Kenstrivadeg vedel ar micherioù 2024 : 4 medalenn gant ar Vretoned
28 October 2024
1 minute de lecture
Ar Bretonezed hag ar Vretoned o doa graet berzh war ar podiom evit gourfennoù ar 47vet Kenstrivadeg vedel evit ar micherioù – WorldSkills, bet aozet e Lyon eus an 10 d’ar 15 a viz Gwengolo.
An aour evit ar ficherezh-blev gant Marie Langlais. Marie
Langlais zo 22 vloaz hag a-orin eus ar Mor-Bihan. Labourat a ra gant ur gevrat
micherelaat e KSD Kemper, hag a-bep-eil er saloñs Mille et Une Têtes e
Sant-Jili-Roazhon.
An arc’hant evit al livañ kirri gant Ronan an Tutour. 21 bloaz eo Ronan an Tutour hag ur vedalenn arc’hant en doa bet dija er Wordskills Frañs.
Enoret eo bet Ticiano Moazan evit ar c’harellañ. 19 vloaz eo Ticiano Moazan. Deskard gwellañ Frañs e oa e 2022 ha tapet en deus ur vedalenn aour er Wordskills Frañs. Stummet e oa bet e KSD war dachenn ar Sevel-tiez e Sant-Gregor hag e Gwened ha labourat a ra a-bep-eil e Dolce Carrelage e Pazieg.
Gourc’hemennoù ivez da Nolwen Courau, 24 bloaz anezhi hag implijadez e La Boucherie Rennaise. Tapet he deus ur vedalenn aour e-maez kenstrivadeg evit ar c’higerezh.
En images
Crédit photo : Himal Reece
Crédit photo : STUDIO CHAILLOU
War-zu an taol da zont !
Diwar vremañ e c’hall al liseidi, deskidi hag
implijidi yaouank vreton dindan 23 bloaz sellet war-zu an 48vet Kenstrivadeg
evit ar micherioù, a vo an troioù-dibab rannvroel anezho, aozet gant Rannvro
Breizh, e Sant-Brieg etre an 29 hag an 31 a viz Genver 2025.
Digor eo an enskrivadurioù betek an 18 a viz Here war lec’hienn Kenstrivadeg ar micherioù.
Partager :