An dalc’h war ar budjed evit 2021 berr-ha-berr
14 January 2021
12 minutes de lecture
Tra m’emaomp c’hoazh en ur blegenn diasur war an tachennoù ekonomikel ha sokial ez eo bet aprouet ar 6vet budjed, hag an hini diwezhañ evit ar respetad, gant ar C’huzul-rannvro. War greskiñ emañ ar budjed pa sav da 1,675 miliard a euroioù, war un dro evit delc’her da reiñ lañs d’an ekonomiezh adarre war verr dermen, hag evit lakaat Breizh da vont buanoc’h gant an treuzkemm. War ar roll-labour ivez : ar politikerezh evit kenstagded an tiriadoù, ar park Renk-Aod an Emrodez da zont, strategiezh nevez an enklask hag an neveziñ, skoazellañ bed ar c’hevredigezhioù lec’h m’int diazezet, kartenn ar stummadurioù micherel…
-
1,675 Md €Sed aze budjed ar Rannvro e 2021
-
4,3%Sed aze kresk an dispignoù postañ e-keñver ar budjed e 2020.
-
0 %Sed aze emdroadur an dispignoù evit ar mont en-dro.
Ar budjed evit 2021
Goude bezañ roet kalz a vec’h evit talañ ouzh an traoù mallus (sellet izeloc’h) e wel Rannvro Breizh, gant an enkadenn m’emaomp, penaos he doa graet an dibaboù a zere evit kregiñ gant an treuzkemmoù. Dispign nebeutoc’h a energiezh, nested ha kenskoazell, setu ar pezh a ya d’ober sichenn ar budjed evit 2021 (ur c’hresk + 4,3% e-keñver 2020 ; merket eo, evel ar budjedoù a-raok, gant al lodenn gouestlet d’ar postañ : ouzhpenn 680 M€). Gant ar budjed-mañ e tiskouez splann ar Rannvro e fell dezhi mont buanoc’h evit lakaat ar 6 engouestl pennañ e pleustr er raktres Breizh COP evit an treuzkemm abalamour da ziazezañ ar bevañ mat asambles e Breizh ac’hann da 2040.
- Debriñ mat evit an holl,
- Strategiezh evit an energiezh hag an hin,
- Fiñvusted kengred ha digarbon,
- Strategiezhioù niverel a-skiant-vat,
- Gwareziñ ha talvoudekaat liesseurted ar vuhez hag an danvezioù,
- Kenstagded an tiriadoù
Lakaat ar muiañ a arc’hant ma c’haller evit an adlañs : skoazell d’an embregerezhioù, stummañ ar re yaouank, skoazellañ bed ar sevenadur
Roet ez eus bec’h da vat gant ar Rannvro evit talañ ouzh difraeoù an enkadenn yec’hedel. E 2021 e vo dalc’het gant ar strivoù-se en ur glask mont pelloc’h ganti, gant tri zra d’ober kentañ-wellañ :
- Sikour an embregerezhioù forzh peseurt ment e vefent : + 29,5 M€ evit ar skoaziadennoù gouestlet d’an diorren ekonomikel.
- Stummañ evit sikour ar Bretonezed hag ar Vretoned a zo o klask labour, ar re yaouank da gentañ-penn : 27 M€ ouzhpenn evit ar stummañ micherel ha 3 700 plas ouzhpenn evit ar re yaouank 16-30 vloaz er stummadurioù arc’hantet gant ar Rannvro.
- Taolet e vo evezh a-dost ouzh gennadoù bresk-tre an touristerezh, ar sevenadur ha bed ar c’hevredigezhioù : 3,4 M€ lakaet ouzhpenn evit ar c’hrouiñ hag ar mont en-dro war dachenn ar sevenadur, ur font a-ratozh 2 M€ ennañ evit an obererien e bed ar c’hevredigezhioù, da glokaat stignadoù ar Stad.
Hag ivez
Aprouiñ raktres peurechu ar Sraddet
Aprouet eo bet raktres peurechu ar Brastres rannvroel evit an terkañ, an diorren padus ha kevatalder an tiriadoù (Sraddet), urzhiet gant ar Stad (lezenn NOTRe) : gantañ e vez termenet an heñchadurioù bras evit diorren tiriad Breizh war an holl dachennoù ac’hann da 2040 (terkañ an tiriad, fiñvusted, ekonomiezh, stummañ, stourm enep ar cheñchamant hin, energiezh, liesseurted ar vuhez…), a glot gant ar raktres Breizh COP.
Un engouestl evit kenstagded an tiriadoù
Frammet eo Breizh gant ur rouedad kêrioù bihan, kêrioù ha bourkoù, hag a sach tud enno. Aprouet ez eus bet ur sturfollenn nevez evit kenstagded an tiriadoù. Ganti e vo lakaet an holl bolitikerezhioù rannvroel da glokaat an eil egile abalamour da vont buanoc’h gant an treuzkemmoù (war dachenn an ekonomiezh, an endro, an niverel…) :
- Da-geñver ur c’hevelerezh kreñvoc’h gant an etrekumuniezhoù
- Lakaat kreskiñ ar genskoazell etre an tiriadoù pe e vefent war ar maez, e kêr pe trokêr.
