Aller au contenu

Lañs zo bepred gant ar c’hevredigezhioù e Breizh !

Gant ar renabl rannvroel kentañ eus buhez ar c’hevredigezhioù ez eus lakaet war wel pegen puilh ha liesseurt eo ar c’hevredigezhioù : e Breizh ez eus 80 558 a gevredigezhioù « oberiant », en o mesk 10 700 gant gopridi, 700 000 a dud a-youl vat ha 108 557 a dud gopret. Sellomp ouzh stad an traoù !

jeunes bénévoles
  • 80 558
    a gevredigezhioù « oberiant », en o mesk 10 700 gant gopridi

Ur pouez bras zo gant ar c’hevredigezhioù e Breizh, hep mar ebet : e pep lec’h en hor rannvro, koulz war ar maez hag er c’hêrioù, e sikouront delc’her gant al liammoù hag ar genskoazell sokial. Testeniekaet eo kement-se gant an titouroù dastumet gant ar renabl rannvroel kentañ eus ar vuhez kevredigezhel a oa bet kinniget er miz tremenet dirak kuzuliadeg pad buhez ar c’hevredigezhioù (sevenet gant ur savenn arsellet). Ur benveg talvoudus eo an titouroù-se evit obererien ar vuhez kevredigezhel ha graet int evit bezañskignet ha magañ ar c’hendivizoù e pep kornad, abalamour da sevel asambles respontoù a-zoare d’an dalc’hoù a zo gant bed ar c’hevredigezhioù.

An traoù pennañ

  • Kevredigezhioù oberiant – E Breizh ez eus 80 558 a gevredigezhioù « oberiant » ha krouet e vez 3 400 kevredigezh nevez bep bloaz.
  • Implijoù kevredigezhel – diwar 80 558 a gevredigezhioù ez eus 10 700 hag a c’hopr tud
  • Tud a-youl vat – 700 000 a dud a-youl vat a gemer perzh e buhez ar c’hevredigezhioù , 300 000 anezho en ur mod reoliek.
  • Gopridi – ar c’hevredigezhioù « implijerezed » a implij 110 000 a c’hopridi, da lavaret eo tost da 10% eus an implijoù e Breizh (7,6% e Frañs).
  • Pelec’h emañ an implijoù kevredigezhel e Breizh ? – digempouez eo an traoù, war-dro 10% en 3/4 eus an etrekumuniezhoù breizhat, ha sevel a ra da 33% e Kumuniezh-kumunioù Kreiz-Breizh.
  • Efed an enkadenn yec’hedel – ul levezon vras he deus bet war an implij er c’hevredigezhioù (un digresk 2,2% e 2020 pa’z eus bet 1,4% e Frañs dre vras), met gwelet a reer splann eo krog an traoù da vezañ adlañset (ur c’hresk 2,9% en trimiziad 1añ ha 5,5% en eil trimiziad e 2021).
  • Krouiñ kevredigezhioù – 3 400 kevredigezh nevez a vez krouet bep bloaz.

Kuzuliadeg pad ar vuhez kevredigezhel

Ul lec’h d’ar c’hevredigezhioù, d’ar strollegezhioù ha d’ar Stad da gendivizout eo kuzuliadeg pad ar vuhez kevredigezhel. Enni emañ an DRAJES (dileurierezh akademiezh evit ar yaouankiz, an engouestl hag ar sport), Luskad Kevredigezhioù Breizh ha Rannvro Breizh. Peurliesañ e vez bodet bep 2 pe 3 miz evit gwelet e peseurt stad emañ ar politikerezhioù liammet ouzh buhez ar c’hevredigezhioù e Breizh. Savet eo ar renabl titouroù-se diwar ur c’henlabour lañset e 2028 gant sikour Kambr rannvroel an ekonomiezh sokial ha kengret, ha degas a ra ur sell talvoudus war ur bed hag a zo bet skoet gant an enkadenn yec’hedel he deus lakaat boazioù hag engouestloù ar Bretonezed hag ar Vretoned da cheñch.

En pratique

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter