Implij : ar pevar stajiad-mañ o deus bet pep a stummadur arc’hantaouet gant ar Rannvro
25 November 2022
11 minutes de lecture
Florent, Mélanie, Nicolas hag Ariane o deus bet pep a stummadur perzhekaat dre ar stignad Qualif Emploi. Hiziv an deiz o deus cheñchet micher, pe emaint war-nes ober, deuet da vezañ metrer, mekaniker, souderez ha penn raktres RSE, ha gallet o deus holl kaout ur stummadur arc’hantaouet gant Rannvro Breizh. Hentadoù er vuhez hag a c’hallfe bezañ skouerioù evidoc’h…
Florent, Ariane, Mélanie ha Nicolas o deus gallet cheñch micher gant ar stignad Qualif Emploi.
Bep bloaz e vez arc’hantaouet o stummadur gant ar Rannvro d’ur 25 000 bennak a Vretonezed hag a Vretoned hag a fell dezho deskiñ ur vicher badus.
Sellet a ra ar stummadurioù-se ouzh kement gennad a vefe ha gallout a reont kaout ur sikour arc’hant hag a sav etre 390 ha 930 a euroioù, pe ouzhpenn zoken diouzh tres an dud. Un digarez d’an dud da reiñ lañs adarre d’o red-micher, ar pezh a weler mat gant testenioù pevar stajiad e stummadur micherel.
Florent zo er mare-mañ en ur stummadur evit bezañ metrer
« Emaon en ur stummadur evit bezañ metrer en EPNAK, un ensavadur hag a ra war-dro degemer ha sikour an nammidi hag aesaat dezho kavout o flas er gevredigezh hag er bed micherel. A-raok e oan bet o labourat evel skoazeller melestrer e ti Orange ha goude-se e bed ar sevel tiez. Met ranket em eus cheñch micher abalamour na oan ket gouest d’ober ar vicher-se ken
Kavet em eus ma stummadur ma-unan. Evit en ober em eus graet enklaskoù war ar micherioù abalamour da vezañ sur da gavout unan hag a blijfe din war hir dermen. Hag evel-just e oan o klask ur vicher nevez en ur gennad lañs gantañ. 36 vloaz on ha tad da zaou vugel, rak-se eo ret din kavout labour da-heul ar stummadur.
Pa’z on nammet ma-unan em eus gouezet e oa ur stummadur evit bezañ metrer kinniget gant an EPNAK hag a zo bet, evidon, arc’hantaouet penn-da-benn gant ar Rannvro, tra ma vez roet un digoll din bep miz jedet diwar ar gopr a douchen a-raok.
Ar vicher vetrer eo sevel sifradurioù, rakprizioù, rakjediñ ar c’hementad danvezioù a vo ezhomm evit ur chanter bennak ha kement zo. Gant ar skiant prenet ganin e ouien da belec’h e oan o vont.
War-dro 11 miz e pad ar stummadur hag er fin e vez roet un teul micherel d’an den : teknikour metrer war ar sevel tiez, hag a dalvez kement hag ar vachelouriezh. Sevel a ra ar frejoù pedagogel da 15 000 euro pe dost, paneve ar skoazell digant ar Rannvro ne oan ket evit mont er stummadur-mañ. »
Ariane deuet da vezañ un arbennigourez war ar soudañ er sevel-bigi
« Ma micher gentañ a oa liorzhourez er Reünion. Abalamour d’ar C’hovid ha d’an diouer a labour war an enezenn em boa cheñchet micher dija, evit mont da duellennerez industriel.
Fellout a rae din avat deskiñ ar vicher evit a sell ouzh ar sevel bigi abalamour ma c’haller kavout postoù labour e-leizh er gennad-se. Ha me er Reünion bepred em boa goulennet gouzout hiroc’h gant STROS an Oriant, goude bezañ gwelet e oa ur stummadur war ar soudañ er sevel bigi. Digor e oa ar stummadur din ha gant ar stignad Qualif Emploi em eus gallet kaout ur gopr hag a oa tost d’an RSA.
Gant ar stummadur em eus gallet tremen aotreegezhioù, da lavaret eo doareoù resis da soudañ implijet evit ar bigi. Gallet em eus tremen un dek bennak, ha pa goustont etre 300 ha 500 euro pep hini, anez kontañ priz an dir hag ar gaz…
Pevar miz e pad ar stummadur. Roet e vez kalz a blas d’ar mareoù pleustr met kentelioù teorikel a vez ivez. Un tamm re hir al lodenn deorikel evit an dud stummet dija eveldon, rak kustum omp da vezañ gant an traoù fetis kentoc’h…
E-kerzh ar stummadur e oan bet oc’h ober ma staj e ti un eilkevratour evit Naval Group. Dalc’het em boa da labourat er stal-se e miz Mae a-raok kregiñ ganti e chanterioù an Atlanteg, lec’h m’emaon bepred.
