Aller au contenu

Krampouezh ha galetez : ar sekredoù da c’houzout!

C’hwi eo paotr pe blac’h ar galetez gant silzig peotramant amann ha sukr ? Tri zra pe chokolad chantilly ? Ne vern petra a gavit gwelloc’h a-fet krampouezh ha galetez. Diskuliañ a reomp deoc’h holl sekredoù ar meuzioù-se a zo stag ouzh personelezh Breizh ! Hag a-raok pep tra, Chandelour laouen deoc’h-holl !

Un tamm eus spered Breizh eo a lonker e pep begadenn… Krampouezh ha galetez, sukret pe sall, zo deuet da vezañ tamm-ha-tamm unan eus arouezioù Breizh, ha deuet int betek ennomp a-dreuz an amzerioù, hag i ken fresk bepred.

Debret e vez krampouezh abaoe ar ragistor, a-raok ar bara zoken ! D’ar c’houlz-se e oa ur meskaj edaj lakaet e poultr ha dour da fardañ ur seurt yod hag a veze lakaet da boazhañ war ur maen tomm.

N’eus nemet en 13vet kantved e voe gwelet ed-du er parkeier en Europa evit ar wech kentañ. Er Grennamzer e veze debret gant an dorn peurvuiañ, trempet er soubenn pe er podaj.

En 18vet kantved e oa bet skrivet evit ar wech kentañ ur gwir sekred galetez e Breizh : « pastez Begerel », div galetezenn gant amann hag ur vi liset.

E fin an 19vet kantved e oa bet ganet ar galetez silzig, deuet da vezañ brudet-kaer !

Krampouezh pe galetez ? An diforc’h etre Reter ha Kornôg Breizh

E Breizh-Uhel e vez lavaret « galetez » pa vez implijet bleud ed-du, ha « krampouezh » pa vez implijet bleud gwinizh evit ar sekredoù sukret.

E Breizh-Izel e vez lavaret « krampouezh sall » pe « krampouezh ed-du » pa vez lakaet bleud ed-du en toaz. Ar « c’hrampouezh sukret » pe « krampouezh gwinizh » a vez fardet diwar bleud gwinizh-gwenn.

Gwir sekred ar c’hrampouezh

Evit 30 krampouezhenn tamm-pe-damm :

  • 3 pe 4 vi
  • 150 g sukr semoul
  • 7.5 g holen
  • 500 g bleud gwinizh
  • 25 g amann sall (pa lavaromp deoc’h eo ur sekred eus Breizh, kasit an amann disall-se diwar wel !)
  • 1 litrad laezh

Ouzhpennañ ul lommig rom, bier pe un tamm vanilha ma fell deoc’h

1. Meskañ ar vioù gant ar sukr.

2. Ouzhpennañ ar bleud hag an holen da-c’houde, hep meskañ betek re. Ouzhpennañ an amann teuzet.

3. Skuilhañ an hanter litrad laezh a chom.

Setu ! Ar pezh a zo mat gant ar sekred-mañ eo n’eus ket ezhomm da leuskel an toaz da ziazezañ. N’ho peus ken nemet tapout krog en ho paelon gaerañ evit treiñ ho krampouezhenn a-raok debriñ anezhi (gant karamel amann sall evel just !)

Bremañ pa’z oc’h ur mailh evit a sell ouzh istor ar c’hrampouezh hag ar galetez, amprouit ho kouiziegezhioù diwar-benn boued Breizh ! !

Paneve an ed-du, krampouezhenn pe galetezenn ebet !

Selaou en-dro an abadenn 1 en hor podskign Demi-Sel gouestlet d’ar gwinizh-du !

Les Bretons ont-ils inventé la crêpe ?

La réponse se trouve dans le dernier numéro de notre magazine le B !

Alors à votre avis ?

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter