Mizvezh ar brezhoneg 2024
26 February 2024
56 secondes de lecture
Distroet eo Mizvezh ar brezhoneg gant meur a gant abadenn ha darvoud liammet gant ar brezhoneg ! E-kerzh Mizvezh ar brezhoneg 2024 (eus ar 24 a viz C’hwevrer betek an 31 a viz Meurzh) e vo digoret dorioù ar skolioù dre soubidigezh ha divyezhek da Wener ha da Sadorn dreist-holl.
Darvoudoù liesseurt a yelo d’ober 8vet koulzad Mizvezh ar brezhoneg 2024. Pep lec’h e Breizh e vo tu da gaout plijadur e-leizh gant pinvidigezh, startijenn ha modernelezh ar brezhoneg gant meur a gant darvoud hag abadenn.
Bannañ filmoù faltazi ha teulfilmoù, nozvezhioù c’hoarioù a-stroll, atalieroù keginañ, gwerzh levrioù, klask teñzorioù… Evit pep blaz hag evit pep oad !
Da notenniñ : e-kerzh Mizvezh ar Brezhoneg e vo digoret ivez dorioù ar skolioù dre soubidigezh ha divyezhek da Wener ha da Sadorn. Amañ emañ an holl ditouroù !
Ar programm a-bezh :
- War bretagne.bzh : www.bretagne.bzh/moisbreton (en français) ha www.bretagne.bzh/mizbrezhoneg (en breton)
- War Twitter dre ar ger-klik #MizBzhg.
18 Emglev-bro ouzh ar stern
Strollañ a ra an Emglevioù-bro, war un tiriad termenet mat, kevredigezhioù ha kevreadoù hag a labour evit diorren sevenadur Breizh hag ar brezhoneg. Labourat a reont war dachenn ar c’helenn hag ar stummañ evit an dud deuet, ar c’hrouiñ sevenadurel, an dudi evit ar re yaouank pe ar sport. Soñjal a ra d’ar Rannvro ez eo an Emglevioù ar frammoù azas evit reiñ an tu d’ar muiañ ar gwellañ a dud da gemer perzh e pep tiriad hag evit kinnig war un dro obererezhioù poellek ha tost ouzh an dud. Triwec’h Emglev-bro a gemer perzh e 8vet Mizvezh ar brezhoneg : Ti Douar Alre (An Alre), Sked (Brest), Raok (Karaez), Ti ar Vro Treger-Goueloù (Kawan), Tud Bro Konk (Konk-Kerne), Emglev Bro Douarnenez (Douarnenez), Ti ar Vro Gwengamp (Gwengamp), Ti ar Vro Landerne-Daoulaz (Landerne-Daoulaz), Ti ar Vro Bro-Leon (Lesneven), Emglev Bro an Oriant (An Oriant), KLT (Montroulez), Yezhoù ha Sevenadur (Naoned), Ti ar Vro bro Pondi (Pondi), Ti ar Vro Kemper (Kemper), Ti ar Vro Bro Kemperle (Kemperle), Skeudenn Bro Roazhon (Roazhon), Telenn Ti ar vro / L’Ôtè (Sant-Brieg) hag Emglev Bro Gwened (Gwened).
Partager :