Aller au contenu

JO 2024 : ur sell ouzh taolioù-kaer an atletourien baralimpek breton

Gwelet roll an atletourien vreton loreet e Pariz !

Logo JOP 2024

Aour, arc’hant, arem… Un taol-kaer eo bet ar c’hoarioù paralimpek-mañ ha Breizh he deus graet he lod gant 16 medalenn gounezet.

(Ad)sellet ouzh o disoc’hoù dre ziskiblezh.

> Breizh, douar C’hoarioù !

3 medalenn aour :

  • 2 ditl e paramarc’hhouarnerezh gant Alexandre LEAUTE : poursu 3000 m war roudenn, hag a-benn d’an eur war hent
  • 1 titl e paraneuial gant Emeline PIERRE : 100 m neuñv dieub

5 medalenn arc’hant  :

  • 3 zitl e paramarc’hhouarnerezh gant Heidi GAUGAIN : poursu 3000 m war roudenn, a-benn d’an eur war hent ha redadeg war hent
  • 1 titl e paramarc’hhouarnerezh gant Gatien LE ROUSSEAU : a-benn d’an eur war hent
  • 1 titl e paramarc’hhouarnerezh gant Mickael GUICHARD, sturier evit Elie de CARVALHO : a-benn d’an eur war hent

8 medalenn arem :

  • 2 e paramarc’hhouarnerezh gant Alexandre LEAUTE : a-benn d’an eur 1000 m war roudenn ha redadeg war hent
  • 1 e paramarc’hhouarnerezh gant Gatien LE ROUSSEAU : poursu 4000 m war roudenn
  • 1 e paraatleterezh gant Antoine PRAUD : 1500 m
  • 1 e parabadminton gant Faustine NOEL : kemmesk doubl gant Lucas MAZUR
  • 1 e paratennis-taol gant Matéo BOHEAZ : paotr penn-ouzh-penn
  • 1 e paraneuial gant Emeline PIERRE : 100 m kein
  • 1 e parajudo gant Jason GRANDRY : + 90 kg.

🎖Ur sell ouzh taolioù-kaer an atletourien vreton er c’hoarioù Olimpek !

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