Mizvezh ar brezhoneg 2025
11 March 2025
1 minute de lecture
Mizvezh ar brezhoneg zo adarre, ha kantadoù a abadennoù diwar-benn ar brezhoneg a vo ! E-pad Mizvezh ar brezhoneg 2025 (eus an 28 a viz C’hwevrer d’ar 6 a viz Ebrel) e vez aozet dorioù digor ar skolioù divyezhek ha dre soubidigezh !

Ur bern abadennoù a vo dalc’het e 2025 evit 9vet Mizvezh ar brezhoneg. Aozet e vo kantadoù a abadennoù e pep lec’h dre ar vro evit lakaat an holl dud d’ober anaoudegezh gant ar brezhoneg ha da welet pegen pinvidik, bev ha modern eo.
Bannañ filmoù-faltazi ha teulfilmoù, nozvezhioù c’hoarioù-stroll, atalieroù keginañ, abadennoù gwerzhañ levrioù, klask an teñzor… Peadra zo evit an holl !
Mat da c’houzout : e-pad Mizvezh ar brezhoneg 2025 e vez aozet dorioù digor gant ar skolioù divyezhek ha dre soubidigezh d’ar Gwener ha d’ar Sadorn : klikañ amañ evit gouzout hiroc’h !
Ar programm a-bezh :
- E-barzh bretagne.bzh : www.bretagne.bzh/moisbreton (e galleg) ha www.bretagne.bzh/mizbrezhoneg (e brezhoneg)
An 18 Emglev-bro o labourat
An Emglevioù-bro a vod kevredigezhioù pe kevreadoù hag a labour, en ur vro resis, evit kas sevenadur Breizh hag ar brezhoneg war-raok. Labourat a reont ivez war dachenn ar c’helenn hag ar stummañ evit an dud deuet koulz hag ar c’hrouiñ sevenadurel, an dudioù evit ar re yaouank hag ar sportoù. Kavout a ra d’ar Rannvro eo ar seurt Emglevioù an doare gwellañ da vroudañ an dud da reiñ bec’h e pep lec’h ha da warantiñ e vez aozet an oberoù gant skiant-vat hag asambles gant tud ar vro. Triwec’h emglev ha ti ar vro a gemer perzh en 9vet Mizvezh ar brezhoneg : Ti Douar Alre (Alre), Sked (Brest), Raok (Karaez), Ti ar Vro Treger-Goueloù (Kawan), Tud Bro Konk (Konk-Kerne), Emglev Bro Douarnenez (Douarnenez), Ti ar Vro Gwengamp (Gwengamp), Ti ar Vro Landerne-Daoulaz (Landerne-Daoulaz), Ti ar Vro Bro Leon (Lesneven), Emglev Bro an Oriant (an Oriant), KLT (Montroulez), Yezhoù ha Sevenadur (Naoned), Ti ar Vro bro Pondi (Pondi), Ti ar Vro Kemper (Kemper), Ti ar Vro Bro Kemperle (Kemperle), Skeudenn Bro Roazhon (Roazhon), Telenn Ti ar vro / L’Ôtè (Sant-Brieg) hag Emglev Bro Gwened (Gwened).
Partager :