d’ober un hollad eurvezhioù bras : 840 eurvezh kelenn evit 6 miz d’an daoulamm ha 1 260 evit 9 miz. Bras meurbet eo kement-se ma keñverier gant ar 720 eurvezh kelenn yezh vev estren 1 dasparzhet war 7 bloavezh eus ar skolaj d’al lise !

Kregiñ a ra an dalc’hoù bep bloaz e miz Gwengolo hag e miz Genver.

Lakaat e anv en ur stummadur d’ar brezhoneg d’an daoulamm

Evit kavout ur stummadur d’an daoulamm nepell eus du-se e c’hallit sellet ouzh lec’hienn Deskiñ d’an Oadourien (DAO), ar gevredigezh a vod an holl aozadurioù stummañ :

www.dao.bzh/fr/apprendre-le-breton

Skoaziadoù Rannvro diouzh an treugadoù

Digor eo ar stummadurioù-se d’an holl hep rakrekiz ebet ha gallout a ra ar stajidi hag ar stajiadezed tennañ splet eus skoazell ar Rannvro.

Evit an dud dilabour e c’hall ar strollegezh kemer tost an holl frejoù stummañ e karg, hag evit ar re n’o defe ket ar gwir da gaout ar skoazell evit distreiñ d’al labour e c’hall ivez ar strollegezh reiñ ur skoazell arc’hant d’ar stummañ micherel (etre 390 € ha 930 € bep miz diouzh ar rannad tiegezhel). Gallout a ra ar c’hopridi hag ar gopradezed mont d’ar stummadurioù-se da-geñver ur raktres cheñchamant micher.

Desk, ur skoaziad hag a sell ouzh ar re a fell dezho kelenn ar/e brezhoneg pe labourat war dachenn ar vugaligoù.

Kinnig a ra ivez ar Rannvro ar skoaziad Desk/Kelenn d’ar stajidi ha d’ar stajiadezed a fell dezho labourat evel kelenner∙ez divyezhek. Sellet a ra ar skoaziad-mañ ouzh ar re o deus un aotreegezh pe ur master, an dud dilabour, ar c’hopridi hag ar gopradezed a zo o cheñch micher dre ar stummañ dibaouez hag ar gelennerien hag ar c’helennerezed unyezhek o deus bet un ehan stummañ pe a zo e-maez a garg evit dont da vezañ kelennerien ha kelennerezed divyezhek

Ur skoaziad heñvel, Desk/bugaligoù, a sell ouzh ar re a fell dezho labourat war dachenn ar vugaligoù.

Ar skoaziadoù-mañ a ya betek 2 500 € evit ar stummadurioù 6 miz – pe 3 000 € evit ar stajidi a zo o chom er Mor-bihan pe e Penn-ar-Bed hag a c’houlenn Desk/Kelenn – ha 1 500 € a c’hall bezañ ouzhpennet ma vez un astenn 3 miz d’ar staj.

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar skoaziadoù Desk/Kelenn ha Desk/Bugaligoù :

 www.bretagne.bzh/aides/fiches/copie-de-langue-bretonne-desk-enseignement-kelenn/

www.bretagne.bzh/aides/fiches/desk-petite-enfance-breton/

Taolit evezh ! Ret eo kas ar goulennoù Desk d’an 31 a viz Genver 2022 d’an diwezhatañ evit ar stummadurioù 6 miz etre miz Genver ha miz Mezheven 2022.

Evit gouzout hiroc’h e c’hallit mont e darempred gant Servij yezhoù Breizh Kuzul-rannvro Breizh

[email protected]  / 02 99 27 43 65

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter