Aller au contenu

Kuzul-rannvro : un dalc’h gouestlet d’ar fiñvusted padus

Trenioù THR nevez, ar raktres BreizhGo Express Sud, diorren ha suraat implij ar velo… Ar sizhun dremenet e oa bet lakaet ar gaoz war an danvezioù da ouestlañ da dachenn ar fiñvusted evit respont diouzh ar gwellañ da ezhommoù pemdeziek an dud

An tren e-kreizig-kreiz ar preder.

Re a girri a vez war an hentoù pennañ en-dro d’ar c’hêrioù bras hag ezhomm zo da zigarbonañ ar modoù treuzdougen, rak-se e vo lakaet kalz arc’hant gant ar Rannvro war dachenn an hentoù-houarn e Breizh evit kendelc’her da ginnig ur servij a galite d’an dud (95.6% eus an trenioù a vez reoliek, ar gwellañ feur e Frañs).

Un tren bep 20 munutenn

Lakaat kreskiñ al lodenn a sell ouzh an THR eus 20% a-benn 2030, 50% a-benn 2035 ha 93% e 2040, amañ emañ an dalc’h. Kinnig un tren bep 20 munutenn en tiez-gar pennañ d’an eurioù barr, hag unan bep eur e-pad an eurioù dibres. Ur budjed 187M€ a vo implijet evit an danframmoù ha modernaat linennoù zo.

Evit gwellaat an hentoù-houarn betek beg ha kreiz Breizh e vo postet 113M€. Ar pal eo liammañ Brest ha Kemper ouzh Roazhon dindan 1e30, ha Pariz dindan 3e.

Abalamour d’an darn vrasañ eus an dud da c’hallout mont gant an hentoù-houarn e vo arc’hantaouet linennoù zo (an Alre-Kiberen ha Gwengamp-Karaez).

Abalamour d’an darn vrasañ eus an dud da c’hallout mont gant an hentoù-houarn e vo arc’hantaouet linennoù zo (an Alre-Kiberen ha Gwengamp-Karaez).

Da lenn ivez – 2 dren war ar memes hent e ti-gar Roazhon !

En images

BreizhGo Express Sud : ur c’hinnig dibar e Frañs

An RHR meurgêr mod Breizh. Ar Rannvro ha c’hwec’h etrekumunelezh etre Gwened ha Kemper a labouro a-gevret evit gwellaat an doareoù da vont ha dont e Su Breizh. Un THR a vo kinniget bep 30 munutenn en eurioù barr etre Gwened ha Kemper. E-giz-se e tremeno an trenioù 21 gwech ouzhpenn bemdez en diazadoù bevañ-se.

Ar pal eo aozañ « ur stroñs war ar c’hinnig trenioù » evit ar veajourien e Su Breizh ha sevel BreizhGo Express Sud, ur servij nevez hag a vo lakaet e plas a-benn fin 2025, arc’hantaouet gant ar Rannvro evit 70% ha gant an DPKEoù evit 30%.

Ur youl sevel padus

Kalz labourioù all a vo graet evit lakaat ar rouedadoù hentoù da vont diouzh an implijoù nevez, dreist-holl evit diorren ha suraat implij ar velo er poloù eskemmoù liesvod (53M€) hag er belohentoù (50M€).

Adkempennet e vo an hentoù-houarn etre Brest hag An Oriant hag adlañset e vo ar c’hinnig « mor+houarn » abalamour da zigarbonaat an treuzdougen.

Ar servij THR BreizhGo, aozet hag arc’hantaouet gant Rannvro Breizh, a vez lakaet e pleustr gant SNCF Voyageurs dre ur c’hendivizad liesvloaziek. Echuiñ a ray ar c’hendivizadoù THR ha TTB e fin 2028 hag e fin 2027, gant-se emeur o labourat gant an oberataer tost d’ur bloaz zo evit termeniñ stumm ha danvez ar c’hendivizadoù nevez. Da-heul ar c’hevraouiñ ez eus bet kavet un emglev war daou raktres kendivizad hag a a zo termenet pennaennoù bras ganto :

  • padelezh,
  • dalc’husted ha kalite ar servij publik,
  • neveziñ,
  • merañ ar c’hargoù korvoiñ,
  • postañ arc’hant e-barzh an dafar-ruilh (prenañ trenioù hag ober labourioù kempenn).

Delc’her gant ar c’hevelerezhioù-se ra deomp gwarantiñ an desservij trenioù e Breizh evit dek vloaz, kreñvaat hor youl da zaougementiñ ar c’hinnig trenioù e Breizh a-benn 2040, lakaat an TTB da zegemer beajourien er c’hêrioù krenn hag e begoù Breizh, kinnig ur servij a galite, gwellaat gwerzh an tikedoù etre ar rouedadoù treuzdougen, lakaat Breizh da vezañ bro an neveziñ war dachenn an hentoù-houarn bepred.

