Ar Parkoù natur rannvroel, takadoù evit gwareziñ ha neveziñ
1 December 2020
3 minutes de lecture
E Breizh ez eus 2 Bark natur rannvroel ha 3 e vint a-benn nebeut. Takadoù tud enno int hag anavezet evit kalite o glad, pe e vefe naturel pe sevenadurel. Savet int bet evit gwareziñ ha lakaat ar pinvidigezhioù lec’hel-se war wel, hag ivez abalamour da ziorren an tiriadoù en un doare padus war an tachennoù ekonomikel ha sokial.

Ur gwel meur eus Lanneier ar C’hragoù, e Park natur rannvroel Arvorig © CRTB – Alexandre Lamoureux
Bez’ ez eus 56 Park natur rannvroel e Frañs hag a ya d’ober 15% eus gorre ar vro. Daou anezho zo e Breizh. E-kreiz Penn-ar-Bed, eus Menez Are betek traoñienn ar Stêr-Aon, en ur dremen dre Gourenez Kraozon hag an inizi en Hirwazh, emañ Park natur rannvroel Arvorig. Krouet e oa bet e 1969, da lavaret eo e oa an eil PNR e Frañs. Pouezus-kenañ eo e roll bepred evit diorren ha gwareziñ an takad lec’h m’emañ.
E kreisteiz departamant ar Mor-Bihan emañ Park natur rannvroel ar Mor Bihan, a zo labelaet abaoe 2014. Ennañ e kaver inizi, enezennigoù ha takadoù mor, hag ivez diazad doureier ar Mor Bihan en he fezh. Un takad hep e bar eo pa’z eus lec’hioù kaer, plant ha loened a bep seurt ha perzhioù sevenadurel a-leizh ennañ, hag ivez abalamour d’al lañs a zo gant an ekonomiezh. Dleout a rafed a-benn nebeud krouiñ un trede park, hini Traoñienn ar Renk – Aod an Emrodez.
Kartenn ar Parkoù natur rannvroel hag ar Mirvaoù natur rannvorel e Breizh
Gwareziñ e-kreiz ar jeu
Mirout liesseurted ar vuhez, gwareziñ al lec’hioù dibar, lakaat brudañ al lec’hioù geologel ha glad ar savadurioù, renabliñ ar chemet lec’hel… A bep seurt oberoù a vez kaset da benn gant Parkoù Breizh evit gwareziñ ha merañ pinvidigezhioù o c’hornad, pe e vefent liammet ouzh an natur, ouzh an dremmvro pe ouzh ar sevenadur. Frammoù pouezus int ivez evit lakaat politikerezh ar Rannvro e pleustr, dreist-holl evit talañ ouzh ar cheñchamant hin ha gwareziñ an ekoreizhiadoù. Hag e-touez o c’hefridioù emañ ivez an oberoù a-fet deskiñ an dud ha sachañ o evezh war an endro.
Ur benveg evit degas buhez er broioù hag evit arnodiñ
E Breizh ez a etre 33 ha 74 a gumunioù d’ober an daou Bark a zo anezho dija hag an 3e emeur e-sell da grouiñ. N’int ket gwall vras e-keñver ment ar parkoù e Frañs well-wazh (86 a gumunioù), hogen ur vent a-zoare eo evit sevel oberoù a-stroll. Rak ar Parkoù natur rannvroel n’int ket takadoù distag diouzh ar bed. Er c’hontrol e vez dalc’het enno gant an obererezhioù sokial hag ekonomikel, broudet e vezont zoken, en ur glask kaout an nebeutañ ar gwellañ a levezon war an endro. Gallout a reont ivez kuzuliañ ar strollegezhioù evit o raktresoù kempenn hag ur gwir labourva en diavaez int evit arnodiñ doareoù nevez da gempenn ha da ziorren ar broioù (stourm enep artifisielaat an douaroù, mestroniañ ar c’hêraozañ, treuzkemmoù a-fet ekologiezh ha boued, en em ober diouzh ar cheñchamant hin, ouzh kresk live ar mor…) hag a vo talvoudus evit an holl.
Evit gouzout hiroc’h war ar Parkoù natur rannvroel e Breizh hag o c’hefridioù, lennit Ar Parkoù natur rannvroel e Breizh.
En images

















Ur Park natur rannvroel nevez a-benn nebeut
Er mareoù-mañ emañ ar Rannvro o skoazellañ ar raktres evit krouiñ un trede Park natur rannvroel e 74 a gumunioù e Traoñienn ar Renk hag en Aod an Emrodez. Un takad hep e bar eo Traoñienn ar Renk – Aod an Emrodez e meur a geñver, rak-se emañ e-touez an takadoù a c’hall kaout al label-se, ha n’int ket stank. E fin 2020 e vo tremenet ur bazenn nevez : emeur oc’h ober un enklaskadenn lec’hel evit sevel ar sindikad kemmesk a vo karget da gas ar raktres tiriadel da bennvat e stumm ur « Garta ». Goude-se e vo goulennet gant ar strollegezhioù a zo en takad m’eo kaset an enklaskadenn, aprouiñ ar garta-se. Gant sikour an dud a zo o chom eno, ar c’hevredigezhioù, an obererien ekonomikel hag ar strollegezhioù e c’hallo ar Park bezañ krouet ent ofisiel a-benn fin 2022.
En pratique
Partager :