Ur mare talvoudus eo bet ar pevar miz-se. Barrek-tre eo tud ar STROS ha sikouret on bet ganto da gavout ur staj. Ha gant ar stummer, a oa souder diouzh e vicher a-raok, e vez kaset ar stajidi war-zu ar pezh a vo mat evito ha broudet e vezont gantañ da vont pelloc’h. »
Mélanie zo o teskiñ ar vicher penn raktres RSE
« Kuitaet em eus ma fost-labour diwezhañ da-heul un dorridigezh kendivizadel, goulennet ganin. Enskrivet on e Pol Implij abaoe miz Ebrel ha da gentañ e oan e soñj da vont war ar vicher gelennerez met trawalc’h e oa bet din tremen un devezh en ur c’hlas evit kompren ne oa ket graet evidon (c’hoarzhin a ra).
JSoñjet em boa ivez mont pelloc’h ganti evit barregezhioù am boa tapet war dachenn ar marketing-kehentiñ hag a-benn ar fin, da-geñver un emvod aozet gant Pol Implij, em boa gouezet e oa eus ar stummadur-mañ war an RSE (atebegezh kevredigezhel an embregerezhioù), evit bezañ penn raktres RSE ha diorren padus. Dedennet e oan bet kerkent !
12 000 euro e koust ar stummadur-mañ hep ar skoazelloù ha kemeret eo bet e karg penn-da-benn gant ar Rannvro. Padout a ra c’hwec’h miz, daou anezho en un embregerezh, hanter amzer. Fin am bo gantañ e-kerzh miz Ebrel.
Ouzhpenn cheñch micher da vat e fell din implijout ar pezh a ouzon war dachenn ar marketing evit sachañ evezh an dud hag ober dezho kompren pouez an RSE. Gouzout a ran n’eo ket aes reiñ lañs da oberoù efedus da vat paneve ar merkoù efedusted. Rak-se e fell din solutaat ma gouiziegezhioù liammet ouzh an ekologiezh hag an endro abalamour da gavout doareoù efedus da labourat e diabarzh an aozadurioù. Diwar neuze, gant ma stummadur doubl, e c’hallin kehentiñ gant muioc’h a skiant-vat, o lakaat an traoù mat war wel.
E bed ar c’hehentiñ hag ar marketing e vez cheñchet an ostilhoù ingal ha peurliesañ ne vez ket amzer d’en em stummañ pa vezer war ur post. Gant ma stummadur am eus tro ivez da vont pelloc’h gant an traoù : anavezout al labelioù hag an normoù RSE, jediñ ur bilañs karbon, sevel raktresoù RSE… Hag ur chañs eo evit ma red-micher : ne vez ket stummet kalz a dud war an RSE. »
Nicolas, bet hestanker, deuet da vezañ karrdiour
Hestanker e oan e bed ar sevel tiez ha difredet e oan bet e 2020, ha me 41 bloaz da neuze, abalamour ma oan distu da labourat gant ma glin. Ret e oa din cheñch micher.
Bremañ emaon o labourat e KTP er c’harrdi ma oan bet e meur a staj. A-raok em boa kavet ar stummadur da vont da garrdiour war Internet dre forzh klask ma-unan. A-viskoazh on bet dedennet gant bed ar c’hirri-tan ha peogwir e vezan o vitellat ingal e ouezen mat a-walc’h diouzh ar mekanikerezh. Ret e oa din kaout deskamant ouzhpenn evit labourat ha bezañ enfredet.
Kavet em eus ur stummadur kinniget gant ar STROS hag a bad eizh miz, hag a gord gant ar stignad Qualif Emploi. Paneve ar stignad-se e koust ar stummadur war-dro 10 000 euro. Splann e oa ne oan ket evit paeañ kemend-all.
Pa n’em eus diplom ebet em eus ranket mont e kentelioù teorikel e-kerzh ar stummadur, gant eurioù galleg pe matematik bep sizhun. Ret e oa din ober kemend-all evit tapout an TGM. N’eo ket bet aes avat distreiñ d’ar skol. Bet on war-nes paouez ganti. Gallet o doa ar stummerien reiñ kalon din adarre, rak-se on anaoudek en o c’heñver.
Gant sikour ar Rannvro he deus kemeret ar stummadur e karg em eus gallet deskiñ ur vicher nevez anez dispign ma gwirioù gounezet dre ar gont stummañ personel (KST). Gallout a rin implijout an eurioù-se diwezhatoc’h evit en em arbennikaat…
Bremañ ne’m eus ket kement a aon da zistreiñ d’ar skol, prest on da zeskiñ traoù nevez ha da vont war wellaat c’hoazh. Degouezhout a ray din diwezhatoc’h marteze, ma fell din sevel ma stal din-me un devezh bennak… »
En pratique
Partager :