Hag ivez…

Kendivizet ez eus bet diwar-benn tri zem meur all e-pad an dalc’h : strategiezh ar porzhioù evit an dekvloaziad da zont, ar politikerezh rannvroel nevez Mor & Aodoù hag emrenerezh Breizh. Kinniget eo an tem diwezhañ-se e-barzh danevell ar bodad labour treuzstrolladoù evel un doare nevez da rannañ ar galloudoù reolennañ ha lezennañ.

Strategiezh ar porzhioù : « Ur porzh Breizh » 20 kae oc’h ober anezhañ

Un tem all a oa bet kaoz anezhañ e-kerzh dalc’h miz Here : strategiezh rannvroel ar porzhioù 2023-2033. Ar Rannvro zo fiziet ar gefridi enni evit un ugent porzh bennak ha fellout a ra dezhi arnodiñ doareoù da vont pelloc’h gant an treuzkemm : ekonomikel, ekologel, teknologel pe liammet ouzh al lec’haveiñ.

Ur wech c’hoazh eo ret prientiñ an amzer-da-zont ha bezañ prest da zegemer kemmoù. Setu perak ez eus bet lañset ur c’hendiviz bras gant ar Rannvro abalamour da aozañ he strategiezh rannvroel nevez evit ar porzhioù. Pevar ahel zo bet kinniget en dalc’h :

  • Ul labour merañ rannvroel, teuler evezh ouzh ar vro hag ouzh oberourien an dachenn, doujañ ar perzhioù dibar a denn da bep porzh.
  • Porzhioù skouer evit a sell ouzh an treuzkemm energiezh abalamour da zigarbonaat al lec’hiennoù hag an treuzdougen (mont dre lien pe dre dan, EMN hag ENN, treloskoù all…),
  • Porzhioù da aesaat an traoù, evit broudañ ha sikour an embregerezhioù hag ar filierennoù lec’hel da cheñch,
  • Porzhioù disaotr, dilontek hag a brodu energiezhioù nevezadus hag ekonomiezhioù-kelc’h.

Ur politikerezh mor hag aodoù nevez

70 348 a implijoù eeun, 4 990 a vartoloded-pesketaerien, 20 porzh rannvroel, 160 porzh-bageal, 4 milion a veajourien kaset bep bloaz, 2,8 milion anezho betek inizi Breizh, 106 takad mor desavadurel… un atoud eo an arvor evit krouiñ pinvidigezh e Breizh.

Ar politikerezh rannvroel nevez Mor & Aodoù a lakay an arvor da vezañ un dachenn ma vo roet lañs da Vreizh. Tri zem priorek zo bet lakaet war wel gant an dilennidi evit ar pemp bloaz da zont :

  • Kreñvaat ekonomiezh ar mor ha kemer harp war filierennoù gwellentez, mat da grouiñ postoù-labour a galite evit reiñ lañs d’an treuzkemm energiezh e Breizh.
  • Mirout takadoù mor lusk ganto hag ekoreizhiadoù dalc’hus war an aodoù.
  • Lakaat ar mor da vezañ un doare da vrudañ Breizh en estrenvro, ha da vezañ, evit ar Bretonezed hag ar Vretoned, un dra a bouez en o identelezh, un dra hag a ray dezho bezañ en o jeu.

Emrenerezh Breizh : « penn-kentañ un abadenn hir »

Kaoz a oa bet, gant prezidant ar Rannvro, Loïg Chesnais-Girard, eus tem an emrenerezh evit Breizh e kendalc’h Rannvroioù Frañs e Sant-Maloù, e fin miz Gwengolo. Adlakaet e oa bet ar gaoz war an tem-se e devezh kentañ an estez hollek.

Da lenn ivez – E Sant-Maloù eo bet degemeret Rannvroioù Frañs

Un dalc’h eo evit an demokratiezh hag e vo dav d’ar strollegezhioù tapout krog ennañ. Setu ar pezh a gomprener e pennad klozañ an danevell skrivet gant 19 dilennad. En teul-se e reer ur bilañs eus an digreizennañ ha kinnig a reer hentoù da doullañ evit bastañ da ezhommoù ar Bretonezed hag ar Vretoned.

Dalc’hoù a bep seurt zo bet lakaet war wel, evel tem ar fiñvusted, an treuzkemm ekologel, an diorren ekonomikel, yezhoù ha sevenadur Breizh.

« Penn-kentañ un abadenn hir n’eo ken », en deus lavaret Loïg Chesnais-Girard da-heul an diviz.

Lenn an danevell war an emrenerezh enlinenn

Temoù all zo bet kaoz diwar o fenn, en o zouez :

  • Ar steuñv rannvroel yec’hed endro
  • Strategiezh rannvroel an aerborzhioù
  • Harpañ ar filierenn Koad-Energiezh
  • « Dileuriadur Breizh e Brusel »

Evit mont pelloc’h

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter