Miz Meurzh, mizvezh ar brezhoneg e Breizh hag enlinenn !
25 February 2021
4 minutes de lecture
Enor d’ar brezhoneg e miz Meurzh : « Mizvezh ar brezhoneg » an hini eo. Eus ar stummañ d’ar brezhoneg d’an obererezhioù sevenadurel, na chomit ket da dermal evit ober anaoudegezh gant an nouspet doare warn-ugent d’ober gant ar brezhoneg bemdez.
Mizvezh ar brezhoneg – Mois du breton
Diazezoù ar sevel tier bihan koad, digeriñ spered ar re vihan d’ar brezhoneg, troiadoù en natur, kentelioù keginañ, c’hoarioù ha kwiz, diskouezadegoù ha bodadoù lenn, dorioù digor tier skol, staj emzifenn evit ar merc’hed…pep hini a gavo e lod ar bloaz-mañ c’hoazh. Enlinenn e vo dalc’het ul lodenn eus an darvoudoù, azasaet e vo Mizvezh ar brezhoneg 2021 ouzh an enkadenn yec’hedel a bad c’hoazh hag ouzh an diarbennoù e talvoud. A-drugarez da engouestl an Emglevioù bro, d’o izili ha d’an holl dud a-youl vat e c’hallo an darvoud-mañ bezañ dalc’het en endro dibar-se.
Setu un dibab diglok eus darvoudoù aozet da vare Mizvezh ar brezhoneg :
- Gweladenn un diskouezadeg e brezhoneg, Visions d’Afrique, er palier arz Comœdia e Brest. Leun eo ar weladenn gentañ ha war al lec’h e vo Lena Louarn, Besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ;
- Geriaoueg ar sizhun, bep sizhun e vo skignet geriaouegi war ar rouedadoù sokial ;
- Stal “Sevel ur gronikenn radio e brezhoneg” e studio Radio Naoned ;
- Bodad lenn e brezhoneg, eskemmoù enlinenn diwar-benn levrioù e brezhoneg ;
- Kronikennoù enlinenn “Etrezomp-ni”, war dodennoù liesseurt evel Breizh, ar brezhoneg evel-just, hag ivez war dodennoù a bep seurt ;
- Dorioù digor skolioù dre soubidigezh ha divyezhek, a-bell hag enlinenn ;
- Stal koad, krouiñ un ti amprevaned, evit ar vugale etre 6 ha 12 vloaz ;
- Rekipe mamm-gozh : dibab ur rekipe, ha fardañ gant e vamm-gozh…e brezhoneg ha kemer foto an disoc’h gant ar rekipe skrivet e brezhoneg ;
- Istorioù e brezhoneg gant margodennoù evit ar re vihan hag ar re vras ;
- Staj emzifenn e brezhoneg digor d’ar merc’hed adalek 16 vloaz…
Hag ur bern traoù da zizoleiñ a-hed ar miz war deiziataer Mizvezh ar brezhoneg hizivaet dalc’hmat ! Mizvezh ar brezhoneg · Région Bretagne
Ar 16 Emglev-bro ouzh ar stern
Strollañ a ra an Emglevioù-bro, war un tiriad termenet mat, kevredigezhioù ha kevreadoù a labour evit diorren sevenadur Breizh hag ar brezhoneg. Labourat a reont war dachenn ar c’helenn hag ar stummañ evit an dud deuet, ar c’hrouiñ sevenadurel, an dudi evit ar re yaouank pe ar sportoù.
Soñjal a ra d’ar Rannvro eo an Emglevioù ar frammoù azas evit reiñ an tu d’ar muiañ ar gwellañ a dud da gemer perzh e pep tiriad hag evit kinnig war un dro obererezhioù poellek ha tost ouzh an dud.
C’hwezek Emglev-bro a gemer perzh e 5vet Mizvezh ar brezhoneg : Ti Douar Alre (An Alre), Sked (Brest), Raok (Karaez), Ti ar Vro Treger-Goueloù (Kawan), Emglev Bro Douarnenez (Douarnenez), Ti ar Vro Gwengamp (Gwengamp), Ti ar Vro Landerne-Daoulaz (Landerne-Daoulaz), Ti ar Vro Bro-Leon (Lesneven), Emglev Bro an Oriant (An Oriant), KLT (Montroulez), Yezhoù ha Sevenadur (Naoned), Ti ar Vro Kemper (Kemper), Ti ar Vro Bro Kemperle (Kemperle), Skeudenn Bro Roazhon (Roazhon), Telenn Ti ar vro / L’Ôtè (Sant-Brieg) hag Emglev Bro Gwened (Gwened).
Suivez les événements sur Twitter #MoisDuBreton #mizbzhg
Découvrir la programmation Mizvezh ar brezhoneg
Mizvezh ar gallaoueg
Abalamour da emdroadur ar saviad yec’hedel ne vo ket aozet Mizvezh ar gallaoueg e Meurzh 2021. Gant ma vo gwelloc’h an traoù war an dachenn yec’hedel e c’hallfe Mizvezh ar gallaoueg bezañ aozet e distro-skol 2021.
Partager :