Kejañ gant pevar dilennad e Kuzul-rannvro ar yaouankizoù
5 May 2023
8 minutes de lecture
RUMMAD 1/… | Engouestlañ ha bezañ tik gant ar politikerezh, raktresoù da gas war-raok, labourat a-stroll er bodadoù… E-pad an daou vloavezh respetad e sellimp a-dostoc’h ouzh ar pezh a ray 4 den yaouank e-touez ar 156 a zo dilennet e Kuzul-rannvro ar yaouankiz. Er pennad kentañ-mañ e komz Adèle Chasle, Louis Justom, Alexis Rannou ha Louna Demetz eus an dilennadeg, o labour e KRY, ar pezh emaint o c’hortoz hag an oberoù a fellfe dezho kas war-raok e servij ar re yaouank e Breizh. Testenioù.
Ul lec’h empentet evit ha gant ar geodedourien yaouank, dezho d’embann o soñj ha da gendivizout. Bep daou vloaz ez a ur 80 daouad paotr-plac’h bennak, anezho liseidi en eil pe kentañ klas dilennet gant o c’henseurted, d’ober Kuzul-rannvro ar yaouankiz (KRY), a zo savet war skouer Kuzul-rannvro an dud vras.
Da-geñver an 3e dalc’h hollek e KRY a oa bet d’an 8 a viz Meurzh, e oamp bet o komz gant an daou genbrezidant, Adèle Chasle ha Louis Justom, a zo er bodad Bevliesseurted-hin eviti ha Yec’hed hag aezamant evitañ, ha gant Alexis Rannou ha Louna Demetz, eilerien er bodadoù Kehentiñ ha Yec’hed hag aezamant.
En ur mod reoliek e welimp asambles ganto e peseurt stad e vint en em gavet gant o oberoù hag e c’houlennimp ganto penaos e tremen an traoù evito e KRY.
Dasparzhet eo ar 153 a guzulierien e-barzh pemp bodad-labour. Bodet e vezont bep miz en un dalc’h hollek, en ostel Courcy, e Roazhon. Evit ar respetad 2022-2024 o deus divizet labourat war an temoù-mañ :
- Bevliesseurted ha hin,
- Sevenadur,
- Yec’hed hag aezamant,
- Ingalded, justis sokial ha diraez ar gwirioù,
- Kehentiñ.
> Budjed, mont en-dro, traoù kaset da benn ha kement zo… Kompren pep tra evit a sell ouzh Kuzul-rannvro ar yaouankiz
Emañ Adèle Chasle e kentañ klas hollek el lise Jean Macé, e Roazhon. Kenbrezidantez KRY eo asambles gant Louis Justom
« Klevet em boa komz eus KRY pa oan en eil klas, e-barzh kuzul buhez al liseidi. Dedennet on gant ar politikerezh, rak-se e oan aet war ar renk diouzhtu. Bezañ e KRY zo un digarez da anaout gwelloc’h ar rannvro m’emeur o vevañ, d’ober anaoudegezh gant re yaouank all ha gant tud talvoudus eus ar vro.
Aet on er bodad-labour Bevliesseurted ha hin rak troet on kalz gant an tem-se ha, dreist-holl, un dalc’h pouezus-bras eo evit ar re yaouank. Er mareoù-mañ emaomp o tastum titouroù c’hoazh. Klask a reomp gouzout hiroc’h war an dalc’hoù e-keñver an endro a sell ouzh Breizh, da gentañ-penn ar vevliesseurted ha metoù ar mor, an ekonomiezh-kelc’h ha mererezh al lastez.
E-kerzh ma respetad e plijfe din sachañ evezh ar re yaouank war ar reuz graet gant ar gwiaderezh industriel. Mat e vefe dont a-benn da lakaat cheñch ar mod ma vezomp holl o sellet ouzh ar c’hiz ha neuze broudañ an dud da implijout dilhad eildorn, e-touez traoù all. Da’m soñj e c’haller cheñch hon doareoù da brenañ ha da implijout, kement-se zo kaoz ivez e plijfe din, en amzer-da-zont, krouiñ un embregerezh hag a gemerfe an endro hag an oberoù sokial e kont. »
Emañ Louis Justom el lise Sant-Loeiz en Oriant. Asambles gant Adèle e ra al liamm etre KRY hag ar bodad yaouankiz e Kuzul-rannvro Breizh ma’z int izili da vat abalamour d’o c’harg
« Gant Gaby Cadiou, kuzulierez-rannvro evit ar yaouankiz, e prientomp roll-labour an dalc’hoù hollek a vez ur wech ar miz en ostel Courcy, e Roazhon. Digeriñ a reomp an devezh kendivizout, a vez graet dre strolladoù bihan er bodadoù, ha kemer a reomp ar gaoz adarre e fin an dalc’h hollek evit embann ar bilañs.
