Loïg Chesnais-Girard bet dilennet da brezidant nevez rannvroioù europat an arvor
28 November 2023
2 minutes de lecture
Abaoe dimerc’her e oa bodet, e Sant-Maloù, an dileuridi eus 150 rannvro en Unvaniezh Europa e Kuzuliadeg rannvroioù an arvor (KRAA). Dec’h o doa dilennet Loïg Chesnais-Girard e penn ar gevredigezh. Kerkent ha dilennet e fell dezhañ labourat war daou deuliad talvoudus-tre : monedusted an tiriadoù hag an endro.
« Un enor eo din da vezañ dilennet hag ur chañs eo evit Breizh ». Dilennet eo bet Loïg Chesnais-Girard da brezidant nevez Kuzuliadeg rannvroioù an arvor (KRAA), da-heul an Norvegadez Gunn Marit Helgeson.
En e respont d’ar pemdezieg Ouest-France en deus displeget ar prezidant penaos e rank KRAA bezañ bepred « ur produour mennozhioù nevez da wellaat dizehan ar raktres europat er mareoù trubuilhet a vremañ ».
Roll ha kefridioù KRAA
E KRAA e komzer en anv tost da 200 milion a dud. Bodañ a ra 150 rannvro e 24 Stad ezel eus Unaniezh Europa hag hiziv eo 50 bloaz.
Un tamm dibar e oa he deiz-ha-bloaz : distro e vez KRAA da Sant-Maloù bep 10 vloaz, el lec’h ma oa bet krouet e 1973.
Ur bodad prederiañ koulz hag ur strollad a laz eo KRAA. Troet eo war-zu amzer-da-zont ar raktres europat bepred. Rannvroioù an arvor a gemer perzh enni evit difenn gwir o c’heodedourien da gaout ar memes chañsoù ha re an Europeaned all.
Seveniñ a ra he c’hefridi, da lavaret eo labourat evit reiñ da glevet ezhommoù ha lazioù ar Rannvroioù ezel en ensavadurioù europat, ha da lakaat an ezhommoù ha lazioù-se da vezañ kemeret e kont en holl bolitikerezhioù tiriadel gant efedoù bras.
He labourioù kentañ a sell ouzh :
- An unvanded sokial, ekonomikel ha tiriadel,
- Ar politikerezhioù mor,
- Ar c’hresk glas,
- Ar vonedusted.
Monedusted an tiriadoù hag an endro zo teuliadoù da vezañ graet war o zro kentañ-wellañ evit ar prezidant. Adlavaret en deus Loïg Chesnais-Girard d’ar pemdezieg breizhat eo « kreñvoc’h efedoù ar cheñchamant hin » evit ar rannvroioù war an aod. « Kizidikoc’h omp ouzh saotradur an dour hag ar gwallzarvoudoù-mor. Dav eo deomp labourat war ur c’horpus boutin diwar-benn an doareoù padus d’implijout an danvezioù mor, evit ar boued, an energiezh, an touristerezh… »
En images
Partager :