Priorelezhioù :
- Mont buanoc’h gant an treuzkemmoù
- Degas muioc’h a virvilh e-kreiz ar c’hêrioù
- Kinnig ul live servijoù nes kentañ d’an holl dud e Breizh, gant ostilhoù nevez e servij ar strollegezhioù : ijinouriezh, buheziñ evit kendivizout war an doareoù d’ober…
Ur steuñv enluskañ evit ar re yaouank zo bet votet ivez : ar Rannvro a ray war-dro kenurzhiañ ha kas an traoù en-dro e Breizh.
Engouestlañ evit ur fiñvusted kengret ha digarbon
Graet eo ar 6vet engouestl er raktres Breizh COP evit diorren ar fiñvusted kengret ha digarbon e Breizh, hag ar pal eo tizhout un digresk 66% evit ar c’hementad CO2 taolet gant an treuzdougen a-benn 2040 ha 83% a-benn 2050. Ur pezh mell striv e vo hag eizh poent a ya d’ober ar sturfollenn evit dont a-benn eus se.
- Diorren ar rouedad treuzdougen rannvroel BreizhGo (trenioù, kirri-boutin, bigi) evit lakaat daougementiñ pouez an treuzdougen boutin
- Gwellaat kalite ar servijoù, an degemer, aezamantoù ar rouedad evit diorren kinnig BreizhGo.
- Ren ur politikerezh evit ar prizioù war ar rouedad, graet evit an holl ha kempouez war ar memes tro evit diorren ar c’hinnig ha digeriñ ar rouedad d’ar muiañ a dud.
- Eeunaat an doare da gavout titouroù war al linennoù ha da brenañ teulioù treuzdougen evit aesaat d’an dud mont gant an treuzdougen publik, pe e vefe bemdez pe ur wech dre vare.
- Delc’her da gempenn ar rouedad BreizhGo abalamour da zegemer an dud dalc’het en o c’horf, ar pezh omp krog d’ober tost 20 vloaz zo war meur a dachenn : terkañ, titouriñ, mirout plasoù.
- Kenlabourat gant an etrekumuniezhoù evit lakaat sinergiezhioù da sevel etre ar rouedad BreizhGo ha doareoù da gemer plas ar gweturioù evit un den e-unan : kenweturañ, marc’h-houarn, treuzdougen boutin.
- Mont war an an hentoù ha gant gweturioù muioc’h-mui a-stroll gant ur c’henlabour a-dost gant mererien an enframmoù ha kevelerezhioù brasoc’h evit diorren ar c’henweturañ.
- Bezañ ur Rannvro hag a ziskouez ar skouer vat, koulz e-giz implijer hag a labour war dachenn Breizh en he fezh (flodad kirri-boutin ha kement zo) hag e-giz ur strollegezh hag a vroud politikerezhioù publik da vont a-du gant ar fiñvusted digarbon.
Emdroadur kartenn ar stummadurioù kentañ
Cheñch a ray kartenn ar stummadurioù micherel kentañ hervez statud ar skolioù evit Breizh a-benn distro-skol 2021. Savet eo asambles gant an akademiezh ha puilhoc’h e vo an traoù enni, ar pezh a weler gant 37 diarbenn :
- 20 stummadur pe danvez nevez digoret
- 1 stummadur daouhanteret
- 3 hentad kemmesk hag a zo anezho dija zo treuzfurmet
- 3 digresk evit a sell ouzh ar barr degemer ha 10 klozadur.
Sellet a ra an darn vrasañ eus an diarbennoù ouzh ar Vachelouriezh vicherel (20 diarbenn evit liesaat ar c’hinnig stummañ ha lakaat anezhañ da vont diouzh ar goulenn) hag ivez ouzh an TGM (war dachenn ar c’hoad, ar werzh, an aveerezh, ar sevel-tiez…). Rak-se e vez kreñvaet al liveoù barregezh kentañ gant ar gartenn-mañ, ha klokaat a ra ar c’hinnig kreñvoc’h e BTU a gaver 2 stummadur nevez ganto (« Reoliñ oberiant ar surentez » ha « Biokalite »).