Emaon er bodad-labour Yec’hed hag aezamant. Dedennet-kaer on gant ar yec’hed-spered rak ur bern tud yaouank zo gant an diwaskadenn. Er bodad e vez displeget deomp, gant un den e karg er Rannvro, peseurt stignadoù yec’hed a zo evit ar re yaouank. Krog omp dija da soñjal er pezh a c’hallfe bezañ graet. Merket hon eus, da skouer, ne oa ket trawalc’h a bsikologourien-skol el liseoù. Ha gwelet hon eus ul liamm etre ar monedone hag ar yec’hed : sevel abred evit mont gant ar bus d’ar skol zo ur samm war vuhez ar re yaouank, siwazh.
Krog e oan ganti pa oan er c’hentañ derez, e kuzul-kêr ar re yaouank. Plijout a ra din ober traoù evit mad ar geodedourien. A-benn bremañ evel kuzulier e KRY, ha diwezhatoc’h evel maer pe war ur garg politikel all, piv a oar ?… »
Gouezet he doa Louna Demetz e oa eus KRY a-drugarez d’ar PKS el lise Simone Veil, e Liverieg. Eilerez eo evit penn ar bodad Yec’hed hag aezamant
« E-kerzh ar respetad diwezhañ e oa bet douget ur c’hinnig gant re yaouank KRY, ha lakaet ar C’huzul-rannvro da votiñ evitañ : reiñ gwarezoù yec’hedel digoust el liseoù. Emichañs e teuimp a-benn da ginnig un dra ken talvoudus.
Er bodad Yec’hed hag aezamant e vezomp prederiet gant yec’hed-spered ar re yaouank ha gant an takadoù hep medisin. Gouzout a reomp pegen fall e oa bet ar mareadoù kognañ e-keñver startijenn ar re yaouank. Ar c’hargoù labour hag an amzer lakaet evit mont ha dont a c’hall bezañ sammoù pounner evit darn ac’hanomp. Hiziv emaomp o kendivizout war an temoù-se en un doare sioul ha seven.
Eilerez on, gant-se e rankan sikour ar re a zo e penn ar bodadoù. Ar re-se a vez o tigeriñ ar gaoz en deizioù ma vezomp bodet. Ar wech kentañ m’en em gaver en ostel Courcy n’ouzer ket pelec’h mont d’azezañ ha fromus eo kemer ar gaoz en hantergelc’h. Gouzout a ran avat e tesker traoù talvoudus evel-se. »
Eiler eo Alexis Rannou er bodad Kehentiñ. Emañ e lise ar Spered Santel e Landivizio
« Kevatalder ar chañsoù zo un tem pouezus-bras evidon. Ha gallout a ra bezañ afer an holl vodadoù : da skouer, lakaat kalz amzer evit mont ha dont a c’hall bezañ fall evit yec’hed ar re yaouank. Ken gwir all eo evit ar sevenadur, ne vez ket digor d’an holl er memes mod, diouzh an takadoù e vez. E Breizh, betek bremañ, eo digoust d’ar re yaouank kemer an tren e-pad an hañv. Marteze e tlefed soñjal e prizioù hag a c’hallfe bezañ kompez evit an holl a-hed ar bloaz…
Er bodad Kehentiñ omp karget da lakaat brudañ KRY e-touez an dud yaouank ha d’ober dezho anaout an divizoù a vez kemeret evit gwellaat o buhez pemdez. E-giz-se ivez e c’haller diskouez d’ar re yaouank all an traoù a bep seurt a c’hallont ober.
Kemeret e vo an divizoù e-kerzh ar respetad. Emaomp c’hoazh oc’h ober anaoudegezh gant an traoù hag o teskiñ an doareoù d’ober, met kemeret e vo lañs ganeomp. Bepred, roet e vez bec’h gant an holl ha fellout a ra deomp lakaat an traoù da vont war-raok. »
Partager :