Liseidi e plas eurokannaded
24 April 2025
1 minute de lecture
D’an 19 a viz Meurzh e oa en em gavet liseidi eus liseoù micherel e Breizh e-barzh an ostel Courcy e Roazhon abalamour da zrevezañ, evit an eil gwech, un dalc’h gant Parlamant Europa ! E-pad an devezh-se e oant en em lakaet e plas kannad-ez-ed Europa ha labouret o doa war tem an digelaouiñ diwar-benn an hin.

Pebezh abadenn evit ar 65 lisead-se eus al liseoù Jules Verne (Gwengamp), La Champagne (Gwitreg), Koedlogon (Roazhon) ha Bel Air (Tintenieg) ! En deiz-se o doa kemeret pep liseadez ha pep lisead plas un ezel eus ur bodad tematek bennak, savet war batrom ar bodadoù parlamantel e Parlamant Europa. Kinnigoù a oa bet graet gant pep bodad, ha kendivizet ha votet e oa bet diwarno e-pad an emvod meur e fin an devezh.
An tem evit 2025 : an digelaouiñ war an hin
Penaos, er bed m’emaomp o vevañ bremañ, ober d’al liseidi el liseoù micherel mont war-zu un eko-keodedouriezh europat ? An taol-mañ neuze, an eil gwech ma oa kinniget d’al liseidi drevezañ un dalc’h eus Parlamant Europa, e oant lakaet da vezañ keodedourien-oberourien evit Europa ekoatebek. Ar pal : broudañ anezho da soñjal gant o spered-barnañ, reiñ lañs d’ur geodedouriezh europat digor hag anavezout an dalc’hoù war dachenn an endro en Europa.
An abadenn-mañ a oa bet degemeret gant Rannvro Breizh hag aozet gant Rektorelezh rannvro-akademiezh Breizh (DRADEEK), Ti Europa e Roazhon, ar gevrenn Kornôg Frañs e Parlamant Europa ar Yaouankizoù (PEY) hag ar Greizenn liammañ evit ar c’helenn hag ar mediaoù kelaouiñ (KLEMK).
Partager :