Sikour adlañsañ an embregerezhioù breizhat
Gant an darn vrasañ eus an diarbennoù mallus divizet gant ar Rannvro abaoe m’emaomp en enkadenn yec’hedel ez eus sikouret mirout kefiad ha liesseurted an obererien ekonomikel e Breizh (kenwerzhourien, artizaned, embregerezhioù, kevredigezhioù…), ouzhpenn an diarbennoù a-berzh ar Stad. Bez’ ez eus ur bern embregerezhioù bresk-tre e-keñver an arc’hant ; rak-se en deus divizet ar C’huzul-rannvro krouiñ ostilhoù evit kreñvaat fontoù piaouel an EBE hag an EME breizhat, asambles gant kevelerien publik ha prevez. Lodek e vo e tri font micherel a gapital postañ, gant 30 M€, evit harpañ ar strategiezhioù postañ gouestlet da zispakañ ekonomiezh Breizh pe da lakaat anezhi da gemm :
- Ar font Breizh Rebond (20 M€)
- Epopée Transition (10 M€),
- Brienne III (1 M€).
Ur strategiezh rannvroel nevez evit an enklask hag an neveziñ
Gant o strategiezh evit an enklask hag an neveziñ (a reer Smart Specialisation Strategy pe S3 anezho) e vez termenet, gant pep Rannvro europat, an tachennoù arbennik a fell dezhi lakaat arc’hant enno evit kaout skoazelloù digant Europa. Da-heul an S3 kentañ termenet evit 2014-2020 en deus aprouet ar C’huzul-rannvro an S3 nevez evit Breizh evit 2021-2027. Merket ez eus 5 tachenn neveziñ strategel enni hag un ahel hollek hag a sell ouzh an holl dachennoù (gouestlet d’an tachennoù neveziñ hag a c’hall sachañ ar muiañ ekonomiezh Breizh war grec’h) :
- Ekonomiezh ar mor evit ur c’hresk glas
- Ekonomiezh ar boued evit an debriñ mat evit an holl
- Ekonomiezh an industriezh evit ur produiñ naouek
- Ekonomiezh niverel suraet hag a-skiant-vat
- Ekonomiezh ar yec’hed hag an hevoud evit gwellaat kalite ar vuhez
- Un ahel hollek evit respont d’an dalc’hoù a sell ouzh treuzkemmoù an ekonomiezh hag ar gevredigezh : niverel & industriezh, ekologiezh & endro, sokial & keodedouriezh…
Implijout ar fontoù europat e Breizh adalek 2021
Evit ar maread 2021-2027 e c’hallo Breizh tennañ he mad adarre eus ar pevar font europat a gustum kaout, gant ur c’hresk dre vras. Rannvro Breizh e vo ar bennadurezh verañ evit al lodenn vrasañ eus ar fontoù-se :
- Font europat evit an diorren ekonomikel ha rannvroel (Feder) : 323 M€ (+ 27 M€ )
- Font sokial europat (FSE+) : 60 M€ evit al lodenn stummañ, asambles gant ar Stad a ra war-dro al lodennoù implij ha kenemprañ.
- Font europat evit an aferioù mor, ar pesketa hag an dourc’hounezerezh (Feampa) : emeur o kendivizout war ar budjed hag evit lodennañ ar merañ etre ar Stad ha Rannvro Breizh
- Font Europa evit al labour-douar ha diorren ar maezioù (Feader), a vo cheñchet adalek 2023 da-geñver ur politikerezh boutin nevez evit al labour-douar
- Ar font nevez React-Eu krouet da-geñver ar steuñv adlañsañ europat : 94 M€ a zlefe bezañ evit Breizh e 2021-2023
Krouiñ an 3e Park natur rannvroel
Aprouet o deus dilenn·idi·adezed ar Rannvro raktres statudoù ar Sindikad kemmesk a vo diazezet gantañ ar park natur rannvroel Traoñienn ar Renk-Aod an Emrodez. Bodet e vo ennañ ar 74 kumun hag ar 4 etrekumuniezh a zo en dachenn studiet evit ar park (Dinan Tolpad-kêrioù, Sant-Maloù Tolpad-kêrioù, Kumuniezh-kumunioù Aod an Emrodez, Kumuniezh-kumunioù Breizh ar Romantelourien), an Departamantoù Aodoù-an-Arvor hag Il-ha-Gwilen, hag ar Rannvro. Kefridi bennañ ar sindikad e vo peursevel karta ar Park abalamour d’ar Rannvro da c’hallout lañsañ an difraeoù ofisiel evit krouiñ anezhañ (ali pennadurezh an endro, enklask foran, selaou alioù ar strollegezhioù a sell an afer outo) : a-benn fin 2022 e tlefed krouiñ ar park d’an abretañ.
An enkemmadoù
- Font keveliñ ar c’hevredigezhioù gant an DPKE Pass Asso (enkemmad er budjed a-berzh ar Prezidant)
- Yaouankiz (enkemmad er budjed a-berzh ar Prezidant)
- Sikour adlañsañ an embregerezhioù e Breizh gant ostilhoù bilañs
Evit gouzout hiroc’h
- Hon teuliad war ar budjed evit 2021 (enlinenn prestik)
- Prezegenn digeriñ ar prezidant
- Videoioù ar c’hendivizoù e-kerzh an dalc’h
Partager :