Aller au contenu

Klaoustre ar geginerien : gwelet ar sekredoù !

D’an 11 a viz Mae 2022 e oa bet « klaoustre ar geginerien » evit ar wech kentañ : ur genstrivadeg keginañ abalamour da zegas brud war ar micherioù stag ouzh ar pretioù-skol, ampartiz ar skipailhoù ha diskouez ez int barrek da ginnig predoù a galite gant produioù eus ar mare eus ar bloaz. Gwelet a reot sekredoù ar vistri-geginerien en hol levrig !

An disoc’h :
1añ priz – Kêriad skolioù Jean-Moulin e Kastellin (29)
Eil priz – Lise Anita-Conti e Bruz (35)
3e priz – Lise Simone-Veil e Liverieg (35)
4e priz – Lise Kerneuzeg e Kemperle (29)
5vet priz – Lise labour-douar Susunioù e Montroulez (29)

Ar meuzioù kinniget gant skipailh al lise Anita-Conti e Bruz (35) – Thierry Glo, Julien Kiss ha Llona Aubert :
Kein levneg, flastrenn avaloù-douar gant anduilh hag irvin-ruz koñfizet
Kaol strak, skañvadell garamel gant amann-sall

Ar meuzioù kinniget gant skipailh al lise Kerneuzeg e Kemperle (29) – Patrick Butet, Michèle Galliot ha Iam Le Guern :
Tanavenn levneg, triad kaol-fleur hag e livrizhenn
Ker-amisu karamel gant amann-sall ha gwastell strak gwinizh-du

Ar meuzioù kinniget gant skipailh lise labour-douar Susunioù e Montroulez (29) – Gaëlle Le Roux, Océane Ferec ha Kyrian Saint Marin :
Pesked chaous gant bezhin ha bier, bruskenn gwinizh-du
Sablegenn giz Breizh, skañvadell sivi, merengenn graet en ti ha ganach suravaloù glas

Ar meuzioù kinniget gant skipailh ar c’hêriad skolioù Jean-Moulin e Kastellin (29) – Mathieu Uzel, Anthony Raynard, Guihenn Guilloux :
Balotenn yer bezhin, yod karotez ha chaous giz Bearn
Cake choko-beterabez, jelaenn ha teolenn beterabez

Ar meuzioù kinniget gant skipailh al lise Simone-Veil e Liverieg (35) – Mickaël Brulé, Éric Méret ha Tristan Mahieu :
Tajinad kig-yer gant abrikez
Milfeilhenn sivi giz Breizh

Ur glaoustre a live uhel e oa evit hor skipailhoù el liseoù a oa bet gouest da ginnig sekredoù digustum hag a c’hall bezañ prientet er pretioù emservij e liseoù Breizh. Gwelet a reot ar sekredoù lipous-se en hol levrig :

En pratique

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter