Aller au contenu

Mizvezh ar brezhoneg 2022

Emañ an nevezamzer o tostaat hag ambrouget eo gant « Mizvezh ar brezhoneg » ! Kregiñ ar raio ar 6vet koulzad d’ar Sadorn 26 a viz C’hwevrer. Lusket gant ar Rannvro abaoe 2017 e vrud ar c’houlzad-se ar brezhoneg dre abadennoù kinniget war an tiriad en e bezh. A-hed miz Meurzh ha betek penn-kentañ miz Ebrel e vo roet digarezioù e-leizh da bep hini da gaout plijadur gant pinvidigezh, startijenn ha modernelezh ar brezhoneg.

Bloaz zo, daoust ma oa dibosupl aozañ prantadoù hengounel pennañ Mizvezh ar brezhoneg, evel dorioù digor ar skolioù dre soubidigezh ha divyezhek, nozvezhiadoù c’hoariva e brezhoneg, e oa bet aozet 134 darvoud a-drugarez da engouestl an Emglevioù bro, d’o izili ha d’an holl dud a-youl vat.

E 2022, en un endro yec’hedel ha n’eo ket ken diasur hag ar bloaz tremenet e vo programmet darvoudoù e-leizh, digor d’an holl, dindan an oabl (pourmennadennoù en natur, gweladennoù istorel heñchet…) pe en diabarzh (prezegennoù, atalieroù keginañ, dorioù digor skolioù, kwiz, lennadennoù e brezhoneg, gweladennoù…).

Programmadur da welet

An 18 Emglev-bro ouzh ar stern

Strollañ a ra an Emglevioù-bro, war un tiriad termenet mat, kevredigezhioù ha kevreadoù a labour evit diorren sevenadur Breizh hag ar brezhoneg. Labourat a reont war dachenn ar c’helenn hag ar stummañ evit an dud deuet, ar c’hrouiñ sevenadurel, an dudi evit ar re yaouank pe ar sportoù.

Soñjal a ra d’ar Rannvro eo an Emglevioù ar frammoù azas evit reiñ an tu d’ar muiañ ar gwellañ a dud da gemer perzh e pep tiriad hag evit kinnig war un dro obererezhioù poellek ha tost ouzh an dud.

Triwec’h Emglev-bro a gemer perzh e 6vet Mizvezh ar brezhoneg : Ti Douar Alre (An Alre), Emglev Bro an Oriant (An Oriant), Sked (Brest), Emglev Bro Douarnenez (Douarnenez), Ti ar Vro Gwengamp (Gwengamp), Emglev Bro Gwened (Gwened), Raok (Karaez), Ti ar Vro Treger-Goueloù (Kawan), Ti ar Vro Kemper (Kemper), Ti ar Vro Bro Kemperle (Kemperle), Tud Bro Konk (Konk-Kerne), Ti ar Vro Landerne-Daoulaz (Landerne-Daoulaz), Ti ar Vro Bro Leon (Lesneven), KLT (Montroulez), Yezhoù ha Sevenadur (Naoned), Ti ar vro Bro Pondi (Pondi), Skeudenn Bro Roazhon (Roazhon), Telenn Ti ar vro / L’Ôtè (Sant-Brieg).

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter